Da heul an eil brezel-bed en em led ar sevenadur amerikan er bed a-bezh. Daou skor sevenadur zo neuze produet ha skignet a-vil vern oc’h heuliañ ar GI’s forzh peseurt lec’h ez afent : ar pladennoù hag ar comics. Gant ar re gentañ en em led ar sonerezh, gant an eil ar skiant-faltazi. Ar ger UFO, Unidentified Flying Object e saozneg (ni-di e brezhoneg) zo bet krouet e 1952 gant Edward J. Ruppelt, kapiten er US Air Force. Hemañ a oa e penn ar c’homision lakaet e plas gant an arme evit studiañ arselloù planedoù-nij niverusoc’h-niverusañ. Divizet e oa bet krouiñ ar c’homision-se da heul testeni al loman Kenneth Arnold en doa gwelet objedoù liesseurt o stummoù en oabl e 1947. Dibaoe e oa paot an testenioù (800 e 1948) ha martezeadennoù a bep seurt a rede da heul o komz eus kentpatromoù kirri-nij sekred amerikan pe rus hag eus donedigezh ezdouaridi war an Douar, un dodenn e aour evit ar rock ! Playlist : - The Carpenters : Calling Occupants Of Interplanetary Craft (tennad son) - Bernard Herrmann : The Twilight Zone Theme (foñs son) - Ella Fitzgerald : Two Little Men in a Flying Saucer (tennad son) - Boris Vian : La Java Martienne (tennad son) - Invasion of the Body Snatchers, sevenet gant Don siegel e 1956 (tennad son) - Billy Lee Riley : Flying Saucers Rock ‘n Roll - Sheb Wooley : The Purple People Eater - The Randells : Martian Hop (tennad son) - Buchanan & Goodman : The Flying Saucer (tennad son) - The Ventures : War of the Satellites (foñs son) - The Tornados : Telstar - Dominic Frontiere : The Invaders Theme (foñs son) - Pink Floyd : Interstellar Overdrive (tennad son) - Jefferson Airplane : Have You Seen the Saucers ? - Elton John : I’ve Seen the Saucers (tennad son) - David Bowie : Space Oddity (foñs son) - Parliamant : Unfunky UFO (tennad son) - Meco : Star Wars Theme (foñs son) - Space : Magic Fly
Salud deoc’h lamponezed ha lamponed vihan ar rock ‘n roll, donemat e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù kinniget deoc’h gant Gaëtan. Emichañs ho po tremenet gouelioù Nedeleg a-feson, evit fin ar blead e kinnigan deoc’h teurel ur sell ouzh pladennoù dedennus, d’am meno bepred, deuet ‘maez e eil hanterenn ar blead 2025. Playlist - Snocaps : Heathcliff - Kae Tempest : Statue in the square - Ufos : UFO -Christone « Kingfish » Ingram : Truth - Chrissie Hynde gant Cat Power : First of The Gang To Die - Robert Plant ha Saving Grace : Higher Rock - Mirador : Blood and Custard - Hollie Cook : Shy Girl
E ya, ne dremenoc’h ket e biou, klevet e vo un toullad kleierigoù o tintal en abadenn. Hag e krogomp diouzhtu gant Jingle Bell Rock, ur rock, bezomp sklaer, ne oa ket evit gwalldretiñ divskouarn familhoù gwenn ar middle class american. Ret e oa gwareziñ o c’hrennarded diouzh ar rock, ar rock hag a zo evel ma oar an holl ur gourdrouz d’ar moraliezh ! Playlist : - Bobby Helms : Jingle Bell Rock - The Ronettes : Sleigh Ride - The Beach Boys : Little Saint Nick - Clarence Carter : Back Door Santa - Joni Mitchell : River - Ramones : Merry Christmas I Don’t Wanna Fight Tonight - Emmy The Great & Tim Wheeler : Zombie Christmas - Kate Bush : December Will Be Magic Again
Oadvezh aour ar britpop a c’heller lec’hiañ etre Parklife Blur e 1994 ha Be Here Now gant Oasis e 1997. Etre an daou eo un tan-arvest : un dropellad a strolladoù a zifoup war al leurenn indie gant ar soñj koñkisañ ar bed rak e verzet ho po, en ur soñjal er gevezerezh etre Blur hag Oasis, n’emañ ket an uvelezh diouzh ar c’hiz d’ar mare-se… Playlist : - Echobelly : Call Me Names - Saint Etienne : Only love can break your heart (foñs son) - Sleeper : Nice Guy Eddie - The Verve : Bitter Sweet Symphony (foñs son) - The Auteurs : Showgirl - Supergrass : Alright - Shed Seven : Going For Gold - Black Grape : Reverend Black Grape - Radiohead : Karma Police Levrlennadur : - «Le rock de A à Z» - J.M. Leduc ha J.N. Ogouz – Embannadurioù Albin Michel - «Cool Britannia un road trip musical so british en 80 albums ! » Pascal Bertin – GM Embannadurioù
Oasis zo ganet e karter Burnage, e su Manchester, kaset eo gant daou vreur : Noël Gallagher ar sonaozour, ha Liam ouzh ar c’han. Ganet int er metoù micherour, n’eo ket gwall aes ar vuhez er gêr, feuls eo an tad gant e vibien. Kuitaat a ra ar vamm an ti met diaes eo dezhi sevel he bugale prim d’ober konerioù : da 13 vloaz emañ Noel e frankiz evezhiet goude bezañ laeret un ispisiri, da 15 vloaz eo skarzhet eus ar skolaj, taolet en doa ur podad bleunioù war ar rener. Hag e vreur, ken gwazh all eo ma n’eo ket gwashoc’h : straniñ a a ra er gêr, sniffañ a ra peg, evañ a ra wiski ha laerezh a ra a-zehoù hag a gleiz. Petra a chom evit hunvreal ? Ar vell-droad gant Manchester City, hag ar sonerezh a saveteo anezho. Playlist : - Oasis : Supersonic - Oasis : Live Forever - Tennad son eus keleier ar BBC d’ar 14/08/1995 - Blur : Country House - Oasis : Roll With It - Noël Gallagher’s High Flying Birds : It ‘s a Beautiful World Levrlennadur : - «Blur and Oasis’ big Britpop chart battle – the definitive story of what really happened» - New Musical Express – Mark Beaumont – 14/08/2019 - «Le rock de A à Z» - J.M. Leduc ha J.N. Ogouz – Embannadurioù Albin Michel - «Cool Britannia un road trip musical so british en 80 albums ! » Pascal Bertin – GM Embannadurioù
O tizhout penn ar charts e-kreiz ar bloavezhioù 80 e tegas strolladoù evel ar Smiths pe Pale Fountains o sevenadur indie met ivez un distro d’ar gitar, gitar boud ha taboulinoù. Da heul, en un nebeud bloavezhioù strolladoù evel Blur, Suede, Elastica, Sleeper, Radiohead, Supergrass, Pulp ha The Verve a ziskouez emaint aze evit kontañ. Ganet eo ar britpop (ar ger britrock a vefe bet gwelloc’h e gwirionez) gant kevezerezh an daou strollad pennañ, Blur hag Oasis, pennadoù a vil vern er New Musical Express hag er Melody Maker ha goloioù pladennoù gant Banksy pe Damien hirst. Komzet e vo zoken eus « britart », ar pezh a ra deus ar britpop ul luskad sevenadurel breizhveuriat kentoc’h eget ul stil sonerezh, fin, ur sapre benveg marketing an hini eo a vo danevellet deoc’h hiziv e Larsen ha Mediator ! Playlist : - The La’s : There She Goes - Suede : So Young - Elastica : Connection - Pulp : Common People - Blur : There ‘s No Other Way - Blur : Sunday Sunday - Blur : Parklife - Oasis : Don’t Look Back In Anger Levrlennadur : - «Blur and Oasis’ big Britpop chart battle – the definitive story of what really happened» - New Musical Express – Mark Beaumont – 14/08/2019 - «Le rock de A à Z» - J.M. Leduc ha J.N. Ogouz – Embannadurioù Albin Michel
N’eus ket ezhomm da implijout karbon pevarzek evit deiziadañ krouidigezh tub brasañ an acid jazz. E 1993 ar single Cantaloop Flip Fantazia gant ar strollad Us3, diazezet war ur sampl eus Cantaloupe Island gant Herbie Hancock, zo embannet war al label Blue Note ha gwerzhet da 1 milion a skouerennoù er Stadoù-Unanet. Reiñ a ra ul eil yaouankiz d’al label jazz kozh war e dalaroù. Met start eo bet ar foenn da dennañ evit Us3. Ganet eo ar strollad pa grog Geoff Wilkinson ha Mel Simpson da seniñ asamblez. O daou zo troet war ar jazz hag ur mennozh o deus : samplañ tonioù kozh jazz hag o c’hemmeskañ gant o sonaozennoù. Ur single kentañ, And the band played boogie, zo embannet gant Ninja Tunes. Kregiñ a ra ar c’hudennoù pa lak ar radio Kiss FM an ton en e blaylist rak en ton e kaver ur sampl bras evel ar mor eus an ton Sookie Sookie gant Grant Green… Playlist : - Guru Jazzmatazz : Introduction (Tennad son) - NW1 (Us3) : The Band Played the Boogie - Us3 : Cantaloop (Flip Fantasia) - Maceo Parker : Chicken (Foñs son) - Groove Collective : Lift Off - Masters at Work : You Can Do It Baby - Guru Jazzmatazz (feat. MC Solaar) : Le Bien le Mal - Brooklyn Funk Essentials : Take the L Train (to Brooklyn) - St Germain : Sure Thing Levrlennadur : - « La légende du jazz » - Roy Carr – Embannadurioù Larousse
Donemat da bep hini ac’hanoc’h e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Ha kenderc’hel a reomp hiziv gant hor beaj er stiloù niverus ganet e fin an ugentvet kantved. Etre ar boom boom elektronek, beats an hip hop ha luskoù daouel ar sonerezh mainstream e weler ul luskad o parañ betek kreiz ar bloavezhioù 90, ul luskad a ya da glask e awen e sonerezh jazz ar fifties, setu ni o kantren hiziv en acid jazz ! Playlist : - Gang Star : Jazz Thing (Foñs son) - Galliano : Prince of Peace - The Brand New Heavies : Have a Good Time - Urban Species : Spiritual Love - Jamiroquoi : When you gonna learn ? - Miles Davis : Springsville (Foñs son) - Ronny Jordan So What - Young Disciples : Apparently Nothing Levrlennadur : - « La légende du jazz » - Roy Carr – Embannadurioù Larousse
Kinnig a ran deoc’h hiziv kuitaat hon danevell kronologel eus ar sonerezhioù a-vremañ evit ur gantreadenn er country soul, deuet en-dro dirak ar gouleier abaoe m’he deus Beyoncé embannet he fladenn Cowboy Carter e miz Meurzh 2024. Ral a wech ‘m boa selaouet Beyoncé betek-hen met ret eo din anzav n’on ket bet diseblant ouzh he c’haletezenn ziwezhañ ! Ha kinnig a ran deoc’h kregiñ diouzhtu gant an ton Texas hold ‘em, gantañ eo bet Beyoncé an arzourez zu gentañ oc’h en em gavout e penn ar charts country. Playlist : - Beyoncé : Texas hold ‘em - Tracy Chapman : Fast Car - Rhiannon Giddens : At the Purchaser’s Option - Tony Joe White : Polk Salad Annie - Mac Davis : Lucus was a Redneck - Calvin Russell : A Crack in Time - Charlélie Couture : Too Old to Grow Up Now
Emañ kala-goañv, samhain pe halloween evel ma karit, o tostaat, un digarez evidomp e Larsen ha Mediator da ouestlañ un abadenn d’ar sorserezed rak al liamm etre ar sorserezed hag ar rock ‘n roll zo ken kozh hag ar rock. Marteze abalamour d’an tabou a denn d’o natur pe d’ar c’hennotadurioù seksel roet dezho gant ar pop culture, goude holl o deus «The devil inside», anavezet e oa mat er blues dija. Meur a ganer o deus kanet o c’harantez d‘ar sorserezed o zog begek, selaou a raimp meur anezho ha selaou a raimp meur a sorserez ivez kement hag ober ! Playlist : - Sonerezh roll-digeriñ ar stirad Bewitched sonaozet gant Howard Greenfield ha Jack Keller (foñs-son) - Kip Tyler : She ‘s My Witch - Steve King : Satan Is Her Name - The Sonics : The Witch - Redbone : The Witch Queen of New Orleans - The Shaggs : It ‘s Halloween - Tennad son eus «Snow White» gant Walt Disney - Klaus Nomi : Ding Dong The Witch Is Dead - Fleetwood Mac : Rhiannon - Yoko Ono : Yes I’m a Witch