Larsen ha mediator !


Larsen ha mediator 176 : An acid jazz 1

Larsen ha mediator 176 : An acid jazz 1

5 months ago

Donemat da bep hini ac’hanoc’h e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Ha kenderc’hel a reomp hiziv gant hor beaj er stiloù niverus ganet e fin an ugentvet kantved. Etre ar boom boom elektronek, beats an hip hop ha luskoù daouel ar sonerezh mainstream e weler ul luskad o parañ betek kreiz ar bloavezhioù 90, ul luskad a ya da glask e awen e sonerezh jazz ar fifties, setu ni o kantren hiziv en acid jazz ! Playlist : - Gang Star : Jazz Thing (Foñs son) - Galliano : Prince of Peace - The Brand New Heavies : Have a Good Time - Urban Species : Spiritual Love - Jamiroquoi : When you gonna learn ? - Miles Davis : Springsville (Foñs son) - Ronny Jordan So What - Young Disciples : Apparently Nothing Levrlennadur : - « La légende du jazz » - Roy Carr – Embannadurioù Larousse


Larsen ha mediator 175 : Ar soul country

Larsen ha mediator 175 : Ar soul country

5 months ago

Kinnig a ran deoc’h hiziv kuitaat hon danevell kronologel eus ar sonerezhioù a-vremañ evit ur gantreadenn er country soul, deuet en-dro dirak ar gouleier abaoe m’he deus Beyoncé embannet he fladenn Cowboy Carter e miz Meurzh 2024. Ral a wech ‘m boa selaouet Beyoncé betek-hen met ret eo din anzav n’on ket bet diseblant ouzh he c’haletezenn ziwezhañ ! Ha kinnig a ran deoc’h kregiñ diouzhtu gant an ton Texas hold ‘em, gantañ eo bet Beyoncé an arzourez zu gentañ oc’h en em gavout e penn ar charts country. Playlist : - Beyoncé : Texas hold ‘em - Tracy Chapman : Fast Car - Rhiannon Giddens : At the Purchaser’s Option - Tony Joe White : Polk Salad Annie - Mac Davis : Lucus was a Redneck - Calvin Russell : A Crack in Time - Charlélie Couture : Too Old to Grow Up Now


Larsen ha mediator 174 : Samhain eo, bevet ar sorserezed !

Larsen ha mediator 174 : Samhain eo, bevet ar sorserezed !

6 months ago

Emañ kala-goañv, samhain pe halloween evel ma karit, o tostaat, un digarez evidomp e Larsen ha Mediator da ouestlañ un abadenn d’ar sorserezed rak al liamm etre ar sorserezed hag ar rock ‘n roll zo ken kozh hag ar rock. Marteze abalamour d’an tabou a denn d’o natur pe d’ar c’hennotadurioù seksel roet dezho gant ar pop culture, goude holl o deus «The devil inside», anavezet e oa mat er blues dija. Meur a ganer o deus kanet o c’harantez d‘ar sorserezed o zog begek, selaou a raimp meur anezho ha selaou a raimp meur a sorserez ivez kement hag ober ! Playlist : - Sonerezh roll-digeriñ ar stirad Bewitched sonaozet gant Howard Greenfield ha Jack Keller (foñs-son) - Kip Tyler : She ‘s My Witch - Steve King : Satan Is Her Name - The Sonics : The Witch - Redbone : The Witch Queen of New Orleans - The Shaggs : It ‘s Halloween - Tennad son eus «Snow White» gant Walt Disney - Klaus Nomi : Ding Dong The Witch Is Dead - Fleetwood Mac : Rhiannon - Yoko Ono : Yes I’m a Witch


Larsen ha mediator 173 : diskennadezed ar Riot Grrls

Larsen ha mediator 173 : diskennadezed ar Riot Grrls

6 months ago

E deroù an nineties e tiviz ur strollad merc’hed kiañ evit ma vefe ar punk feministoc’h ha war an dro ma vefe ar feminism punkoc’h. Benelouriezh ar bloavezhioù 70 zo bet skubet, er c’hazetennoù e lenner kentoc’h eo abalamour d’ar feminism m’en em gav ar maouezed o-unan pe dispartiet. O choaz o micher a-raok o dever mamm familh e reont o gwaleur, hag all, hag all. Peadra da vagañ kounnar ar riot grrrls met ganto e tremen pep tra en underground, nac’h a reont komz d’ar mediaioù bras, ar pezh a c’hell seblantout diefedus pa soñjer ne oa ket eus internet d’ar c’houlz-se. Met ret eo kompren e oa disfi bras d’o ferzh, ar pennadoù kentañ embannet diwar o fenn a oa bet dismegañsus gant ur spered «Petra eo ar merc’hed-se e brozhioù berr ha rangers o leñvañ e kambr o zud ? Feministed, lesbianezed a zlefe chom en o c’horn...». Peadra da vagañ disfi, met penaos diorren ul luskad sevenadurel ha sokial hep kef-dasson ? Playlist : - Destructo Disk : I Wish I Was a Riot Grrrl - Le Tigre : Hot Topic - Bruderezh Eram 1993 : Amandine en Soirée - Shampoo : Girl Power (Foñs son) - Meredith Brooks : I ‘m a Bitch (Tennad son) - No Doubt : Just a Girl (Tennad son) - Fiona Apple : Sullen Girl - Diskleriadenn Fiona Apple e MTV Video Music Awards e 1997 (Tennad son) - Gossip : Standing in the way of control - The Linda Lindas : Racist, Sexist Boy - Keleier CNN d’ar 24/07/2012 a-zivout ar Pussy Riots gant Phil Black (Tennad son) - Pussy Riot : Unicorn Freedom (Foñs son) - Sleater-Kinney : Crusader - Lizzo : Grrrls Levrlennadur : - « Respect : le rock au féminin » - Steven Jezo-Vannier - Embannadurioù Le Mot et le Reste - « Riot Grrrls, chronique d’une révolution punk féministe » - Manon Labry – Embannadurioù La Découverte - « Riot Grrrl » - Mathilde Carton - Embannadurioù Le Mot et le Reste


Larsen ha mediator 172 : Ar Riot Grrrls

Larsen ha mediator 172 : Ar Riot Grrrls

6 months ago

E 1997 e son ar Spice Girls e salioù leun da goulz o zroiad anvet «Girl Power». met n’eo ket nevez al lugan. Implijet e oa bet dija un nebeud bloavezhioù abretoc’h gant ul luskad arzel benelour, gwirion ha kalz siriusoc’h eget ar Spice Girls, ul luskad anvet Riot Grrrl (girrrl skrivet hep i ha gant tri r evit aroueziñ ur grozadenn pe ar gounnar). Gwriziennet eo al luskad er punk, er strolladoù merc’hed o izili, hag e mennozhioù «Rock Against Sexism»… Playlist : - Spice Girls : Wannabe (Tennad son) - Bikini Kill : Double Dare Ya - Bikini Kill : Rebel Girl - Bikini Kill : I busted in your Chevy Window - Julie Ruin : Aerobicide - Bratmobile : Gimme Brains - L7 : Pretend We ‘Re Dead - Heavens to Betsy : Baby's Gone - Hole : Violet - 7 Year Bitch : M.I.A Levrlennadur : - « Respect : le rock au féminin » - Steven Jezo-Vannier - Embannadurioù Le Mot et le Reste - « Riot Grrrls, chronique d’une révolution punk féministe » - Manon Labry – Embannadurioù La Découverte - « Riot Grrrl » - Mathilde Carton - Embannadurioù Le Mot et le Reste


Larsen ha mediator 171 : Ar jazz rock 2

Larsen ha mediator 171 : Ar jazz rock 2

6 months ago

Salud deoc’h selaouerezed ha selaouerien gaer, donemat e Larsen ha Mediator an abadenn a zezrevell istor ar rock, kinniget gant Gaetan Boulic, ho servijour. Abaoe ar sizhun dremenet e splujomp er jazz rock, ur stil a rae berzh er bloavezhioù 70 goude m’en defe Miles Davis klasket tostaat startijenn ar rock ouzh sonadurezhioù kemplez pe primaozet ar jazz. D’e heul, un toullad sonerien ampart a nijo dindan o anv en un nebeud bloavezhioù... Playlist : - Herbie Hancock : Hang Up Your Hang Ups - Weather Report : Havona - Billy Cobham : Red Baron - Stanley Clarke : School Days - Jeff Beck : Conspirated Duck - Nucleus : Rude Blues (pt 2) - Marc Moulin : Tohu Bohu 1 Levrlennadur : - « Le Jazz Rock en 150 figures » - Julien Deléglise - Embannadurioù al Layeur - « Fusion Music » - Manuel Rabasse - GM Embannadurioù - « La légende du jazz » - Roy Carr - Embannadurioù Larousse


Larsen ha mediator 170 : Ar jazz rock 1

Larsen ha mediator 170 : Ar jazz rock 1

7 months ago

E 1959 e treuzfurm Miles Davis ar jazz klasel gant an albom «Kind of Blue». Met ne chom ket a sav ‘vat, 10 vloaz goude e kinnig ur stroñs nevez, ur stroñs-tredan ar wech-mañ gant gitar ha piano elektrik. Emañ bremañ 36 vloaz. Dimezet eo abaoe bloaz gant Betty Mabry, 18 vloaz yaouankoc’h evitañ hag a raio meur a bladenn evel kanerez soul dindan an anv Betty Davis, ha pebezh kanerez ! A-drugarez dezhi e ra anaoudegezh gant rock psike Hendrix ha funk diaoulek Sly Stone ha choaz a ra sonerien a zo e-kreiz o 20 vloaz, tud o deus kresket gant ar rock en o divskouarn… Playlist : - Miles Davis : John Mclaughlin (Foñs son) - Miles Davis : Right off (Tennad son) - Charles Lloyd : Sorcery - The Free Spirits : Cosmic Daddy Dancer - The Tony Williams Lifetime : To Whom it May Concern -Them - The Mahavishnu Orchestra : Birds of Fire - Return to Forever : Majestic Dance Levrlennadur : - « Le Jazz Rock en 150 figures » - Julien Deléglise - Embannadurioù al Layeur - « Fusion Music » - Manuel Rabasse - GM Embannadurioù - « La légende du jazz » - Roy Carr - Embannadurioù Larousse - « John McLaughlin, les grands débuts du Mahavishnu Orchestra » - Fred Goaty- Jazz Magazine


Larsen ha mediator 169 : Ar «college rock» 2

Larsen ha mediator 169 : Ar «college rock» 2

7 months ago

Salud deoc’h lamponezed ha lamponed ar rock ‘n roll, emaoc’h o selaou Larsen ha Mediator, an abadenn a gantren e balioù, straedoù ha gwenodennoù ar rock ‘n roll. Hon egorlestr amzeriel en deus abaoe ar sizhun dremenet pradet er bloavezhioù 80 ha 90 er States. Kenderc’hel a raimp ‘ta da selaou meur a strollad eus ar pezh a voe anvet ar college rock, ar rock programmet gant DJays yaouank, studierien anezho, a skigne ar strolladoù a blije dezho hep sentiñ ouzh redioù ar majors ha radioioù mainstream. Deomp dezhi, setu-ni distro er c’hampusoù skol-veur ! Playlist : - Camper Van Beethoven : Take the Skinheads Bowling - They Might Be Giants : Ana Ng - The Dead Milkmen : Punk Rock Girl - Blake Babies : Out There - Concrete Blonde : Your Haunted Head - The Pixies : Gigantic - The Breeders : Cannonball - Mazzy Star : Fade Into You


Larsen ha mediator 168 : Ar «college rock» 1

Larsen ha mediator 168 : Ar «college rock» 1

7 months ago

Penaos e dermeniñ ? N’eo ket ur stil, n’eo ket ul luskad da vat kennebeut, lâromp eo kentoc’h un term generek a zo bet roet er Stadoù-Unanet d’an holl strolladoù na vezent ket klevet er radioioù mainstream met a anaveze ur brud serten en abadennoù kaset gant Djays studierien e kampusoù ar skolioù-meur. Setu-ni o veajiñ e tonioù ar college rock ! Playlist : -Concrete Blonde : God is a Bullet - R.E.M. : Radio Free Europe (foñs son) - R.E.M. : Sitting Still - R.E.M. : Orange Crush - Violent Femmes : Kiss off - The Replacements : Bastards of Young - Dinosaur Jr : Freak Scene - Jane’s Addiction : Been Caught Stealing


Larsen Ha Mediator 167 Bevet an distro !

Larsen Ha Mediator 167 Bevet an distro !

7 months ago

Salud deoc’h lamponezed ha lamponed ar rock ‘n roll, ur blijadur vras eo evidon adkavout ac’hanoc’h ar bloaz-mañ c’hoazh evit ur c’houlzad nevez eus Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock. Kenderc’hel a raimp hon ergerzhadennoù el luskadoù rock a bep seurt met evit abadenn an distro em boa c’hoant da rannañ ganeoc’h lod eus ar pladennoù o deus plijet din, pladennoù embannet abaoe miz Genver. Hag e krogomp diouzhtu gant Muscadine Bloodline ! Playlist : - Muscadine Bloodline : Ballad of the Blanton Brothers - The Steeldrivers : Travelling Trouble Blues - Annie and The Caldwells : Wrong - The Delines : Mr Luck and Mrs Doom - Sinners soundtrack : Travelling (Miles Caton) (foñs-son) - Sinners soundtrack : Wang Dang Doodle - Ezra Furman : Submission - Gyasi : Baby Blue - Muscadine Bloodline : Durward


First Previous Next Last