Er blead 70 e oe meur a sourm e Breizh. En o mesk, kani ar laezh, anavet La Guerre du Lait. Georges ha Hélène Dauphin o deus soñj kar Georges neus kemeret pezh a-barzh ar manifestasionnoù. Ni zo get Georges ha Hélène en o zi en Arzhanoù, ewit kozeal ag ar Guerre du lait hag ar labour peizant d’ar c’hours-se. . MUZIK : --- Sylvain Giro : Paysans, en lutte, debout ! --- Alan Stivell : An Dro Nevez --- Simone Le Foulgoc : --- L’Orchestre National Breton : Er Melinieu Aùel Limajoù ha sonioù tennet ag an teul-film « La Guerre du Lait » savet get Guy Chapouillé.
Un deiz bennag neus Jorj Belz lâret din : « Kit da welet Alan Goulven, kar eñ neus ur yoc’h traoù da gontañ diàr-benn e veaj e Gres ! », ha setu penaos meus groet konaisañs get Alan. Eñ hag e vouez a vourra beajiñ ha neuze e konta Alan lodenn getañ e veaj . MUZIK : --- Taouarh : Kas-a-barzh --- Ampouailh : Gwagenn --- Bankal Trio : Cuperlika --- Tobbie/Bourgault : Si le roi savait
Ni zo vont da barres Mehenneg e kompagnunezh Lucienne Guillemot. Lucienne deus soñjoù trist ag he bugaleaj, met gweave int bourrapl ur sort... He 'gonta un nebeut traoù deomp ! . MUZIK : ---Les Ours du Scorff : Tourne, tourne ---Termajik : Valse rouge ---Régis Huiban : Huk, le troisième voyage d'Henri Bugais ---KBA 8 : Trist eo ma flanedenn
Lucienne Riguidel a bares Brandivi a gaoza deomp ag he zud-kozh hag he den Jean. Musik : - La rivière courante : Erwan Tobie & Heikki Bourgault - La Goutte nevez : Jean-Pierre Quéré Et Christophe Le Menn - Sabotér Koed : Kanerion Pleuigner - Ur plac'hig a Dachenn : Landat & Moisson
E penn-komañs ar blez on bet en ur filaj e Kistinid. Añse ‘oa ur bochad kanerion, kozh ha yaouank. En o mesk ‘oa Pierre ha Cécile Nignol. Me zo bet àr-lerc’h oc’h ober konaisañs gete en o zi, e Sant-Iwan Bubri. Musig : ---Elise Nignol : Ar vateh Perin ---Henri Bevan, Giladas Robic, Pierre Nignol : Kantik sant Iwan ---Pierre Nignol : Breizh ma bro karet ---Pierre Nignol : Ur plac’h yaouank a Sant-Tudal