Trouz er gêr


Deizhiataer an dibenn-sizhun

Deizhiataer an dibenn-sizhun

last year

- An nozvezh "Machin.e Machin.e.X" a vo dalc'het fenoz e Brest e Mac Orlan. Kinniget e vo an abadenn-se gant Aziliz Peaudecerf eus ar strollad "Queer Brest Fest". - An difi sonerezh " [Badum 48] (https://linktr.ee/badum48) " a grogo fenoz da 8 eur. Ur ganaouenn e euskareg, gallaoueg, brezhoneg pe okitaneg zo da sevel dindan 48 eurvezh ! Skignet e vo an holl donioù savet war wagennoù 15 radio. - Deizhiataer ar festoù-noz


War roudoù ar gorriganed e Brasparz

War roudoù ar gorriganed e Brasparz

last year

Ar sizhun dremenet o doa beajet skolidi eus Plouarzhel da Vrasparzh. Gant buhezourien ha buhezourezed ar greizenn "Ti Menez Are" o deus c'hoariet ar vugale en ur zeskiñ traoù diwar-benn an natur. Klevet e vo a-hed an abadenn : skolidi eus ar skol Arzmael, Marithé, Alexandre Masson hag Alan Kev. Kaset eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Skol alternativel Menez Are

Skol alternativel Menez Are

last year

Hiziv 'vo graet anaoudegezh gant Yves Tallek, kelenner a-youl vat e skol alternativel Menez Are, a zo staliet e Pleyber-Krist. Er skol-se e vez kinniget kentelioù d'an estrañjourien yaouank. Met ouzhpenn kinnig un deskadurezh dezho a vez graet: ivez kavout lojeiz, boued, dilhad dezho. Hag ivez ober war-dro o faperioù, ha teurel evezh ouzh o yec'hed. Un digarez ivez da ober anv hiziv en abadenn eus ezhommoù ar skol. Ur skol a vez meret gant kevredigezh"Les Utopistes en action" Gant Karolina


Ur foar Bio hag un difi sonerezh a vo dalc'het ar sizhun a zeu !

Ur foar Bio hag un difi sonerezh a vo dalc'het ar sizhun a zeu !

last year

Ar Foar bio a vo dalc'het d'ar 15 ha d'ar 16 a viz Meurzh e Landerne, Anwenn ha Morgan a ginnig an darvoud da Bauline Daniel Badum 48 zo un difi sonerezh e yezhoù minorelet. Mattin Perez eus ar radio "Nos Cultures" a gont deomp e euskareg penaos kemer perzh en darvoud-se o vont war al lec'hienn internet [https://linktr.ee/badum48 ] (https://linktr.ee/badum48) Al laz-kanañ "Ral'Ko à l'Ouest" a gano e Montroulez da geñver ar vanifestadeg evit difenn gwirioù ar maouezed warc'hoazh d'an 8 a viz Meurzh. Jenni Fauveau he deus enrollet ur bleustradenn.


C'hoari "skrabeul" e brezhoneg

C'hoari "skrabeul" e brezhoneg

last year

Abaoe 1971 en em gav ur strolladig a dud evit kontañ kaoz, lenn ha skrivañ e brezhoneg e Montroulez. Bep Lun kentañ ar miz e c'hoari "skrabeul" izili ar gevredigezh "Kelc'h sevenadurel brezhoneg Montroulez". Jean-Yves, Jean-Pierre, Herve ha Loik a zisplego ar reolennoù deomp, da geñver "Mizvezh ar brezhoneg". Kaset eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


"Huñvre", pladenn nevezañ Garlonn.

"Huñvre", pladenn nevezañ Garlonn.

last year

Un eurvezh gant Garlonn, ur ganerez yaouank a Bro-Leon, leun a energiezh hag a raktresoù! Gant Karolina.


Kristel Chevalier-Gaté 2

Kristel Chevalier-Gaté 2

last year

Setu an eil abadenn ma z'imp pelloc'h ganti diwar-benn memor master Kristel Chevalier-Gaté.


Penaos e vez graet war-dro an dour mat da evañ ? Skouer an embregerezh  "Eau du Ponant"

Penaos e vez graet war-dro an dour mat da evañ ? Skouer an embregerezh "Eau du Ponant"

last year

Eus an dour er ster betek ar c'hrog er gêr, penaos e vez graet war-dro an dour mat da evañ ? Evit respont d'ar goulenn-se e taolimp ur sell ouzh skouer an embregerezh "Eau du Ponant" e Hanternoz Penn-ar-bed. Da gentañ e vo klevet ur reportaj e uzin da broduiñ dour mat da evañ e Plouedern. Glenn Kloareg a zo karget gant al labourioù evit an implijerien a zisplego deomp al labourioù a vez graet eno evit reneveziñ al lec'h. Da c'houde ez aimp da Wipavaz e Sez Eau du Ponant. Pauline Kerscaven, karget gant ar c'hehentiñ, a zisplego deomp penaos e vez respontet da c'houlennoù an implijerien gant an embregerezh. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Kristel Chevalier-Gaté 1

Kristel Chevalier-Gaté 1

last year

Ur pennad-kaoz gant Kristel Chevalier-Gaté, deuet er radio da ginnig he c'hounskrid, graet ganti da geñver he studioù e skol-veur Roazhon 2. Setu an tem studiet ganti : "Pleustroù ha kredennoù d'ar feunteunioù e goueled-Leon.


Youenn Gwernig & Gwalarn

Youenn Gwernig & Gwalarn

last year

Ar pennad-kaoz gant Goulc'han Kervella diwar-benn e levr "War hent Youenn Gwernig" zo bet un digarez da astenn ar gaoz war al liammoù etre Youenn Vras ha Gwalarn, Gwalarn hag a zo kant vloaz ar bloaz-mañ.


First Previous Next Last