Kreiz Mintin


Annick Poulelaouen ha Geneviève le Buhé 2/2

Annick Poulelaouen ha Geneviève le Buhé 2/2

6 months ago

Un droiad etre Mendon ha Belz, é komz ag an amzer baset, ar brezhoneg, ar vuhę gwerall, ar bouéd ... Gwraet get Maxime Morvan Crahé


Annick Poulelaouen ha Geneviève Le Buhé  1/2

Annick Poulelaouen ha Geneviève Le Buhé 1/2

6 months ago

Un droiad etre Mendon ha Belz, é komz ag an amzer baset, ar brezhoneg, ar vuhę gwerall, ar bouéd ... Gwraet get Maxime Morvan Crahé


Kreiz Mintin é béw : Istimamp hor langajeù-ni !

Kreiz Mintin é béw : Istimamp hor langajeù-ni !

6 months ago

Istimamp hor langajeù-ni ! Komz brezhoneg ér bed-mañ hiziw an dę zo un akt a-rezistañs : Penaos déskeiñ ? Pesort brezhoneg ? Get piw kôjal , get piw déskeiñ ? Kronikenneù hag atersadenneù Muzik : A.Stivell / an Hoerezed Goadec / Kneecap Kampennet get MMCrahe Animet get JañLug er Mouel ha Maxime MC.


Kreiz Mintin - Anne-Marie Gloagen - ar Gouren 01

Kreiz Mintin - Anne-Marie Gloagen - ar Gouren 01

6 months ago

"Lamm", "fazi", pe c'hoazh "kostin" !Klevet peus dija ar pojoù-sen ? Marsen oc'h oet da welet ur c'hrogad gouren benak. Oet on tre bedeg Langoned da welet Anne Marie Gloagen. Honnezh rae àr dro ar skol gouren ba'ar Faoued. Ni beus kaojet a-zivout he istoer get ar gouren ar reolennoù ha traoù-erell da heul e vo un archivenn vihan a-zivout un diskoezhadenn organizet ba Bubri30 vlez'zo tro dro an hoarioù a Vreizh. Tosteit d'ar post ha komañsamp an abadenn Kreiz Mintin-mañ. Muzik : Edouard Le Sausse - ar Gourennour Bertrand Belin + Camilia Jordana - Les Beaux Gestes Fcuker - Play Me Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin - Daniel Urvoy 03

Kreiz Mintin - Daniel Urvoy 03

6 months ago

Demat Martin ! Tapit 'peus ho tamm chokolad ba ho teiziataer an Avent ? Ben ya... taostaat a ra Nedeleg. Marsen peus komañser da laourat. Grit un dihannig geneomp. Ni chomay àr an dro eit un euriad. Ba an abadenn Kreiz Mintin-mañ e vimp da getañ toud get Daniel Urvoy a Langoned da heul e vo klevet fin un archivenn get Paskalin er Rouz àg an Ignel hag eit achiv e vo klevet ur gontadenn savet àrlane get bugale Skol Marie Lefranc a Surzur Ajit neuzen ! Marsen ba tal an oeled. An abadenn a ya da gomañs. Muzik : Marie Helene Poupon-Tonnerre - Du thé du café Fleuve - fisel Valérie June - Rollin' and Tumblin' Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Trezolioù Kreiz Mintin - Paskalin ar Rouz

Trezolioù Kreiz Mintin - Paskalin ar Rouz

6 months ago

Petra dalve bout maintour en amzer gwezherell ? Setu neuzen un archivenn un abadenn anrejistret ba 1994 get Monig er Boulc'h. Familh Paskalin er Rouz oe chomet durant 300 vlez ba'ar memes lec'h, ba'ar memes tachenn. Honnezh a zisplega neuzen : droedoù ha deverioù ur maintour e vuhez àr ar pamdez ha traoù-erell Ale ! Ariv eo yen an amzer. Tosteit d'ar fenestr, kemerit ur plaid, selaouit a-dost. Ur vrav a archivenn eo. E selaou eh oc'h Trezolioù Kreiz Mintin. Muzik : Pascaline le Roux - Un Deiz é Pourmiñ Kae Tempest - Prayer to Whisper Argatu - Sa Jucam Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin - Daniel Urvoy 02

Kreiz Mintin - Daniel Urvoy 02

7 months ago

Demat deoc'h Alis ! Komañset peus ho tewezh aboe pell dija ! An dra-sen a ouian mat. Ar vugale d'ar skol, kavet ur blasenn eit an oto ba kreiz an Oriant, digoriñ ar stal... Toud an traoù kwa. Eurüzamant peus laket ar radio ha moeiañ vo deoc'h selaou an abadenn Kreiz Mintin-mañ. Da gomañs e vimp get Daniel Urvoy doc'h Langoned Da heul e vimp doc'h tu Karaez eit kaojal a-zivout an Espas Glenmor. Un archivenn anrejistret 30 vlez zo. Eit achiv e vo un atersadenn get François ar Rouz doc'h Ploe Neuzen Alis e vo berr ho mintiniad é selaou an abadenn Kreiz Mintin-mañ, é selaou Radio Bro Gwened Muzik : Annie Ebrel - An amourouzian seizh vlez Pascaline Le Roux - An Evn Bihañ Las Petunias - Agota la suerte Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Trezolioù Kreiz Mintin - Anna Jan - Betelame

Trezolioù Kreiz Mintin - Anna Jan - Betelame

7 months ago

Betelame ! Plij a ra deoc'h selaou ar re ansion é kaojal mod ar vro ? Setu neuzen deiz an abadenn Trezolioù Kreiz Mintin. Kavet 'meus un archivenn anrejistret ba Betelame. Monig er Boulc'h 'noe anrejistret Anna Jan. Kaojet vo neuzen a vourc'h Betelame an dilhad paizant ar chapelioù Ale ! Un tokarn àr ho tiskouarn. Selaouit a-dost ! E selaou eh oc'h Trezolioù Kreiz Mintin hag àr Radio Bro Gwened emañ. Muzik : Acid Arab - Atlas Anna Jan - Me gred me Greentea Peng - Green Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin - Anne -Marie Colomer 03

Kreiz Mintin - Anne -Marie Colomer 03

7 months ago

Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel A vordig ar Laita tre bedeg norzh ar vro pourlet. Set ar voiaj hag a vo graet geeomp hiriv. Da getañ toud e vimp c'hoazh get Anne-Marie Colomer da Glohar. Ni beus kaojet àg ar brezhoneg, ar c'ovid ha kanennoù ar vro. Da heul e vo klevet Marivoone er Fur da St Tudal. Kaojet vo a chapel Sant Ouen. Ajit àr ho sofa ! Serrit ho taoulagad. Chomit trankil. An abadenn Kreiz Mintin a ya da gomañs. Muzik : François Le Tallec - Boked Roz Roland Perron ha Anne-Marie Colomer - Gavotte mod an Aven Larkin Poe - Hard Time Killing Floor Blues


Kreiz Mintin - Anne Marie Colomer 02

Kreiz Mintin - Anne Marie Colomer 02

7 months ago

Demat Christophe ! Tostaat a ra miz an Aven. Ur bochad traoù zo d'ober ba'ar jardin hiriv sur a-walh ! Grit un dihannig geneomp. Arriv eo eur Kreiz Mintin. C'hwi yay d'ar jardinen dro a-benn un euriad. Da getan e vimp get Mathieu André. Hinneezh a ra Hockey dindan an dour Da heul e vo eil lodenn un atersadenn get Anne-Marie Colomer Eit achive vo un archivenn. Erwan er Pimpeg a gaoja àf e voiajda Gampuchea Tosteit ! Posit ho potoù koed. E selaou eh oc'h Jañlug er Mouel hag àr RBG emañ. Muzik : Nu Genea - Marechia Jean-Louis Le Vallegant + Daniel Miniou - Gavotte de l'Aven Jeanne Cherhal - L'eau Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel.


First Previous Next Last