Kreiz Mintin


Jañdarm àr jao

Jañdarm àr jao

3 years ago

Marcel zo a Landevan. Goude e servij b'an Aljeri eo daet ar sonj dezhoñ bout jandarm, àr jao mar plij geneoc'h ! Eñ zo bet un tammig partoud a-gaoz d'e vicher.


Albom Dastum : Bro Pourleth

Albom Dastum : Bro Pourleth

3 years ago

An asosiasion Dastum deus savet un album nevez diàr-benn Bro Pourlet, (àr-lerc'h bout savet kani Bro Fisel ha Bro Menez). Ur bochad tud o deus labouret ewit sevel ar levr hag a ya get an albom; a-barzh e c'hellit lenn kaozoù ar c'hanennoù e breton ar vro hag e galleg, istoer ar vro, spered an dud, an traoù spesial get ar parlant ha lod kaer a draoù interesus kaer diàr-benn ar vro-se. Maxime Morvan Crahé, Monique ar Boulc'h ha Christian Rivoalen zo daet da RBG da gozeal ag an albom hag ar vro Pourlet !


Berped àr an hent

Berped àr an hent

3 years ago

Daniel Urvoy neus groet lod kaer a draoù durand e vuhez med hiriv 'ya da gojeal deommp ag ar vicher chauffeur routier. Eñ neus konduet pasabl betag Bro Saoz get e gamion karged a legumaj a-raok dont en-dro da Frañs ha da vont un tammig partoud da ziskargañ an traoù 'noa digaset ag en Añgleterre. Ne 'oa ket aes bout berped àr an hent neoazh 'neus plijet ar vicher-se da Daniel kement e huñvrea c'hoazh ag an transport.


Div amiez e Gwern

Div amiez e Gwern

3 years ago

Bernadette Bozeg zo gannet e Seglian met e skol e Gwern 'oa bet. Hag Odette Guilloux a Gwern 'oa er mem skol met dimezet eo bet e Seglian ! Bremañ int an div e ti ar re gozh er Gemene. Odette ha Bernadette o deus kontet din o buhezioù e Gwern, an traoù burzhudus a base du-se, Diaul Lokmeltro, ar pardon ha lod kaer a draoù.


Nelly a Bersken

Nelly a Bersken

3 years ago

Hiriv e ramp konaisans get Nelly Ar Moing a barrez Persken, er vro Pourleth. He 'gomz ag he zud, an ti-feurm hag ar barrez.


Mont da Bariz da labourat

Mont da Bariz da labourat

3 years ago

Jean-Mai ha Job zo chom bremañ b'an Ehpad Kervénoaël.. Jean-Maï a gonta deomp e yaouankiz ba Pariz.


Ur vuhez e Pluigner

Ur vuhez e Pluigner

3 years ago

Simone hag Angèle a zo en Ehpad Kervenaoel e Pondi. Simone zo a Pluigner, n'he deus ket james kuitet he farrez a-raok dint da Bondi. Angèle zo-he a Valgeneg. Turand e yaounkiz he deus groet ar sezonoù e Jerzey.


Gouel-Mikael

Gouel-Mikael

3 years ago

Nelly a Bersken a gomz genomp ag ar Gouel-Mikael, an termen menn ema an deizioù o berrat, ha kours da baeañ ar feurm, ha da jerriñ an avaloù-douar.


Kenavo Guigner An Henañ

Kenavo Guigner An Henañ

3 years ago

Partiet eo Guigner An Henañ d'an 12 a viz Gwenoloñ. Eñ zo bet maer Pleuigner hag unan ag ar re o deus savet Kanerion Pleuigner. Guigner zo bet aterset meur a wezh get Monique Ar Boulc'h, hag an div atersadenn a zo klevet e Kreiz Mintin hirie zo bet enregistret e 89 ha 93 ewit komz hag ar strollad hag o albomoù nevez.


Ur reder moto a Velrant

Ur reder moto a Velrant

3 years ago

Christian Le Badezet a Velrant zo bet gozik partoud kar eñ 'oa ur reder moto a-vicher. Eñ a gonta deomp penaos 'pasa ar c'hoursoù ha penaos neus komañset !


First Previous Next Last