Kreiz Mintin


Kreiz Mintin - Pierrette Kouaher 3/6

Kreiz Mintin - Pierrette Kouaher 3/6

7 months ago

Achiv eo ar vakañsoù ! Oet eo ar vugale d'ar skol en dro. Trankil eo an tiha marsen emañ ar c'hi ba tal an oeled. Arriv eo an eur da lakaat ar post radioàr RBG. Arriv eo eur Kreiz Mintin. Da gomañs e vimp get Pierrette Kouaher a Bloe. Ni beus kaojet a-zivout Gouel an Hollzent. Petra veze graet ba he familh. Da heul e vo un archivenn get Germaine Chevillard, Albert Baucher hag Alan Le Noac'h. Kaojet vo a-ziàr ar liamm etre ar brezhoneg hag ar choukrout àrlec''h e vo un anrejistramant bitig forzh get Marianne Bertarand. Honnezh a zeske d'an dud penaost liviñ ar voulouz durant ar Festival Etrekeltieg an Oriant hag eit achiv e vo klevet ur fablenn anrejistret get Mahev Kouvo Ale ! Ajit ba ho kanape. Kemerit ho ki geneoc'h. Lakit ar son kreñvoc'h. Pas re heñ !!Mall eo komañs an abadenn-sen Muzik : Gwerz - ar Miliner Allen - Assassino Un abadenn savet get Jañlug er Mouel


Trezolioù Kreiz Mintin - Eugenie Goulet, ar vroderezh

Trezolioù Kreiz Mintin - Eugenie Goulet, ar vroderezh

7 months ago

An dreiñ pesk, ar poent kamm, ar voulouz pe c'hoazh ar pilou... Kavet peus sur a-walh ! Kaojet vo ba'an abadenn Trezolioù Kreiz Mintin-mañ a-zivout an abit peizant. Chejet am eus div archivenn. Da getan penn e vo aterset Eujeni Goulet get Monique er Boulc'h. Displeget vez geti tout an traoù a-zivout ar vroderezh Da heul e vo un anrejistramant pader flac'h àg ar Gemene. Labouret o doe ba atalieroù kemenerian a-hed o buhez. Muzik : Leyla Mc Calla - Manman Mwen He Mo Leannan - Mo Nigheann Donn Ho Gu Un abadenn savet get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin - Pierrette Kouaher 6/6

Kreiz Mintin - Pierrette Kouaher 6/6

7 months ago

Ar mein, an dañvez, pe buhez an dud en amzer gwezherell. Ariv eo eur ho abadenn Kreiz Mintin. El bamdez àr Radio Bro Gwened. Hiriv e vo klevet fin un archivenn un abadenn enrollet 30 vlez 'zo. Pader c'hemenerez àg ar Gemene é tisplegiñ o micher. da heul e vo fin un atersadenn kaset da benn geniñ. Paset am eus pasabl a amzer get Pierrette Kouaher a Bloue. Eit achiv e vo klevet Camille Ropers. Hinnezh laboure ar mein. Ale ! Mall eo komañs. Ajit ba ho kanape ! Serret ho taoulagad. Ba'ar baradoez eh amp. E selaou eh oc'h Radio Bro Gwened. Muzik : DAGADANA - Shchedryl Vecer Thundercat - Children of the Baked Potato Dom la Nena - Valse Un abadenn savet get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin - Pierrette Kouaher 4/6

Kreiz Mintin - Pierrette Kouaher 4/6

7 months ago

An deizioù a ya àr verrat c'hoazh ! Oet oc'h da bourmen ar c'hi ? Kaset peus ar vugale d'ar skol ? Ya, gout a ran : hiriv emañ dimerc'her ha d'ar merc'her e choma ar vugale er ger. Boñ ! Ne ouiit ket petra gober gete ? Chomit geneomp eit an abadenn Kreiz Mintin-mañ. Hiriv e vimp get Pierrette Kouaher a Bloe eit kaojal a-zivout ar c'houelioù Da heul e vimp get Jo Morvan eit un nebeud fablennoù ha kanennoù Eit achiv e vimp get teir flac'h doc'h tu Langedig. Kaojet vez gete a-ziàr ar saout é neungellat Lakit ho pugale ba'ar c'hanape. Lakit ar c'hi àr e golc'hed. Arriv eo eur an abadenn Kreiz Mintin hag àr Radio Bro Gwened emañ Muzik : Paolo Fresu - Jacques Pellen - Erik Marchand - ar sorseres Subcarpati - Sine Aude Gura Mea Un abadenn savet get Jañlug er Mouel


Trezolioù Kreiz Mintin - Ar briñses Bacchiochi

Trezolioù Kreiz Mintin - Ar briñses Bacchiochi

7 months ago

Ur barrez savet a-ziàr huñvreoù ur briñses. Setu ni arriv ba Kolpoù. Ba'an archivenn-sen e vez klevet Beatris Konan. Aterset oe bet get Monig er Boulc'h e 1992. piv oe ar briñses Napoleon Elisa Bacchioci penaost oe daet dezhi ar soñj da sevel Kolpoù ha traoù-erell Tapit ur gadoer neuzen ha ajit àrnehi. Lakit ar post radio àr an daol. E selaou eh oc'h Trezolioù Kreiz Mintin. Un abadenn Radio Bro Gwened. Muzik : Rodolphe Burger - Billie Jean Bedouin Burger - Sankantom Un abadenn savet get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin - Pierrette Kouaher 5/6

Kreiz Mintin - Pierrette Kouaher 5/6

7 months ago

Setu neuzen ur lun etre ur sul hag un deiz vak. Marsen ho peus kemeret en devezh eit chom er ger ? Kemerit ur momant neuzen eit selaou ar radio hag an abadenn Kreiz Mintin-mañ. Da gomañs e vo eil lodenn un archivenn. Monig er Boulc'h oe oet da anrejistriñ teir plac'h doc'h tu Langedig. Da heul e vimp get Pierrette Kouaher a Bloe en dro eit kaojal a-ziàr Maner Kersili Eit achive vimp get Mahev Kourio ha Tualenn Hado Mall eo komañs neuzen. E selaou eh oc'h un abadenn Krez Mintin hag àr Radio Bro Gwened emañ. Muzik : Fresu Pellen Marchand - Ar sorserez Kruang Bin - White Gloves 2


Kreiz Mintin, béw spesial Kas a-barħ

Kreiz Mintin, béw spesial Kas a-barħ

7 months ago

Emision spesial aweit inoureiñ an dañs «Kas a-barħ, just goude koñkour an Arvor, d'an 11 a viz Du/Kalon-Gouiañw, èl bep blę : Suzanne Drean aterset get Loeiz Koan a gomza demp ag ar c'hoñkour Sonereħ ha komzeù tapet durand ar c'hoñkour ar blę-mañ, get Maxime Morvan Crahé Jorj Botuha a gomza demp ag ar binieù ha bombard é Breiħ-Izel, aterset get Neshka Tonieù : Loeroù ruʐ / Kanerion Bubri / J.Botuha-Y.Palamour Kampennet get Maxime. Animet get Jañ-Lug er Mouel & Maxime M C.


Ange er Gow a Velrand

Ange er Gow a Velrand

7 months ago

Un euriad é varbotat get Ange er Gow a Velrand : an amzer gwerall, ar panerieù, an avaleù, ar mil, kaod ha youd, klaħ mammenneù, an diskontereħ, an treù-noz : an ozeganed, ar pepoñ-argant … Gwraet ha kampennet get Maxime Morvan Crahé


Én inour da Loeiz Konan

Én inour da Loeiz Konan

8 months ago

Kreiz Mintin spesial aweit inoureiñ Loeiz Konan, get tud pedet : Izabel Gwilhemot ha Marie-Laure Groix. Realizet get Maxime Morvan Crahé


Eil emision a-ziàr ar sorbienneù get Daniel Carré 

Eil emision a-ziàr ar sorbienneù get Daniel Carré 

8 months ago

Eil emision a-ziàr ar sorbienneù get Daniel Carré : Istoerieù kontet get Emile Samedy aterset get Loeiz Konan, Pierre Nignol ha Daniel Carré. Komzereħ a-ziàr ar sorbienneù gweħarall etre Thérèse Kerre ha Loeiz Konan Realizet get Maxime Morvan Crahé


First Previous Next Last