E film ar vreudeur Cohen «O’brother» e enroll George Clooney hag e vignoned war dec’h ur ganaouenn evit gounit un nebeut gweneien. Merzhout a raint pelloc’h eo deuet da vezañ un hit, hit implijet kerkent gant Papy O Daniel hag en em ginnig evit bezañ governor ar Mississipi. Papy O Daniel, un den en deus bevet evit gwir, populist, brudet evel soner old-time music ha governor an teksas. Met perak kaozeal eus an dra-se ? Feiz, tostaat a ra an dilennadegoù er Stadoù-Unanet ! Neuze eo deuet din ar mennozh da deurel ur sell, e Larsen ha Mediator, war al liamm a zo etre ar sonerezh ha prezidanted ar Stadoù-Unanet. Prest oc’h evit ur veaj en istor ? Loc’het omp ! Playlist : - The united States Army Field Band : Washington Post March ================================================================ - John Tyler : Tippacanoe and Tyler, Too - The USA Freedom Kids : Freedom ‘s call - Pussy Riot : Make America great again - Ben Selvin (The Crooners, vocal) : Happy Days Are Here Again - Joan Baez : We shall overcome - Woodie Guthrie : This land is your land - Roy Disney and Citizens : I like Ike, bomm Bruderezh evit kampagn Eisenhower e 1952 - Frank Sinatra : High Hopes with Jack Kennedy - Mike Curb Congregation : nixon now ! Bomm Bruderezh evit kampagn Nixon e 1972 (tennad-son) - The Sure Fire Soul Ensemble : Impeach the president (tennad-son) - Steve Wonder : You haven’t done nothing (tennad-son) - The Band : Georgia on my mind - Fleetwood Mac : Don’t stop - Barelypolitical : Crush on Obama, krouet gant Ben Relles, kanet gant Leah Kauffman - Against me ! : Stop ! Levrlennadur : - « You shook me all campaign long » - Eric Kasper and Benjamin Schoening - « Culture Rock l’encyclopédie » gant Denis Roulleau - Embannadurioù Flammarion - Rolling Stone n° 138 : pennad « Politiquement rock » gant Yves Bigot
Salud deoc’h lamponed ha lamponezed ar rock ‘n roll, ur gwir blijadur eo evidon adkavout ac’hanoc’h ar bloaz-mañ c’hoazh evit ur pevare koulzad eus « Larsen ha mediator » an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. E miz Mezheven hor boa kimiadet gant un abadenn ouestlet da brosez ar porn rock, goût a rit pa vroude ar strolladoù hair metal an hudurnaj en o c’hanaouennoù, pozioù na zleent ket kouezhañ e divskouarn ar cherubined ! Chom a raimp er bloavezhioù 80 ar bloaz-mañ c’hoazh rak kalz zo da lâret met evit an abadenn-mañ, peogwir ez eus bet embannet un toullad albomoù a-feson er mizvezhioù diwezhañ, em boa c’hoant kinnig deoc’h un nebeud tonioù o deus plijet din… Playlist : - Robert Jon and the wreck : Stone cold killer - Quinn Deveaux : Very best thing - Staples Jr. Singers : Lost in a world of sin - Jon Muq : One you love - MC5 : Boys who play with matches -Rage against the machine : Take the power back
Er bloavezhioù 50 e oa bet taget ar pop culture ha krouet ur c’homision e senad ar Stadoù-Unanet a-zivout ar comics books hag o efed noazus war speredoù ar re yaouank. Da heul e oa bet krouet ar Comics Code Authority a gontrole ar pezh a veze embannet. Tri dekvloaziad goude eo tro ar rock da vezañ barnet gant ur c’homision er senad, hiziv emaomp o vont da sellout a dostoc’h ouzh istor ur pegsun peget war bladennoù ‘zo adalek 1984 gant ar gerioù-mañ «Parental Advisory, Explicit Content». Playlist : - Prince : Darling Nikki - Danzig : Mother - Ozzy Osbourne : Suicide Solution - Atersadenn Suzan Baker gant The New York Times evit o c’helaouadenn «Sex, Drugs and Gore - Retro Report» - Tennad son eus ar film « Warning: Parental Advisory » sevenet e 2002 gant Mark Waters evit VH1 Miramax - ACDC : Let me put my love into you - Testeni Dee Snider dirak ar senad (tennad son) - Twisted Sister : We 're not gonna take it - Frank Zappa and the Mothers of Prevention : Porn Wars (foñs son) - The 2 Live Crew : Banned in the USA
Salud deoc’h tud kozh ha yaouank, donemet e Larsen ha Mediator, an abadenn a spluj er mare-mañ er bloavezhioù 80 evit taolenniñ ar meuriadoù, al luskadoù hag isluskadoù zo deuet war-wel e istor ar rock. Hag hiziv emaomp o vont d’ober un droiad e bed ur vandennad boys bands a implije lakennoù blev e-pad eurvezhioù evit kaout brushing Farrah Fawcett hag a blije dezho ar mouchoueroù kerc’hen jipsianezed hag al leggins loupard… Pell diouzh feulster ar sonerezh metal a sailhe warnoc’h e oa an hair metal, pe ar glam metal, pe ar pop metal, pe an hard FM, pe slease metal (metal lastezus), evel ma karit, ar sonerezh nemetañ e lec’h ma klaske ar sonerien tapout merc’hed a oa gwisket minapl en o c’heñver, ur sonerezh loc’het eus ar west coast en eighties ha deuet da vezañ mainstream d’ar pimperlamm… Playlist : - Van Halen : Panama - Atersadenn Vince Neil gant Sam Dunn evit e stirad « Metal Evolution » (Banger films) - Mötley Crüe : Girls, girls, girls - Quiet Riot : Come on feel the noise (foñs son) - Poison : Talk dirty to me - Cindirella : Shake me - Bon Jovi : Living in sin - Guns N’ Roses : It ‘s so easy Levrlennadur : - The Guardian 08/11/2022 : « It’s hairmageddon! Is the leather-codpieced world of glam metal making a comeback? ». pennad gant Alexis Petridis
Kenderc’hel a reomp gant hor beaj e istor ar chadenn MTV, ur chadenn aet da netra hiziv met ur chadenn he deus stuziet kevredigezh amerikan an eighties ha nineties hag alese Europa ivez da heul... Playlist : - The Dead Kennedys : MTV get off the air (tennad son) - Dire Straits : Money for nothing - Run DMC & Aerosmith :Walk this way - My Life On MTV, The Evolution of Snoop Dogg (tennad son) - Snoop Dogg : Who Am I (What's my name) - Guns ‘n Roses : Welcome to the jungle - Eric Clapton unplugged : Tears in heaven - Nirvana unplugged : The man who sold the world (foñs son) - Nirvana : About A Girl (Live On MTV Unplugged) Levrlennadur : I Want My MTV: The Uncensored Story of the Music Video Revolution - Rob Tannenbaum and Craig Marks - Dutton Penguin
Kentañ a viz eost 1981, war ar c’hanol 67 e weler ur fuzeenn o tibradañ ha Neil Armstrong o plantañ ur banniel war al loar met e lec’h ar Stars and Stripes eo logo ar chadenn nevez MTV, evit Music Television. Tregerniñ a ra ur vouezh : «Ladies and gentlemen, rock ‘n roll», ur gwir tsunami e istor ar rock, ar pop culture dre vras hag ar sinema e vo… Playlist : - An div eurvezh kentañ eus MTV, video e Youtube (tennad son) - The Buggles : Video killed the radio Stars. - Pat Benatar : You better run - Kim Wilde : Kids in America - Kampagn bruderezh MTV : I want my MTV - Duran Duran : Girls on film - Hezakya Newz and films : teulfilm 1983, "MTV discrimates against black artists» (tennad son) - Atersadenn David Bowie e MTV News e 1983 gant Marc Goodman (tennad son) - Mickael Jackson : Thriller - ZZ Top : Gimme all your loving Levrlennadur : I Want My MTV: The Uncensored Story of the Music Video Revolution - Rob Tannenbaum and Craig Marks - Dutton Penguin
E lâret ‘m eus dija : pa gomzer eus sonerezh, e pep luskad ez eus nouspet chapel warn-ugent. Petra eo an new wave ? Synthpop, new romantics, rock gotek, rock indus hag all, hag all, chapelioù meump bet tro da gomz diwar o fenn en abadenn dija. Se zo kaoz eo gwelloc’h d’am meno komz eus post-punk. Bepred ‘m eus merzet em boa laosket a-gostez e dirolladur an abadenn strolladoù anavezet gant an holl. Sur a-walc’h e oa abalamour da se em boa o dilezet met diaes eo memestra chom hep komz deus ar strolladoù a dalveze an new wave e penn al lodenn vrasañ eus an dud e deroù an eighties… Playlist : - U2 : I will follow - U2 : October (foñs son) - U2 : New Year’s day - U2 : Pride in the name of love (foñs son) - Simple Minds : Don’t you -Killing Joke : Eighties - Echo and the Bunnymen : Killing moon Levrlennadur : - « L’odyssée du rock », florent Mazzoleni, Hors Collection Editions - New Wave : du post punk à la new pop - Stéphane Bachès - Dominique Dupuis embannadurioù
Hiziv e vo kaoz e Larsen ha Mediator eus ilizoù o teviñ, eus muntroù, eus gwarizi, eus ur sonerezh feuls, herrek, teñval a glask enoriñ an dizesper hag an teñvalder, o leuskel korfoù marv war he lerc’h. Setu-ni o plediñ gant ar black metal, ur stil ne oa ket ganet didrubuilh. Playlist : - Mickael Jackson : Thriller (foñs son) - Venom : Welcome to hell - Bathory : Raise the dead - Celtic Frost : Into the crypts of rays - Mayhem : Deathcrush - Burzum : Black spell of destruction (foñs son) - Darkthrone : In the shadow of the horns - Mütilation : A dream Levrlennadur : - Rock and Folk hors-série Metalliques chaos - Metal Story - Andrew O’Neill – Hachette heroes
Kenderc’hel a reomp hiziv ar veaj kroget ar sizhun dremenet e deroù ar bloavezhioù 80 pa zeuas gwagenn nevez an heavy metal breizhveuriat, an NWOBHM, war-wel. Niverus eo bet ar strolladoù rummataet er wagenn-se. Disheñvel-tre e c’hellent bezañ met dre vras e c’heller lâret o deus skubet al levezonioù blues rock a gaved da skouer e Led Zeppelin, hag e felle dezho en em zisheñvelaat diouzh ar bunked a sone ur sonerezh simpl. Setu neuze lec’h d’ar soli gitar ar sizhun-mañ c’hoazh e Larsen ha Mediator, loc’het omp ! Playlist : - Motörhead : Bomber - Judas Priest : Breaking the law - Girlschool : C’mon let ’s go - Raven : Hard ride - Diamond Head : Am I evil ? - Tygers Of Pan Tang : Gangland Levrlennadur : - Rock and Folk hors-série Metalliques chaos - Metal Story - Andrew O’Neill – Hachette heroes
Diaes eo e grediñ bremañ pa seller ouzh ar milionoù a bladennoù gwerzhet er pevar dekvloaziad diwezhañ met e fin ar seventies emañ an heavy metal war e dalaroù. Aloubet eo bet an dance floors gant an disco, ha gant ar punk e seblant ar metal diamzeriet. Marvioù John Bonham, tabouliner Led Zeppelin, ha Bon Scott, kaner ACDC, e 1980 a c’hell leuskel da soñjal e erruer e dibenn ur prantad. E Breizh-Veur e aloub ar post-punk hag an new wave al leurennoù hag ar gwagennoù e lec’h ma klever The Cure, Joy Division, Elvis Costello hag all. Diaes eo d’ar strolladoù heavy metal kavout o flas. Padal, e banlevioù Breizh-Veur Margareth Thatcher eo niverus ar strolladoù… Playlist : - ACDC : Hells Bells - Atersadenn Neil Kay tennet diouzh « Heavy : The story of metal 2 : British steel » sevenet gant Michael John Warren evit VH1. - Atersadenn Neil Kay tennet diouzh « Heavy Metal Britannia » sevenet gant Chris Rodley e 2010 evit ar BBC. - Samson : Too Close To Rock - Iron Maiden : Run To The Hills - Iron Maiden : The Duellists - Def Leppard : Rock Of Ages - Saxon : Motorcycle Man Levrlennadur : - Rock and Folk hors-série Metalliques chaos - Metal Story - Andrew O’Neill – Hachette heroes