Larsen ha mediator !


Larsen ha Mediator 123 : An new wave poblek

Larsen ha Mediator 123 : An new wave poblek

2 years ago

E lâret ‘m eus dija : pa gomzer eus sonerezh, e pep luskad ez eus nouspet chapel warn-ugent. Petra eo an new wave ? Synthpop, new romantics, rock gotek, rock indus hag all, hag all, chapelioù meump bet tro da gomz diwar o fenn en abadenn dija. Se zo kaoz eo gwelloc’h d’am meno komz eus post-punk. Bepred ‘m eus merzet em boa laosket a-gostez e dirolladur an abadenn strolladoù anavezet gant an holl. Sur a-walc’h e oa abalamour da se em boa o dilezet met diaes eo memestra chom hep komz deus ar strolladoù a dalveze an new wave e penn al lodenn vrasañ eus an dud e deroù an eighties… Playlist : - U2 : I will follow - U2 : October (foñs son) - U2 : New Year’s day - U2 : Pride in the name of love (foñs son) - Simple Minds : Don’t you -Killing Joke : Eighties - Echo and the Bunnymen : Killing moon Levrlennadur : - « L’odyssée du rock », florent Mazzoleni, Hors Collection Editions - New Wave : du post punk à la new pop - Stéphane Bachès - Dominique Dupuis embannadurioù


Larsen ha Mediator 122 : Ar black metal

Larsen ha Mediator 122 : Ar black metal

2 years ago

Hiziv e vo kaoz e Larsen ha Mediator eus ilizoù o teviñ, eus muntroù, eus gwarizi, eus ur sonerezh feuls, herrek, teñval a glask enoriñ an dizesper hag an teñvalder, o leuskel korfoù marv war he lerc’h. Setu-ni o plediñ gant ar black metal, ur stil ne oa ket ganet didrubuilh. Playlist : - Mickael Jackson : Thriller (foñs son) - Venom : Welcome to hell - Bathory : Raise the dead - Celtic Frost : Into the crypts of rays - Mayhem : Deathcrush - Burzum : Black spell of destruction (foñs son) - Darkthrone : In the shadow of the horns - Mütilation : A dream Levrlennadur : - Rock and Folk hors-série Metalliques chaos - Metal Story - Andrew O’Neill – Hachette heroes


Larsen ha Mediator 121 : Gwagenn nevez an heavy metal briezhveuriat (NWOBHM) 2

Larsen ha Mediator 121 : Gwagenn nevez an heavy metal briezhveuriat (NWOBHM) 2

2 years ago

Kenderc’hel a reomp hiziv ar veaj kroget ar sizhun dremenet e deroù ar bloavezhioù 80 pa zeuas gwagenn nevez an heavy metal breizhveuriat, an NWOBHM, war-wel. Niverus eo bet ar strolladoù rummataet er wagenn-se. Disheñvel-tre e c’hellent bezañ met dre vras e c’heller lâret o deus skubet al levezonioù blues rock a gaved da skouer e Led Zeppelin, hag e felle dezho en em zisheñvelaat diouzh ar bunked a sone ur sonerezh simpl. Setu neuze lec’h d’ar soli gitar ar sizhun-mañ c’hoazh e Larsen ha Mediator, loc’het omp ! Playlist : - Motörhead : Bomber - Judas Priest : Breaking the law - Girlschool : C’mon let ’s go - Raven : Hard ride - Diamond Head : Am I evil ? - Tygers Of Pan Tang : Gangland Levrlennadur : - Rock and Folk hors-série Metalliques chaos - Metal Story - Andrew O’Neill – Hachette heroes


Larsen ha Mediator 120 : Gwagenn nevez an heavy metal breizhveuriat (NWOBHM) 1

Larsen ha Mediator 120 : Gwagenn nevez an heavy metal breizhveuriat (NWOBHM) 1

2 years ago

Diaes eo e grediñ bremañ pa seller ouzh ar milionoù a bladennoù gwerzhet er pevar dekvloaziad diwezhañ met e fin ar seventies emañ an heavy metal war e dalaroù. Aloubet eo bet an dance floors gant an disco, ha gant ar punk e seblant ar metal diamzeriet. Marvioù John Bonham, tabouliner Led Zeppelin, ha Bon Scott, kaner ACDC, e 1980 a c’hell leuskel da soñjal e erruer e dibenn ur prantad. E Breizh-Veur e aloub ar post-punk hag an new wave al leurennoù hag ar gwagennoù e lec’h ma klever The Cure, Joy Division, Elvis Costello hag all. Diaes eo d’ar strolladoù heavy metal kavout o flas. Padal, e banlevioù Breizh-Veur Margareth Thatcher eo niverus ar strolladoù… Playlist : - ACDC : Hells Bells - Atersadenn Neil Kay tennet diouzh « Heavy : The story of metal 2 : British steel » sevenet gant Michael John Warren evit VH1. - Atersadenn Neil Kay tennet diouzh « Heavy Metal Britannia » sevenet gant Chris Rodley e 2010 evit ar BBC. - Samson : Too Close To Rock - Iron Maiden : Run To The Hills - Iron Maiden : The Duellists - Def Leppard : Rock Of Ages - Saxon : Motorcycle Man Levrlennadur : - Rock and Folk hors-série Metalliques chaos - Metal Story - Andrew O’Neill – Hachette heroes


Larsen ha Mediator 119 : Punk hardcore ha straight edge

Larsen ha Mediator 119 : Punk hardcore ha straight edge

2 years ago

« Louder, faster, harder » eo ger-stur ar wagenn nevez a bunked a zifoup e banlevioù ar c’hêrioù bras graet eus lodennaouegoù, kreizennoù kenwerzh, burevioù ha parkvaoù, un endro trist da leñvañ e lec’h ma vev al lodenn vrasañ eus ar boblañs. E kreiz ar bloavezh 79 ne chom o seniñ punk nemet ar re gendrec’het, muioc’h underground e teu al luskad da vezañ. Ar gounnar tufet ouzh penn an dud a c’hwezh an enoe, ar c’hoant da skubañ an Eagles, hag ur gevredigezh korfkenet. Playlist : - Reagan o touiñ aléjañs : Tennad son (Ronald Reagan Presidential Library) - DOA : Fucked Up Ronnie - Tennad son eus atersadenn Henry Rollins en teulfilm « Punk Attitude » sevenet gant Don Letts evit Qwest TV - Black Flag : Rise Above - Black Flag : Revenge, tennet eus an teulfilm « The Decline Of Western Civilization », sevenet ha produet gant Penelope Spheeris, skignet gant Nu-Image Film - Circle Jerks : Wild in the streets - Agnostic Front : Gotta Go - Bad Brains : Banned in D.C. - Minor Threat : Out Of Step - Youth Of Today : No More - Tennad son eus un abadenn « America ‘s most wanted » kinniget gant John Walsh skignet war ar chadenn skinwel Fox hag anvet "Salt Lake Straight Age". - Fugazi : Shut The Door Levrlennadur : - Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle. - Sangheon Lee. Urgence et nihilisme : l'émergence du punk hardcore américain. Art et histoire de l'art. Thèse de doctorat en musicologie Université Gustave Eiffel, 2022.


Larsen ha Mediator 118 : Al Luskad Punk kentañ e Kalifornia

Larsen ha Mediator 118 : Al Luskad Punk kentañ e Kalifornia

2 years ago

Ne voe ket un tsunami punk er States pa voe embannet albom kentañ ar Ramones. Ret eo bezañ sklaer, war-bouez New-York ha Los Angeles e voe dister emled ar punk. Un nebeut punked bodet tro-ro d’an Dead Kennedys e San Francisco met quid eus an Teksas, eus ar midwest, eus stadoù ar su. Troiad ar Pistols e 1978 a oa bet ur c’hwitadenn splann, ha sklaer e voe evit ar strolladoù lec’hel : evit bevañ e oa ret fiñval war-zu ar c’hêrioù bras, ar pezh a raimp hiziv e Larsen ha Mediator. Playlist : - Unit 3 with Venus : Beer - Boz Scaggs : Lowdown (foñs son) - X : Los Angeles - X : Soul Kitchen - The Germs : Lexicon Devil - The Dickies : Sounds of Silence - The Weirdos : 7&7 is - Jello Biafra campaign : tennad son eus an teulfilm « Fresh fruit for rotting eyeballs », sevenet gant Eric S. Goodfield evit Manifesto Records. - Dead Kennedys : Kill The Poor - The Dills : I Hate The Rich - Tennad-son eus atersadenn Keith Morris en teulfilm « American hardcore » sevenet gant Paul Rachman, produet gant Steven Blush, skignet gant Sony Pictures. - Black Flag : TV Party Levrlennadur : - « Punk, l’histoire complète » : Pennadoù Mojo Magazine embannet gant an ti-embann Tournon. - Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock. - Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.


Larsen ha Mediator 117 :  Street punk, punk Oi ! Ha UK82

Larsen ha Mediator 117 : Street punk, punk Oi ! Ha UK82

2 years ago

E-kreiz ar bloavezhioù 70 e teu ar punk da vezañ arouez ar bec’h a zo etre ar straed hag ar star-system, netraouriezh an No future enebet ouzh Peace and love an hippied. Plas d’ar gounnar, d’an dispac’h ha buan-tre d’ar goanagoù o vont da get. Adalek fin ar bloavezh 77 e c’heller lenn war mogerioù kêr Londrez « Punk is dead ». Terzhienn ar c’hrouiñ digabestr zo bet doñvaet gant un nebeud produktourien o deus gouiet tennañ splet deus al luskad evit e dreuzfurmiñ e stereoipoù kenwerzhel. E straedoù Londrez e c’heller neuze gwelout bandennadoù klonoù, gwisket « punk », luc’hskeudennet gant an douristed. Koulskoude e chom strolladoù na glaskont ket ar brud, ar streetpunks ! Seniñ a fell dezho evit o c’henseurted ar street kids, plijout d’o selaouerien ha selaouerezed eo ar pouezusañ. Playlist : - Garry Johnson : United (Carry on Oi! Version) (Tennad son) - Sham 69 : Hurry Up Harry - Cock Sparrer : England Belongs To Me - Cockney Rejects : Oi, oi Oi - Angelic Upstarts : Police Oppression - Antisocial : New Punks (foñs son) - BBC TV : 1981‘s Southall riot - The Exploited : UK82 - Discharge : Hear Nothing See Nothing Say Nothing - The Exploited : God saved the queen Levrlennadur : ============== - « Honnie soit la Oi ! » Naissance, émergence et déliquescence d’une forme de protestation sociale et musicale - Gildas Lescop – Openeditions journal =========================================================================================================================================================================================================== - The story of Oi! - Pajenn web lec’hienn Garry Bushell « Garry bushell online, no one is safe ! »


Larsen ha Mediator 116 :  Ar festival Elixir (2)

Larsen ha Mediator 116 : Ar festival Elixir (2)

2 years ago

Salud deoc’h mignonezed ha mignoned ar rock ‘n roll, setu-c’hwi o selaou Larsen ha Mediator, kinniget gant ho servijour Gaetan Boulig, hag hiziv e kendalc’homp gant danevell ar pezh a voe d’ar c’houlz-se unan eus festivalioù brasañ Europa : ar festival Elixir ! Playlist : - Simple Minds : Somebody up there likes you (Foñs son) - Ubik : Kalikouka - Understones : Teenage kicks - Nina Hagen : Unbeschreiblich Weiblich (Live) - Fela Kuti : Shakara (foñs son) - Depeche Mode : Everything Counts - The Clash : Life Is Wild - Telephone : Argent trop cher - MCM live e Rock in Athens (27-07-85) - The Cure : Play for today - live e Rock in Athens (27-07-85) Levrlennadur : - Elixir, l’histoire du premier grand festival français – G. Pont ha O. Polard – Coop Breizh


Larsen ha mediator 115 :  Ar festival Elixir (1)

Larsen ha mediator 115 : Ar festival Elixir (1)

2 years ago

Bet eo bet Breizh a-viskoazh un douar sonerezh hag hengoun. E-kreiz ar bloavezhioù 70 e vez aozet meur a festival bep bloaz evel Gouelioù Kerne e Kemper pe Emvod ar Gelted en Oriant, festivalioù a ra berzh hep respont koulskoude da c’hoantaoù ul lodenn eus ar yaouankiz a c’hortoz ur sonerezh rock a-vremañ. Re bell emañ Breizh diouzh bro-C’hall, n’eus ket eus an Tren Tizh Bras, echuiñ a ra an hent-tizh e Roazhon. War-bouez un nebeut strolladoù iwerzhonat pe saoz eo tristidik an traoù. Alese ar c’hoant gant un dornad tud yaouank da grouiñ ar pezh a vo ar festival bras kentañ er c’hwec’hkogn, Hiziv e Larsen ha Mediator e advevomp avañtur ar festival Elixir. Playlist : - Alan Stivell : Pop plinn - Richard and Linda Thompson : Wall of death -Dan ar Bras : Retour de guerre (foñs son) - Murray Head : Mademoiselle - Wilko Johnson : Paradise - The Inmates : Dirty water - America : Ventura highway - Joe Jackson : Is she really going out with him ? (foñs son) - Moon Martin : Bad news Levrlennadur : - Elixir, l’histoire du premier grand festival français – G. Pont ha O. Polard – Coop Breizh


Larsen ha mediator 114 :  Ar post-punk gall : tud yaouank modern (2)

Larsen ha mediator 114 : Ar post-punk gall : tud yaouank modern (2)

2 years ago

Donemat deoc’h e egorlestr Larsen ha mediator a sko war-zu dibenn ar seventies, deroù an eighties e Frañs evit kenderc’hel hor c’hantreadenn el luskad a voe anvet « Des jeunes gens mödernes ». Met petra o doa e boutin an dud yaouank modern-se ? Nebeud a dra e gwirionez ! Bodet e oant bet evel-mañ en ur pennad eus ar gelaouenn Actuel ha padal e oa liesseurt o levezonioù, ar pezh a glevimp hiziv c’hoazh. Un dra voutin o doa memestra : ar c’hoant da vevañ, da ziskouez e oant bev en un endro aloubet gant ar varietoch. Ne lavarent ket « no future », goût a raent e vefe ret ober gantañ. Hag implijet o deus an araokadennoù teknikel, an elektronegezh, levezon al luskad punk hag e c’her-stur Do It Yourself evit krouiñ sonioù nevez, o klask a-wechoù en em zizober diouzh al levezonioù breizhveuriat. Ur perzh boutin all o doa ivez, hep al luskad punk, ne vefe ket bet deusouto ! Playlist : - Artefact : M.A.E - Electric Callas : So chic - Charles de Goal : Dans le labyrinthe - Orchestre Rouge : Soon come violence - Casino Music : Viol AF 015 - Complot Bronswick : Who killed Mayakowski ? - Kas Product : So young but so cold - Lucrate Milk : I love you fuck off Levrlennadur : - Rock français : De Johnny à BB Brunes 123 albums essentiels – Embannadurioù Hoëbeke - Standing on a beach, la new wave en 100 disques essentiels – Sylvain Fanet – Le mot et le reste - Rock en France de 1976 à nos jours – Gregory Vieau – Le mot et le reste


First Previous Next Last