An eil bloaz eo e kinnig ar greizenn arz a-vremañ Passerelle diskouezadegoù e maner Kerlaouen e Lesneven. Marc Didou, ur c'hizeller eus ar gumun ha Philemona Williamson, ul livourez eus Stadoù Unanet a ziskouez ul lodenn eus o oberennoù. Camille Guihard a zo karget e Passerelle gant ar publik a raio anv eus an arzourien hag an arzourezed a ginnig diskouezadegoù e Brest ivez. Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Annezidi c’hwezek ti ar re gozh a oa bodet e Domani Menez Meur e Hañveg diriaou evit ober troioù marc'h-houarn tredan gant "L'Amicyclette". Roger ar Gov a zo e-touez an dud a-youl vat a tisplego deomp ar pezh a oa aozet gant ar gevredigezh an devezh-se. Anne ar Rouz he deus profitet eus un dro war an hentoù. Kontañ a raio deomp penaos profitañ eus an natur a laka anezhi da soñjal e avanturioù he doa bevet gant korriganed. E eil lodenn an abadenn e vo roet ar gaoz da skolajidi eus Lanneur. Prientet o deus ar re c'hwec'hvet skolaj Ar pevar Avel gant o c'helennerez war ar matematik, Julie Naour, hag o c'helenner war ar brezhoneg, Fañch Oger, lavaradoù matematik evit ar selaouerien hag ar selaouerezed. Gouest e vezoc'h da respont d'o goulennoù ? Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Skolajidi e pempvet klas ha skipailh pedagogel skolaj Diwan ar Releg zo bet stummet war an hanterouriezh gant ar gevredigezh "Génération médiateurs". Ar pal eo gwelet ha diskoulmañ ar c'hudennoù a c'hall c’hoarvezout etre ar grennarded en un doare efedusoc'h. Brendan Simon a zo penn kasour er skolaj ha Mael ha Nino a zo e pempvet klas a tisplego deomp ar pezh o deus desket ha penaos e vo lakaet e plas hanteriñ er skolaj. Klevet e vo ur reportaj diwar-benn ar flammen olimpek a oa tremenet dre ar skolaj d'an 20 a viz Even ivez daoust ma oa amzer da zont ar savadur en arvar d'ar mare-se. E fin an abadenn e vo klevet Fulup Jakez, rener ofis publik ar brezhoneg diwar-benn sinadur live 1 karta Ya d'ar brezhoneg gant kumuniezh-kumunioù Landivizio. Klevet e vo Aline Chevaucher, karget gant ar brezhoneg e Departamant Penn-ar-bed ha Loeiz Abgrall, ur soner eus ar vro, ivez. Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Ar bloaz-mañ e vez lidet 200 vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Yan Dargent. Evit lidañ kement-mañ eo bet soñjet gant tud mirdi Sant-Servez, "mirdi Yan Dargent, aozañ un droiad a abadennoù anvet "War roudoù Yan Dargent". Gant Ronan Hirrien ez eomp da welet a-dostoc'h ar pezh vez kinniget e mirdi Sant Servez hag e Landerne: e palier ar Rohan hag e iliz Sant Houardon. Gant Karolina
Digoret vo ,an abadenn gant "Alc’hwezioù brezhoneg" diwar-benn ar gwez. Gant Mikeal Madeg e vo an anv eus : drajoniñ, gwezeuri, spern du, kouez derv... Goude-se e vo dalc'het gant Paskal Hervio da gontañ muioc'h deomp diwar-benn istor Neudig. Hag e vo echuet gant "Kammed-ha-kammed war roudoù Marsel". Gant Karolina
Digoret vo an abadenn gant "An Azen hag ar Hi bihan", ur fablenn lennet ha displeget gant Dominique Thepaut. Goude-se vo kinniget "Va zammig seizenn ruz" gant Paskal Hervio. Istor Neudig eo, kakouz anezhañ, a zo o vevañ er vizer hag en dienez betek ar mare ma tiviz tec'hout betek Brest, evit cheñch e blanedenn dezhañ. Hag e vo klozet gant kronikenn "Kammed-ha-kammed war roudoù Marsel". Gant Karolina
Kroget eo an diskouezadeg "Dilhad Breizh, un awen" e ekomirdi Kerdreger e Plouigno. Pezhioù dilhad treset gant Mathias Ouvrard, Bleuenn Seveno, Nolwenn Faligot hag Owen Poho zo da welet. Awenet int gant dilhad hengounel Breizh ha dilhad labour. Owen Poho a ginnigo deomp e "kab an aod". Jakez a zo a-youl vat er mirdi a roio deomp un nebeut titouroù ouzhpenn diwar-benn an diskouezadeg. E eil lodenn an abadenn e vo klevet ar gronikenn "Mouezh ar barzh" kinniget gant Jo an Duigou. Gouestlet e vo d'ar varzhoneg "Brezhoneger ma z'on" skrivet gant Per Jakez Heliaz. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Pal ar gevredigezh Ar Viltañsoù eo gwareziñ an aod tro-dro da Gonk ha Plougonvelen. Kinniget o deus an dud a-youl vat da skolajidi ha skolidi divyezhek brezhoneg ha galleg da zastum lastez war an draezhenn e miz Mae. A-hed ar reportaj e lakaimp ar gaoz war al lanvioù du, ar vuhez war an aod, brennika ha bezhina ivez gant : - Solenn Lavanant, kelennerez war ar sportoù e skolaj Kerallan e Plouzane - Marine Balem, skolaerez e Roz-Avel e Plougonvelen - Jean-Michel eus ar gevredigezh Ar Viltañsoù - Bugale eus ar skolaj ha eus ar skol - Yann Lars, Marie-France Abily, Biel ha Ronan ar Moign, deuet da reiñ an tamm skoazell an devezh-se. Embannet eo ar reportaj-se gant Maëlys Poublanc