Larsen ha mediator !


Larsen ha Mediator 126 :  An « Hair Metal »

Larsen ha Mediator 126 : An « Hair Metal »

last year

Salud deoc’h tud kozh ha yaouank, donemet e Larsen ha Mediator, an abadenn a spluj er mare-mañ er bloavezhioù 80 evit taolenniñ ar meuriadoù, al luskadoù hag isluskadoù zo deuet war-wel e istor ar rock. Hag hiziv emaomp o vont d’ober un droiad e bed ur vandennad boys bands a implije lakennoù blev e-pad eurvezhioù evit kaout brushing Farrah Fawcett hag a blije dezho ar mouchoueroù kerc’hen jipsianezed hag al leggins loupard… Pell diouzh feulster ar sonerezh metal a sailhe warnoc’h e oa an hair metal, pe ar glam metal, pe ar pop metal, pe an hard FM, pe slease metal (metal lastezus), evel ma karit, ar sonerezh nemetañ e lec’h ma klaske ar sonerien tapout merc’hed a oa gwisket minapl en o c’heñver, ur sonerezh loc’het eus ar west coast en eighties ha deuet da vezañ mainstream d’ar pimperlamm… Playlist : - Van Halen : Panama - Atersadenn Vince Neil gant Sam Dunn evit e stirad « Metal Evolution » (Banger films) - Mötley Crüe : Girls, girls, girls - Quiet Riot : Come on feel the noise (foñs son) - Poison : Talk dirty to me - Cindirella : Shake me - Bon Jovi : Living in sin - Guns N’ Roses : It ‘s so easy Levrlennadur : - The Guardian 08/11/2022 : « It’s hairmageddon! Is the leather-codpieced world of glam metal making a comeback? ». pennad gant Alexis Petridis


Larsen ha Mediator 125 :  Penaos e cheñchas MTV gweledva ar pop rock 2

Larsen ha Mediator 125 : Penaos e cheñchas MTV gweledva ar pop rock 2

2 years ago

Kenderc’hel a reomp gant hor beaj e istor ar chadenn MTV, ur chadenn aet da netra hiziv met ur chadenn he deus stuziet kevredigezh amerikan an eighties ha nineties hag alese Europa ivez da heul... Playlist : - The Dead Kennedys : MTV get off the air (tennad son) - Dire Straits : Money for nothing - Run DMC & Aerosmith :Walk this way - My Life On MTV, The Evolution of Snoop Dogg (tennad son) - Snoop Dogg : Who Am I (What's my name) - Guns ‘n Roses : Welcome to the jungle - Eric Clapton unplugged : Tears in heaven - Nirvana unplugged : The man who sold the world (foñs son) - Nirvana : About A Girl (Live On MTV Unplugged) Levrlennadur : I Want My MTV: The Uncensored Story of the Music Video Revolution - Rob Tannenbaum and Craig Marks - Dutton Penguin


Larsen ha Mediator 124 : Penaos e cheñchas MTV gweledva ar pop rock 1

Larsen ha Mediator 124 : Penaos e cheñchas MTV gweledva ar pop rock 1

2 years ago

Kentañ a viz eost 1981, war ar c’hanol 67 e weler ur fuzeenn o tibradañ ha Neil Armstrong o plantañ ur banniel war al loar met e lec’h ar Stars and Stripes eo logo ar chadenn nevez MTV, evit Music Television. Tregerniñ a ra ur vouezh : «Ladies and gentlemen, rock ‘n roll», ur gwir tsunami e istor ar rock, ar pop culture dre vras hag ar sinema e vo… Playlist : - An div eurvezh kentañ eus MTV, video e Youtube (tennad son) - The Buggles : Video killed the radio Stars. - Pat Benatar : You better run - Kim Wilde : Kids in America - Kampagn bruderezh MTV : I want my MTV - Duran Duran : Girls on film - Hezakya Newz and films : teulfilm 1983, "MTV discrimates against black artists» (tennad son) - Atersadenn David Bowie e MTV News e 1983 gant Marc Goodman (tennad son) - Mickael Jackson : Thriller - ZZ Top : Gimme all your loving Levrlennadur : I Want My MTV: The Uncensored Story of the Music Video Revolution - Rob Tannenbaum and Craig Marks - Dutton Penguin


Larsen ha Mediator 123 : An new wave poblek

Larsen ha Mediator 123 : An new wave poblek

2 years ago

E lâret ‘m eus dija : pa gomzer eus sonerezh, e pep luskad ez eus nouspet chapel warn-ugent. Petra eo an new wave ? Synthpop, new romantics, rock gotek, rock indus hag all, hag all, chapelioù meump bet tro da gomz diwar o fenn en abadenn dija. Se zo kaoz eo gwelloc’h d’am meno komz eus post-punk. Bepred ‘m eus merzet em boa laosket a-gostez e dirolladur an abadenn strolladoù anavezet gant an holl. Sur a-walc’h e oa abalamour da se em boa o dilezet met diaes eo memestra chom hep komz deus ar strolladoù a dalveze an new wave e penn al lodenn vrasañ eus an dud e deroù an eighties… Playlist : - U2 : I will follow - U2 : October (foñs son) - U2 : New Year’s day - U2 : Pride in the name of love (foñs son) - Simple Minds : Don’t you -Killing Joke : Eighties - Echo and the Bunnymen : Killing moon Levrlennadur : - « L’odyssée du rock », florent Mazzoleni, Hors Collection Editions - New Wave : du post punk à la new pop - Stéphane Bachès - Dominique Dupuis embannadurioù


Larsen ha Mediator 122 : Ar black metal

Larsen ha Mediator 122 : Ar black metal

2 years ago

Hiziv e vo kaoz e Larsen ha Mediator eus ilizoù o teviñ, eus muntroù, eus gwarizi, eus ur sonerezh feuls, herrek, teñval a glask enoriñ an dizesper hag an teñvalder, o leuskel korfoù marv war he lerc’h. Setu-ni o plediñ gant ar black metal, ur stil ne oa ket ganet didrubuilh. Playlist : - Mickael Jackson : Thriller (foñs son) - Venom : Welcome to hell - Bathory : Raise the dead - Celtic Frost : Into the crypts of rays - Mayhem : Deathcrush - Burzum : Black spell of destruction (foñs son) - Darkthrone : In the shadow of the horns - Mütilation : A dream Levrlennadur : - Rock and Folk hors-série Metalliques chaos - Metal Story - Andrew O’Neill – Hachette heroes


Larsen ha Mediator 121 : Gwagenn nevez an heavy metal briezhveuriat (NWOBHM) 2

Larsen ha Mediator 121 : Gwagenn nevez an heavy metal briezhveuriat (NWOBHM) 2

2 years ago

Kenderc’hel a reomp hiziv ar veaj kroget ar sizhun dremenet e deroù ar bloavezhioù 80 pa zeuas gwagenn nevez an heavy metal breizhveuriat, an NWOBHM, war-wel. Niverus eo bet ar strolladoù rummataet er wagenn-se. Disheñvel-tre e c’hellent bezañ met dre vras e c’heller lâret o deus skubet al levezonioù blues rock a gaved da skouer e Led Zeppelin, hag e felle dezho en em zisheñvelaat diouzh ar bunked a sone ur sonerezh simpl. Setu neuze lec’h d’ar soli gitar ar sizhun-mañ c’hoazh e Larsen ha Mediator, loc’het omp ! Playlist : - Motörhead : Bomber - Judas Priest : Breaking the law - Girlschool : C’mon let ’s go - Raven : Hard ride - Diamond Head : Am I evil ? - Tygers Of Pan Tang : Gangland Levrlennadur : - Rock and Folk hors-série Metalliques chaos - Metal Story - Andrew O’Neill – Hachette heroes


Larsen ha Mediator 120 : Gwagenn nevez an heavy metal breizhveuriat (NWOBHM) 1

Larsen ha Mediator 120 : Gwagenn nevez an heavy metal breizhveuriat (NWOBHM) 1

2 years ago

Diaes eo e grediñ bremañ pa seller ouzh ar milionoù a bladennoù gwerzhet er pevar dekvloaziad diwezhañ met e fin ar seventies emañ an heavy metal war e dalaroù. Aloubet eo bet an dance floors gant an disco, ha gant ar punk e seblant ar metal diamzeriet. Marvioù John Bonham, tabouliner Led Zeppelin, ha Bon Scott, kaner ACDC, e 1980 a c’hell leuskel da soñjal e erruer e dibenn ur prantad. E Breizh-Veur e aloub ar post-punk hag an new wave al leurennoù hag ar gwagennoù e lec’h ma klever The Cure, Joy Division, Elvis Costello hag all. Diaes eo d’ar strolladoù heavy metal kavout o flas. Padal, e banlevioù Breizh-Veur Margareth Thatcher eo niverus ar strolladoù… Playlist : - ACDC : Hells Bells - Atersadenn Neil Kay tennet diouzh « Heavy : The story of metal 2 : British steel » sevenet gant Michael John Warren evit VH1. - Atersadenn Neil Kay tennet diouzh « Heavy Metal Britannia » sevenet gant Chris Rodley e 2010 evit ar BBC. - Samson : Too Close To Rock - Iron Maiden : Run To The Hills - Iron Maiden : The Duellists - Def Leppard : Rock Of Ages - Saxon : Motorcycle Man Levrlennadur : - Rock and Folk hors-série Metalliques chaos - Metal Story - Andrew O’Neill – Hachette heroes


Larsen ha Mediator 119 : Punk hardcore ha straight edge

Larsen ha Mediator 119 : Punk hardcore ha straight edge

2 years ago

« Louder, faster, harder » eo ger-stur ar wagenn nevez a bunked a zifoup e banlevioù ar c’hêrioù bras graet eus lodennaouegoù, kreizennoù kenwerzh, burevioù ha parkvaoù, un endro trist da leñvañ e lec’h ma vev al lodenn vrasañ eus ar boblañs. E kreiz ar bloavezh 79 ne chom o seniñ punk nemet ar re gendrec’het, muioc’h underground e teu al luskad da vezañ. Ar gounnar tufet ouzh penn an dud a c’hwezh an enoe, ar c’hoant da skubañ an Eagles, hag ur gevredigezh korfkenet. Playlist : - Reagan o touiñ aléjañs : Tennad son (Ronald Reagan Presidential Library) - DOA : Fucked Up Ronnie - Tennad son eus atersadenn Henry Rollins en teulfilm « Punk Attitude » sevenet gant Don Letts evit Qwest TV - Black Flag : Rise Above - Black Flag : Revenge, tennet eus an teulfilm « The Decline Of Western Civilization », sevenet ha produet gant Penelope Spheeris, skignet gant Nu-Image Film - Circle Jerks : Wild in the streets - Agnostic Front : Gotta Go - Bad Brains : Banned in D.C. - Minor Threat : Out Of Step - Youth Of Today : No More - Tennad son eus un abadenn « America ‘s most wanted » kinniget gant John Walsh skignet war ar chadenn skinwel Fox hag anvet "Salt Lake Straight Age". - Fugazi : Shut The Door Levrlennadur : - Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle. - Sangheon Lee. Urgence et nihilisme : l'émergence du punk hardcore américain. Art et histoire de l'art. Thèse de doctorat en musicologie Université Gustave Eiffel, 2022.


Larsen ha Mediator 118 : Al Luskad Punk kentañ e Kalifornia

Larsen ha Mediator 118 : Al Luskad Punk kentañ e Kalifornia

2 years ago

Ne voe ket un tsunami punk er States pa voe embannet albom kentañ ar Ramones. Ret eo bezañ sklaer, war-bouez New-York ha Los Angeles e voe dister emled ar punk. Un nebeut punked bodet tro-ro d’an Dead Kennedys e San Francisco met quid eus an Teksas, eus ar midwest, eus stadoù ar su. Troiad ar Pistols e 1978 a oa bet ur c’hwitadenn splann, ha sklaer e voe evit ar strolladoù lec’hel : evit bevañ e oa ret fiñval war-zu ar c’hêrioù bras, ar pezh a raimp hiziv e Larsen ha Mediator. Playlist : - Unit 3 with Venus : Beer - Boz Scaggs : Lowdown (foñs son) - X : Los Angeles - X : Soul Kitchen - The Germs : Lexicon Devil - The Dickies : Sounds of Silence - The Weirdos : 7&7 is - Jello Biafra campaign : tennad son eus an teulfilm « Fresh fruit for rotting eyeballs », sevenet gant Eric S. Goodfield evit Manifesto Records. - Dead Kennedys : Kill The Poor - The Dills : I Hate The Rich - Tennad-son eus atersadenn Keith Morris en teulfilm « American hardcore » sevenet gant Paul Rachman, produet gant Steven Blush, skignet gant Sony Pictures. - Black Flag : TV Party Levrlennadur : - « Punk, l’histoire complète » : Pennadoù Mojo Magazine embannet gant an ti-embann Tournon. - Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock. - Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.


Larsen ha Mediator 117 :  Street punk, punk Oi ! Ha UK82

Larsen ha Mediator 117 : Street punk, punk Oi ! Ha UK82

2 years ago

E-kreiz ar bloavezhioù 70 e teu ar punk da vezañ arouez ar bec’h a zo etre ar straed hag ar star-system, netraouriezh an No future enebet ouzh Peace and love an hippied. Plas d’ar gounnar, d’an dispac’h ha buan-tre d’ar goanagoù o vont da get. Adalek fin ar bloavezh 77 e c’heller lenn war mogerioù kêr Londrez « Punk is dead ». Terzhienn ar c’hrouiñ digabestr zo bet doñvaet gant un nebeud produktourien o deus gouiet tennañ splet deus al luskad evit e dreuzfurmiñ e stereoipoù kenwerzhel. E straedoù Londrez e c’heller neuze gwelout bandennadoù klonoù, gwisket « punk », luc’hskeudennet gant an douristed. Koulskoude e chom strolladoù na glaskont ket ar brud, ar streetpunks ! Seniñ a fell dezho evit o c’henseurted ar street kids, plijout d’o selaouerien ha selaouerezed eo ar pouezusañ. Playlist : - Garry Johnson : United (Carry on Oi! Version) (Tennad son) - Sham 69 : Hurry Up Harry - Cock Sparrer : England Belongs To Me - Cockney Rejects : Oi, oi Oi - Angelic Upstarts : Police Oppression - Antisocial : New Punks (foñs son) - BBC TV : 1981‘s Southall riot - The Exploited : UK82 - Discharge : Hear Nothing See Nothing Say Nothing - The Exploited : God saved the queen Levrlennadur : ============== - « Honnie soit la Oi ! » Naissance, émergence et déliquescence d’une forme de protestation sociale et musicale - Gildas Lescop – Openeditions journal =========================================================================================================================================================================================================== - The story of Oi! - Pajenn web lec’hienn Garry Bushell « Garry bushell online, no one is safe ! »


First Previous Next Last