E miz C’hwevrer 1980 e lak ar gelaouenn Actuel ar strollad Marquis de Sade war he fajenn gentañ gant an istitl « Les jeunes gens modernes aiment leur maman ». Didalvez a-walc’h eo danvez ar pennad sinet gant Patrick Zerbib met e ditl o venegiñ tud yaouank modern a zeuio da vezañ an anv implijet evit envel ar strolladoù post-punk gall a glaske sevel ur sonerezh european war ludu mogedus ar punk. Playlist : - Marquis de Sade : Set in motion memories - Marquis de Sade : Wanda’s loving boy - Sax Pustuls : La danse du marsupilami -Taxi Girl : Mannequin - Edith Nylon : Electro menager - WC3 : Contagion Levrlennadur : - Rock français : De Johnny à BB Brunes 123 albums essentiels – Embannadurioù Hoëbeke - Standing on a beach, la new wave en 100 disques essentiels – Sylvain Fanet – Le mot et le reste - Rock en France de 1976 à nos jours – Gregory Vieau – Le mot et le reste
An div abadenn ziwezhañ a oa gouestlet d’ar punk er Frañs etre 1975 ha 1980, met estreget an no future music a oa er c’hwec'hkogn en eil hanterenn eus ar seventies. Hiziv e kinnigan deoc’h selaou un nebeud strolladoù a oa deuet a-benn d’ober o zoull gant ur rock eeun hep plediñ gant al luskad punk. Ha kregiñ a reomp diouzhtu gant unan eus ar strolladoù koshañ er c’hwec’hkogn, en doa kemeret perzh e festival punk Mont-De Marsan e 1976 met en doa ivez rannet al leurenn gant ar strolladoù pub rock saoz, Little Bob Story evel-just ! Playlist : - Little Bob Story : Hightime - Tequila : Sous rock ‘n roll - Shakin’ Street : Solid as a rock - Ganafoul : Saturday night - Strychnine : Pas besoin d’être un homme - 12°5 : Machin - Telephone : Vaudou Levrlennadur : - Rock français : De Johnny à BB Brunes 123 albums essentiels – Embannadurioù Hoëbeke
Donemat mat e Larsen ha mediator, hiziv e kendalc’homp gant hor beaj er punk gall gant lod eus ar strolladoù o deus merket an nebeut bloavezhioù en deus padet al luskad. Lugit an amplaerioù hag ar gitarioù loc’het omp ! Playlist : - Piero : Quelle époque épique et punk (tennad son) - Bulldozer : J'suis punk (tennad son) - Electric Callas : Kill me two times - The guity Razors : Wake up - The Olivensteins : Fier de ne rien faire - The Dogs : Walking shadow - Oenix : Ils veulent coucher avec Sheila - Oenix : Ils veulent coucher avec * (tennad son) - M.K.B. Fraction Provisoire : European Death Winners - Oberkampf : La Marseillaise - Oberkampf : Cri sans thème Levrlennadur : - Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock. - Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle. - Rock français : De Johnny à BB Brunes 123 albums essentiels – Embannadurioù Hoëbeke
Evit lod e krog ar punk e 1975 evit echuiñ fin 1976, industriezh ar pladennoù o lakaat he c’hrabanoù war al luskad e 1977. Ur sell strizh eo met gwir eo e voe treuzfurmet buan a-walc’h al luskad en un arguzenn genwerzhel. E Frañs e weler da skouer dibunadegoù dilhad punk savet gant Paco Rabanne pe « punk parties » aozet gant Régine, rouanez nozvezhioù Pariz. Padal e oa dija un nebeut strolladoù er c’hwec’hkogn o huchal o c’hoant da skubañ ar bed kozh. Playlist : - Starshooter : Get baque - Metal Urbain : Panik - Bijou : OK Carole - Gérard Holz o kinnig ar c’heleier : festival punk kentañ Mont de Marsan - Kinnig eil festival Mont de Marsan (tennad son eus dielloù an INA) - Lou’s : Don’t you want my love - Marie et Les Garçons : Rien à dire - Stinky Toys : Lonely lovers - Asphalt Jungle : Polly Magoo Levrlennadur : - Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock. - Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle. - Philippe Manoeuvre présente Rock français : De Johnny à BB Brunes 123 albums essentiels – Embannadurioù Hoëbeke
Evel-just en istor ez eus bet devet meur a wech objedoù sevenadurel, peurliesañ abalamour d'un diktat politikel pe relijiel. E istor ar rock ivez ez eus bet c'hoarvezet ma vefe devet pladennoù e su ar Stadoù-Unanet er fifties gant gouennelourien wenn a soñje dezho e vefe bastardet ar yaouankiz gwenn o selaou ar sonerien rhythmn 'n blues. Un degad bloavezhioù war-lerc'h, er memes stadoù, e oa pladennoù ar Beatles a oa devet goude m'en defe Lennon diskleriet e oa ar Beatles brudetoc'h evit Jezus. Ha setu-ni hiziv e Larsen ha mediator e Chicago d'an 12 a viz gouere 1979 pa voe devet miliadoù a bladennoù da goulz an Disco Demolition Night. Playlist : - 1979 Disco Demolition Night, tennad son eus ur gelaouadenn lec’hel - The Bags : Disco ‘s dead - Hues Corporation : Rock the boat (foñs son) - Donna Summer : I feel love (foñs son) - The Bee Gees : Stayin’ alive - Steve Dahl : Do you think I’m disco - Super Disco Demolition: The 40th Anniversary Compilation gant The Museum of Classic Chicago Television (tennad son - The Computers : Disco Sucks - Exedra : Death disco -Rick Dees and his cast of idiots : Disco duck - Atersadenn Joyce Bogart Trabulus tennet eus an teulfilm « Disco backlash » - Atersadenn Vince Lawrence tennet eus an teulfilm « I Was There When House Took Over the World » kinniget gant Channel 4 - Jesse Saunders : On and on
Hiziv, lakait ho lunedoù-heol, chom a reomp dindan gwez palmez South California evit un hanter eurvezh soft rock, rock bandenn FM fin ar bloavezhioù 70, deroù ar bloavezhioù 80. Ha kregiñ a reomp diouzhtu gant Player, unan eus ar strolladoù a c’heller rummata er Yacht Rock a oa danvez an abadenn ziwezhañ. Playlist : - Player : Baby come back - Steely Dan : Josie - Steely Dan : Hey nineteen (tennad son) - Donald Fagen : New frontier (tennad son) - Hall and Oates : I can’t go for that (foñs son) - Fleetwood Mac : You can go your own way (tennad son) - Fleetwood Mac : Dreams - The Eagles : New kid in town - Young Gun Silver Fox : Lodestar
Mignoned ar punk hag ar rock feuls, mignoned al larsen hag ar wall of death, gallout a rit lazhañ ar radio pe guitaat ar podcast diouzhtu. Hiziv e vo gouestlet an abadenn d’an Adult Oriented Rock. E ya tudoù, hiziv e selaouimp rock troet war-zu an oadourien ha n’eo ket evit krennarded berr o gwenneien oc’h hunvreal da dreuzfurmiñ ar gevredigezh pe d’he diskar ! Hiziv e selaouimp rock evit an dud deuet, evit ar re a zo deuet a-benn d’ober un dra bennak eus o buhez, beajomp en Adult Oriented Rock anvet ivez « yacht rock », ya, ya ar yacht, ar bigi a weler aliesoc’h e bae Nisa evit e lennvor Brest, pep tra zo lâret ! Playlist : - Robbie Dupree : Steal away - Rupert Holmes : Him - Ambrosia : You’re the only woman - Yacht Rock trailer episode 1 koulzad 1 channel 101 - Christopher Cross : Sailing - The Doobie Brothers : What a fool believes - The Doobie Brothers : Long train running (Foñs son) - Yacht Rock episode 4 koulzad 1 (tennad son) - Toto : Rosanna
Echuiñ a reomp hiziv e Larsen ha Mediator hor c’helc’hiad abadennoù gouestlet d’ar rock sudist gant ur remziad nevez a sonerien ha sonerezed difoupet war leurennoù stadoù ar su er bloavezhioù diwezhañ. Ha kregiñ a reomp diouzhtu gant Jonathon Long, gitarour eur Bâton rouge a vrañsell etre southern rock, country, blues hag americana.. Playlist : - Jonathon Long : Madison Square garden - The Sheepdogs : Scarborough Street fight - Larkin Poe : Southern comfort - Marcus King : Lie lie lie - The Georgia Thunderbolts : Looking for an old friend - Copperhead County : Dreams of the south
E fin ar bloavezhioù 70 n’emañ ket rock su ar Stadoù-Unanet diouzh ar c’hiz ken. Labelioù zo a c’houlenn gant ar strolladoù leuskel o botoù ha tokoù cow-boy a gostez, kement-all evit ar banniel. Hag ar soli gitar ? Re deknikel eo, da sutal ! Pe d’an nebeutañ berraet a-galz. Lod eus ar strolladoù a ya da get, reoù all a ya war-zu ar blues rock, pe an hard FM. Seblantout a ra ar southern rock bezañ tonket d’ar marv ha padal… Playlist : - Black Crowes : Hotel illness - Blackberry Smoke : Freedom song -Hogjaw : The fog -Whiskey Myers : Ballad of a southern man - Gov’t Mule : Snatch it back and hold it Levrlennadur : - Rock sudiste, when the south rose again - Arnaud Choutet - Le mot et le reste
Kenderc’hel a reomp hor c’helc’hiad abadennoù gouestlet da rock sudist ar Stadoù-Unanet. Evel-just e-touez leaders ar southern rock e soñjer diouzhtu e Ronnie Van Zant, kaner Lynyrd Skynyrd, pe e gitarourien an Allman Brothers Band met daou zen all, ha n’int ket ken anavezet a zo bet a-bouez e istor ar southern rock, an hini kentañ Phil Walden a oa ur produer, an eil, Charlie Daniels en deus gwisket dilhad ar breur bras evit al lodenn vrasañ eus ar vuzisianed, kinnig a ran deoc’h ober anaoudegezh ganto hiziv e Larsen ha Mediator. Playlist : - The Marshall Tucker Band : Can’t you see - Molly Hatchet : Dreams I’ll never see - Charlie Daniels : The south ‘ gonna do it again - Charlie Daniels (Volonteers Jam) : No place to go - ZZ Top : La grange Levrlennadur : - Rock sudiste, when the south rose again - Arnaud Choutet - Le mot et le reste