Kreiz Mintin


Ar stal "Et ça repart !" get Glen Doujet

Ar stal "Et ça repart !" get Glen Doujet

14 days ago

Un droiad er stal « Et ça repart ! » get Glen Doujet. Ar c'hentañ boutik er Frañs hag a werħa tammeù plomenneù-gwrez - ar plomenneù aweit tuemmet an tiér – tammeù koħ dastumet ha choejet mat aweit kampenn ha lakaat ho plomenn da droeiñ én-dro ; kuit a breneiñ ur sistem newę a-beħ én-dro. Just-èl ma vę gwraet get an tammoù otoioù a-houde pell amzer deja. Glen Doujet a isplika demp a émen éma daet ar choñj da zigor ur voutik sort get hounneħ , ha penaos é rant aweit dastum ha testeiñ an tammeù hag o gwerħeiñ d'an dud partout dre ar bed. Muzik ha sonenneù : Leyla Mc Calla / Jeanne Padellec / Storlok / Filaj é Bignan / Lili Boniche / Athea & Donna Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé


Francis Richard - Loig Cheveau 2/2

Francis Richard - Loig Cheveau 2/2

14 days ago

Francis Richard a Sant Tudal a gonta demp é yaouankiz, é voaiajeù, é santimanteù ... Loig Cheveau a isplika demp petra eo é studi newę : Atlas Brezhoneg Bro Gwened Muzik ha sonenneù : Lucien Capitaine / Melanie Safka / Ur sonerez ag an Douar Santel/ Job Harnay / Adriana Calcanhotto Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé


Kreiz Mintin Live - Ar c'han hag an dreuskas

Kreiz Mintin Live - Ar c'han hag an dreuskas

14 days ago

Arriv kours ar filajoù er vro, an dolpadoù eit ar C’han ar Bobl. Razh an dud a ouia petra eo ar C’han ar Bobl. Ur c’honkour menn e vez kanet, sonet, danset ha laret kaer. Me 'm oe c'hoant da gaoal a-zivout ar c'han hag an dreuskas. Neuzen, ba an abadenn Kreiz Mintin-mañ e vimp get Arzel, Tifenn hag Erwan. Tud intereset get ar c’han. Emant é teskiñ ba konservaroar Kemper. Da heul e vimp get Gwen Skouarnek. Ur plac’h a c’hourin. ur Blind Test ‘vo àr deknikoù ar vouezh Muzik : Jean Guegan - Ba'an Turki Kerbedig - Gavotte ar Menez Argatu - Cea Mai Buna Un abadenn kadet da benn get Jañlug er Mouel


Trezolieù kreiz Mitin : Blęad mat ha filajeù !

Trezolieù kreiz Mitin : Blęad mat ha filajeù !

27 days ago

Emision sawet get archiveù a-ziár an dę kentañ ag ar blę , ar blęad mat hag ar filajeù ! Yannig Audran aterset get Monig er Boulc'h (1990) Raphaël Taldir aterset get Monig er Boulc'h (1990) Marie-Laure Groix é lâret-káer get tud an ti-retret Kervenoel é Pondi (1997) Muzik ha sonenneù: Lucie Sivy / Jeanne Padellec / André drumel / Odette Lorho/ Dir ha Tan Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé


Francis Richard - Loig Cheveau -1

Francis Richard - Loig Cheveau -1

28 days ago

Francis Richard a Sant Tudal a gonta demp é yaouankiz, é voaiajeù, é santimanteù ... Loig Cheveau a isplika demp petra eo é studi newę : Atlas Brezhoneg Bro Gwened Muzik ha sonenneù : Annie Ebrel / Jean Corignan / Louise Forestier / Madame Guiscriff / Hermeto Pascoal Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé Limaj : ©Collection Musée de Bretagne


Alain an Ny - Ploure

Alain an Ny - Ploure

29 days ago

null


Tammeù a bep sort ! Kronikenneù hag atersadenneù

Tammeù a bep sort ! Kronikenneù hag atersadenneù

last month

Mimoerieù Loeiza Meliner lennet demp get Annaig Lucas ha Daniel Doujet. Lârereħ-káer get Suzanne ha Robert Kendaoù a Lomahlaoù : ar vuhę gwerall, ar labour én dachenn, ar chañjamanteù, ar pardonieù, ar bouéd, an diskontereħ … (eil tamm). Un tamm ag ar gronikenn Boaiaj Boaiaj, Maris-Claire Louis aterset get Merwin, a gonta demp hé boaiaj àr-velo dre ar Broieù-Izel . Trouz ha Safar get Gentaz Buhé : Sorbienneù tennet ag ar lévr Mil noz ha unan Muzik ha sonenneù : Suzanne Gwegan / Jo Serjant / Manno Charlemagne / The Iron Horse Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé


Suzanne ha Robert Kendaoù

Suzanne ha Robert Kendaoù

last month

Lârereħ-káer get Suzanne ha Robert Kendaoù a Lomahlaoù : ar vuhę gwerall, ar labour én dachenn, ar chañjamanteù, ar pardonieù, ar bouéd, an diskontereħ … Ar gronikenn Trouz ha Safar get Gentaz Buhé : avañturieù Nasr Eddin Hodja Muzik ha sonenneù : Odile Moustarder / Barzaz /an trio Kanour Noz/ Daphne Kritharas Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé


Christian ar Badezet - Ar Reder get an Erminig

Christian ar Badezet - Ar Reder get an Erminig

last month

Ur paotr tost d'ar brezhoneg ha neoazh e vehe bet posubl dehon mont pell, mont founabl ha c'hom doc'h an tu-rell àg ar bed. Kristian Bedezet a Velrandneus choajet lours a-walh bout reder moto a vicher. Hinnezh a zisplega deomp penaost 'neus komañset petra eo ur buhez reder moto a vicher hag ivez petra veze graet geton eit ar brezhoneg pa ne veze ket é redeg Music Emile Diodic - ar charre koed Lenine - Intelorencia The Baboons - Drinking Gasoline Un abadenn savet get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin bev - AM Gloagen - Ar merc'hed hag ar gouren

Kreiz Mintin bev - AM Gloagen - Ar merc'hed hag ar gouren

last month

null


Next Last