Trouz er gêr


"Paotred ar c'houstell !" : daou atalier e ti ar re gozh Lanneur

"Paotred ar c'houstell !" : daou atalier e ti ar re gozh Lanneur

6 days ago

Daou atalier kaset gant Mireille Arnouat hag enrollet e ti ar re gozh Lanneur a vo da glevet en abadenn-mañ. An hini kentañ a oa diwar-benn ar c'hezeg hag egile a oa gouestlet d'an dornañ. Enrollet e oant bet e miz Ebrel hag e miz Even.


Ar strollad dañsoù bro Ukren "Tanok" a ginnig kentelioù hag arvestoù e Brest

Ar strollad dañsoù bro Ukren "Tanok" a ginnig kentelioù hag arvestoù e Brest

6 days ago

Iryna Novokhatska ha Lana Udod o deus savet ar gevredigezh "Tanok" a sav arvestoù dañsoù bro Ukren e Brest. An div zo repuadezed eus ar brezel. Iryna a oa saverez korollerezh a-vicher ha Lana a rene raktresoù e bro Ukren. Asambles o deus savet arvestoù ha kentelioù dañs evit en em skoazell, dastum arc'hant evit o bro ha kinnig o sevenadur d'ar Vreizhiz. Warlene e oa aet daveto Nolwenn Pellard he doa desket dañsoù bro Ukren ganto ha kelennet he doa dañsoù Breizh dezho ivez. Troet eo bet ar pennad-kaoz-se eus an ukraineg d'ar brezhoneg gant Pauline Daniel. Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc


Koar, pladenn nevez ar strollad Zoñj

Koar, pladenn nevez ar strollad Zoñj

6 days ago

Elouan ar C'houlz ha Julien Danielo a sone disadorn e Plistin gant an triad Zoñj da geñver ur fest-noz. Un digarez da lakaat ar gaoz war bladenn nevez ar strollad, "Koar", gant ar soner violoñs hag ar soner akordeoñs. Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc


Azginivelezh ar c'herneveureg gant Ken George 2.

Azginivelezh ar c'herneveureg gant Ken George 2.

11 days ago

Eil lodenn ar brezegenn gant Ken George, stourmer evit ar c'herneveureg. Gant Karolina.


Azginivelezh ar c'herneveureg gant Ken George 1.

Azginivelezh ar c'herneveureg gant Ken George 1.

11 days ago

Da geñver "Gorsedd Vreizh Digor" oa bet 'pad an hañv e Lesneven 'oa bet ur brezegenn gant Ken George, a zo moroniour, yezhonour ha barzh ezel eus Gorseth Kernow. Kalzig a levrioù 'zo bet skrivet gantañ diwar-benn ar yezhoniek keltiek ha geriadurioù kerneveurek ivez. Setu tem e brezegenn: Azginivelezh ar c'herneveurek. Gant Karolina


Programm devezhioù ar glad e Penn-ar-Bed

Programm devezhioù ar glad e Penn-ar-Bed

24 days ago

Anaelle Kalloc'h, renerez ekomirdi departamantel Menez-Are a ginnigo programm devezhioù ar glad e milinoù Kerouad e Kommanna. Justine Morvan a sono gant he strollad nevez "Cheval Jospin" da geñver an abadenn "Soirée du matrimoine" er Garen e Brest disadorn. Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc


Jeanne Megly he deus niverelaet dielloù son Radio Animation Pêche

Jeanne Megly he deus niverelaet dielloù son Radio Animation Pêche

25 days ago

Jeanne Megly zo teknikourez-diellourez. Ar bloaz-mañ he deus labouret war zielloù-son ar radio "Radio Animation Pêche" a skigne abadennoù war-vor er bloavezhioù 70-90. Dalc'het eo an dastumad-se gant Kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek (CRBC) e Brest. Jeanne Megly he deus niverelaet ar bandennoù-son e Gwarez filmoù Breizh el lec'h ma'z eus mekanikoù arbennik. Evit gouzout hiroc'h : [https://www.univ-brest.fr/crbc-bibliotheque/fr/ouvrage/fonds-radio-animation-peche] (https://www.univ-brest.fr/crbc-bibliotheque/fr/ouvrage/fonds-radio-animation-peche) Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc


Deroù an nukleel e Breizh hag e Frañs 2

Deroù an nukleel e Breizh hag e Frañs 2

25 days ago

Josef ar Ber a adkavomp en abadenn. Hiroc'h vo lavaret gantañ diwar-benn e labour p'edo rener kreizenn Brenniliz hag e labour en Andra ,evit entent al lastez nukleel. Gant Karolina


Deroù an nukleel e Breizh hag e Frañs 1

Deroù an nukleel e Breizh hag e Frañs 1

25 days ago

E-kerzh div abadenn 'vo lakaet ar gaoz war ar sujet mañ, penn kentañ an nukleel e Frañs hag e Breizh gant daou zen bet o daou o labourat e-barzh kreizennoù nukleel, great o buhezad labour ganto e-barzh ar seurt-se. Hiziv , barzh an abadenn emaomp gant Jakez Argouarc'h, bet elektronisian ispisializet war ar muzuliañ neutronoù hag ispisializet ivez elektronik surentez ar reakterien. Josef le Berr a vo klevet ivez, bet ijinour er CEA ha bet rener kreizenn Brenniliz. Gant Karolina.


Michel hag e wenan.

Michel hag e wenan.

25 days ago

En abadenn hiziv emaomp e Bro Kerhor gant Michel le Bourdonneg , a zo tik gant ar gwenan, abaoe ur pennad a zo! Re sec'h ha re domm eo bet an hañv ar bloaz-mañ met n'eo ket gant se eo bet lakaet diaes Michel. Dipitet bras eo bet Michel peogwir n 'eo ket deuet a-benn da gaout an dizober eus ar gwesped aziat. Gant Karolina


Next Last