Petra nevez er vro ?


Yann Trocheris evit ar gevredigezh Diouzhtu ha Solange Cloarec evit ar festival Deus'ta

Yann Trocheris evit ar gevredigezh Diouzhtu ha Solange Cloarec evit ar festival Deus'ta

6 days ago

En abadenn e vo klevet : Solange Cloarec diwar-benn program ar festival Deus'ta a vo dalc'het etre ar 24 a viz Here hag ar 1añ a viz Du 2026. Yann Trocheris evit ar gevredigezh Diouzhtu a zo o sevel ur raktres embanennerezh niverel, pe levrioù da lenn war ar skrammoù


Istorioù evit ar vugale gant Silvenn Koant hag ur gronikenn gant Lili-Dour

Istorioù evit ar vugale gant Silvenn Koant hag ur gronikenn gant Lili-Dour

8 days ago

Silvennt Koant : lenn a ra daou istor evit ar vugale tennet diwar ar gelaouenn Rouzig Lili-Dour, bet oc'h ober ur staj en Arvorig FM, a ginnigo ur gronikenn diwar-benn al liammoù etre ar filmoù hag ar bolitikerezh


Skolajidi eus skolaj Kerallan o deus gweladennet Maner Kerveatouz gant Alfoñs Ragenes e Plouarzhel

Skolajidi eus skolaj Kerallan o deus gweladennet Maner Kerveatouz gant Alfoñs Ragenes e Plouarzhel

9 days ago

Ar sizhun dremenet o doa gweladennet Maner Kerveatouz skolajidi eus skolaj Kerallan. Heñchet e oant gant Alfoñs Ragenes ha gant ar gevredigezh "Les Amis de Kerveatoux". Ar veaj-se e Plouarzhel a oa aozet gant o c'helennerez war ar sportoù Solenn Lavenant ha gant ar gelennerien war an istor hag ar brezhoneg Mikael Le Cloatre ha Fabrice Coupechoux. Klevet e vo Yann Lars en abadenn-mañ ivez.


Johanna Deniau he deus troet ar c'hoari-video "Balatro" e brezhoneg

Johanna Deniau he deus troet ar c'hoari-video "Balatro" e brezhoneg

9 days ago

O chom e Lyon emañ Johanna Deniau ha sot eo gant Balatro, ur c'hoari-kartoù en-linenn. Displegañ a raio deomp penaos he deus troet anezhañ e brezhoneg. Evit c'hoari : [https://www.nexusmods.com/balatro/mods/862] (https://www.nexusmods.com/balatro/mods/862)


Marie Sanquer, e penn keurerzh Trevarn, a zegemero an abadenn "Hentoù Gwenn" gant an Teatr Piba e deroù miz Gouere e ti-feurm Trevarn

Marie Sanquer, e penn keurerzh Trevarn, a zegemero an abadenn "Hentoù Gwenn" gant an Teatr Piba e deroù miz Gouere e ti-feurm Trevarn

13 days ago

undefined


Diskouezadeg "teñzorioù" e egoren an arzoù e Montroulez hag ur gronikenn gant Brice diwar-benn Bagad Bro Landerne

Diskouezadeg "teñzorioù" e egoren an arzoù e Montroulez hag ur gronikenn gant Brice diwar-benn Bagad Bro Landerne

16 days ago

Abaoe 18 vloaz emañ Brice o seniñ 'ba Bagad Bro Landerne : savet en deus ur gronikenn diwar-benn istor ar Bagad, da-geñver ur staj bet graet gantañ en Arvorig FM ! En eil lodenn an abadenn : klevet e vo Lizig Chenevièvre o kinnig deomp diskouezadeg "Teñzorioù" a zo da welet betek an 20 a viz Gwengolo e egoren an arzoù er Manu e Montroulez.


"Jean, pirc'hirin pennoù ar bed" : Teulfilm nevez Ronan Hirrien

"Jean, pirc'hirin pennoù ar bed" : Teulfilm nevez Ronan Hirrien

last month

Unnek gwech eo aet Jean Pouliquen war hentoù Sant-Jakez-Kompostella : baleet en deus 12 000 kilometr betek bez an abostol. E miz Gwengolo 2025 e tistro da Galisia, da Sant-Jakez ha da Muxía, nepell diouzh kab Fisterra, da gemer perzh e pardon Itron-Varia-ar-Vag ha da gontañ deomp e hentoù etrezek Kompostella. ‎Diskouezet e vo d'ar sul 24 a viz Mae da 9e55 en abadenn Bali Breizh war France 3 Breizh, [France.tv] (http://France.tv) ha YouTube.


Kazh Du : ur festival anarkour e Brest

Kazh Du : ur festival anarkour e Brest

last month

Dalc'het e vo ar festival Kazh Du e Brest e-pad an dibenn-sizhun. Abadennoù sonerezh, prezegennoù, hag atalieroù a vo kinniget d'an dud eno. En abadenn e vo klevet Taran Kerluer, unan eus aozerien ar gouel. Titouroù : Kazh Du 22/05 > 24/05 e ti Patronage Laig Gerin e Brest


PNEV ar Meurzh 19 a viz Mae 2026

PNEV ar Meurzh 19 a viz Mae 2026

last month

O paouez digeriñ ar saloñs "Chokolapin" emañ Célina Ferrière e kreiz-kêr Brest. Kinnig a ra traoù lipous da zebriñ ha da evañ... en ur sellet pizh ouzh al lapinez angora Noz Du a vev e-barzh an ti ivez. Tonioù e brezhoneg a vo da ganañ e sal "Vauban" e Brest warc'hoazh gant Karaoke Social kleub Livioù an amzer


François Villon : ur prezegenn gant Roger Faligot kinniget gant Serj An Huede deus kevredigezh Gorre ha Goueled

François Villon : ur prezegenn gant Roger Faligot kinniget gant Serj An Huede deus kevredigezh Gorre ha Goueled

2 months ago

D'ar Sadorn 11 a viz Ebrel eo bet pedet ar skrivagner ha kazetenner Roger Faligot da ginnig e levr "Le mystère François Villon" e levraoueg Loperc'hed gant ar gevredigezh Gorre ha goueled. Serj An Huede a zo ezel eus ar gevredigezh-mañ. En eil lodenn e vo klevet ur gronikenn gant Kael Brusk diwar-benn ar barzh François Villon.


Next Last