Ar an hent da Ploure emañ é chom met ba Langoned ur sort. Oet on da atersiñ Marsiñ ar Gov. Plij a ra dehon kaojal. Un den hag a ouia ur bochad traoùivez. Ha neuzen hon eus paset un tamm amzerhon daou é laret kaera-zivout ur bochad traoù. Parlant an vro kudennoù lojeris hag ur yoc'h traoù-erell Muzik : Neacap - Smugglers and Scholars Ducasse - Paule Dañs Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel.
Me 'm eus anavet Gérard ha Loeiz 'n ur vont da atersiñ Roger Dorval. An daou baotr-sen anava toud an dud tro dro Langoned. Durant an anderviad getañ em eus losket ma enrollour da droiñ. An daou-sen anave mat Roger hag int a ouie mat ivez a-zivout petra e veze interesus da gaojal. Ba an abadenn-mañ am eus laket lodenn zevezhañ an atersadenn-mañ. Ni beus kaojet a-ziàr : ar brezel, ar c'hanhag an evajoù da heul am eus profitet da atersiñ Gérard ha Loeiz àr an dro get un drivet c'homper, Noel.An tri-sen 'neus kanet ha kaojet a-ziàr ar c'han, ar brezhoneg Langoned en amzer gwezherell ha traouigoù-erell. Muzik : Quinquis - Inkanuko
Ar sizhun baset hag ar sizhun a-raok am eus kemeret un nebeud amzer eit mont d’ar filajoù organizet eit seleksioniñ an dud eit ar C’han ar Bobl 2026. Anavet vez ar c’honkour-sen a-gaoj d’ar c’han hag ar vuzig. Met klevet vez kontadennoù ivez. Oet on da selaou ar gontourian hag ar c’hontourezed. Muzik : Lucien Simon - ar c'had Melani Robic - Droug Penn Tamikrest – Adagh Oiantid Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel
Un droiad er stal « Et ça repart ! » get Glen Doujet. Ar c'hentañ boutik er Frañs hag a werħa tammeù plomenneù-gwrez - ar plomenneù aweit tuemmet an tiér – tammeù koħ dastumet ha choejet mat aweit kampenn ha lakaat ho plomenn da droeiñ én-dro ; kuit a breneiñ ur sistem newę a-beħ én-dro. Just-èl ma vę gwraet get an tammoù otoioù a-houde pell amzer deja. Glen Doujet a isplika demp a émen éma daet ar choñj da zigor ur voutik sort get hounneħ , ha penaos é rant aweit dastum ha testeiñ an tammeù hag o gwerħeiñ d'an dud partout dre ar bed. Muzik ha sonenneù : Leyla Mc Calla / Jeanne Padellec / Storlok / Filaj é Bignan / Lili Boniche / Athea & Donna Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé
Francis Richard a Sant Tudal a gonta demp é yaouankiz, é voaiajeù, é santimanteù ... Loig Cheveau a isplika demp petra eo é studi newę : Atlas Brezhoneg Bro Gwened Muzik ha sonenneù : Lucien Capitaine / Melanie Safka / Ur sonerez ag an Douar Santel/ Job Harnay / Adriana Calcanhotto Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé
Arriv kours ar filajoù er vro, an dolpadoù eit ar C’han ar Bobl. Razh an dud a ouia petra eo ar C’han ar Bobl. Ur c’honkour menn e vez kanet, sonet, danset ha laret kaer. Me 'm oe c'hoant da gaoal a-zivout ar c'han hag an dreuskas. Neuzen, ba an abadenn Kreiz Mintin-mañ e vimp get Arzel, Tifenn hag Erwan. Tud intereset get ar c’han. Emant é teskiñ ba konservaroar Kemper. Da heul e vimp get Gwen Skouarnek. Ur plac’h a c’hourin. ur Blind Test ‘vo àr deknikoù ar vouezh Muzik : Jean Guegan - Ba'an Turki Kerbedig - Gavotte ar Menez Argatu - Cea Mai Buna Un abadenn kadet da benn get Jañlug er Mouel
Emision sawet get archiveù a-ziár an dę kentañ ag ar blę , ar blęad mat hag ar filajeù ! Yannig Audran aterset get Monig er Boulc'h (1990) Raphaël Taldir aterset get Monig er Boulc'h (1990) Marie-Laure Groix é lâret-káer get tud an ti-retret Kervenoel é Pondi (1997) Muzik ha sonenneù: Lucie Sivy / Jeanne Padellec / André drumel / Odette Lorho/ Dir ha Tan Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé
Francis Richard a Sant Tudal a gonta demp é yaouankiz, é voaiajeù, é santimanteù ... Loig Cheveau a isplika demp petra eo é studi newę : Atlas Brezhoneg Bro Gwened Muzik ha sonenneù : Annie Ebrel / Jean Corignan / Louise Forestier / Madame Guiscriff / Hermeto Pascoal Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé Limaj : ©Collection Musée de Bretagne
Mimoerieù Loeiza Meliner lennet demp get Annaig Lucas ha Daniel Doujet. Lârereħ-káer get Suzanne ha Robert Kendaoù a Lomahlaoù : ar vuhę gwerall, ar labour én dachenn, ar chañjamanteù, ar pardonieù, ar bouéd, an diskontereħ … (eil tamm). Un tamm ag ar gronikenn Boaiaj Boaiaj, Maris-Claire Louis aterset get Merwin, a gonta demp hé boaiaj àr-velo dre ar Broieù-Izel . Trouz ha Safar get Gentaz Buhé : Sorbienneù tennet ag ar lévr Mil noz ha unan Muzik ha sonenneù : Suzanne Gwegan / Jo Serjant / Manno Charlemagne / The Iron Horse Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé