Heklev an hañv


Heklev an Hañv - 20/08/26

Heklev an Hañv - 20/08/26

last month

Salud deoc’h Yann ! Me ouia mat eh oc’h dija àr ho pag. Trañkilig àr an dour paravis enez Groez. Me ouia mat eh oc’h get ho ki. Ha c’hwi yay ho taoù da neungellat ! Me ouia mat ivez e selaouit razh an abadennoù radio e brezhoneg. Ha just a-walh ! Arriv eo eur an emision Heklev an Hañv. Kaniget vez hiriv get Janlug ar Mouel a Radio Bron Gwened Da getañ toud e vo klevet un atersadenn kaset da benn get Emrys. Jaime da Silva zo bet aterset geton a-zivout ar levr « Jobeline, kouiff ma mamm » Da heul e vo ar gronikenn « àr hentou an anthroposenn » kaniget get Loeiz Belleg Arlec’h e vo termen an doereoù petemant ar c’heleier get Anton Burel. Ni gaojay àrlec’h un tammig a-zivout programm Festival Malgeneg Da heul e vo klevet Jean ar Bouilh da Gervigneg. Ar an dro get toud an traoù-sen e vo un tammig muzig, hag un tammig barboterezh. Ale Yann ! Lakit ar post radio un tammig kreñvoc’h. Brav eo an amzer ha sioul ar mor ! An abadenn Heklev an Hañv-mañ a baday gozik un eur. Muzik : Jimmy Duck Holmes - Catfish Blues Mouk - Ar Paotr Arajet Fcuker - Play Me


Heklev an Hañv 19/08/2026

Heklev an Hañv 19/08/2026

last month

Françoise Louarn diwar-benn ar gevredigezh Skoazell a sikour ar maouezed gwallgaset. Denez Prigent diwar-benn e sonadeg er Motocultor. Kronikoù : Paf Istor Breizh, Istor Kemper Keleier : Aodren Trehin (Radio Bro Gwened) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.


Heklev an Hañv 18/08/2026

Heklev an Hañv 18/08/2026

last month

Eus un ostaleri goant e bourk Bulad-Pistien e vo komzet hudu. E-pad bloavezhioù e oa renet ar Ch’ty Coz gant Emmanuelle Nohaig met abaoe ur reuziad emañ ar rañjennoù e daouarnioù Claudia Borrelly ha Marc-Antoine Ollivier. Hemañ diwezhañ a gonto deomp eus ar fest-noz kanet ha sonet a vo eno gante disadorn 22 a viz Eost, adalek 6e noz. Met araok mont di e chomfomp e Rostrenn ur c’hrogad. Lakaet e vo ar gaoz war ur fest ha n’haller ket c’hoari an dro dezhi, ar « Fisel » ! Hag a grogo a-benn eizhtez... 6 devezh da selaou sonerezh, da zañsal, d’ober anaouegezh gant tud ha traoù, eus ar 25 d’an 29 a viz Eost. Gant : Alan Kloareg Sonerezh : Gosseyn - La petıte anchoıs sur la collıne aux mûres Anna Ferrer, No ven más cien ojos Duo Nar, musique désorientale Bertou/Fulup, 40 vloaz RKB (Avelenn) La belle ivresse, Suite du petit garçon Un abadenn lusket gant Tomaz Laquaine-Jakez ha Yann Boishardy


Heklev an hañv 17/08/2026

Heklev an hañv 17/08/2026

last month

Dizoloiñ Molenez gant Mouligenn hag Agathe Seïté Fuloret eo beajourienezed an TER Sud. Jean-Marie Ollivier a lâr hiroc'h deomp.Un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas. Ar pezh-c'hoari "Marées" gant ar gompagnunezh Safar Ar c'hronikennoù PAF! hag Istor Kemper SonerezhTrio Ternura, Denez Abernot, Tyler The Creator & Lola Young ha Blondie Keleier gant Metig Jakez-Vargas Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten


Heklev an hañv d'ar Gwener 14/08/2026

Heklev an hañv d'ar Gwener 14/08/2026

last month

Ninnog Hupel zo heñchourez gant ar gevredigezh Arz e Chapelioù Bro Leon e-pad an hañv. Kinnig a raio deomp oberennoù an arzourez Véronique Porot a zo diskouezet e Lanniliz betek warc'hoazh. Anton Burel a embanno ar c'heleier Maria ha Laora zo div sonerez eus Bro-Spagn. Ober a raint anv eus ar strollad Balkan Paradise Orchestra en doa sonet da geñver ar festival "Penn-ar-Bed" e Kraozon. Troet int bet gant Trifina Baudu.


Heklev an Hañv  - 13/08/2026

Heklev an Hañv - 13/08/2026

2 months ago

Program hañv pemdeziek e brezhoneg : muzik, reportajoù, keleier. festivalioù YAOU 13 a viz EOST Ider Josso-Arhid, studier, sonour, dañsour aterset er FIL 2026 Kronikenn Loeiz Beleg, àr hentoù an antroposen : Ar prizioù Ignobel JP. Runigo a Dour ha stêrioù Breizh aterset a-ziàr ar bezhin glas get Aodren Trehin Tonieù : La Mézanj / Trio Kanour Noz / Hamon Martin 5et/ Ital Express Emision kampennet hag animet get MMCrahé a Radio Bro Gwened Keleier bannet get Erwan Blanchard


Heklev an hañv ar Merc'her 12 a viz Eost 2026

Heklev an hañv ar Merc'her 12 a viz Eost 2026

2 months ago

Atersadenn : Paskal Nignol, heñcher e mirdi Breizh, diwar an diskouezadeg nevez An afer Dreyfus e Roazhon Kronikennoù : PAF! (bannoù-treset) : Bloavezhioù an Olifant Istor Kemper, Istor Breizh : Ti Kodak Hag ivez : Liv an amzer Ar c'heleier gant Anton Burel Sonerezh : The Wran - Sullivan's John Sprints - Better Kinniget gant : Tangi Poisson


Heklev an Hañv 11/08/2026

Heklev an Hañv 11/08/2026

2 months ago

Kostez Plourac’h e vefomp evit ar beure. Baleadennoù berr zo bet kinniget eno e-pad an hañv gant ar C’hontrad Lec’hel a Yec’hed* savet gant Gwengamp-Pempoull Tolpad-kêrioù (GPA) ha Leñv Arvor Kumuniezh (LAC). Un tamm kenlabour gant ar CRT, ar Greizenn Dafar evit an dud Oajet, ha setu lakaet war-droad 7 baleadennig. Troiadoù komod d’an holl ha buhezet gant ur buhezour a-vicher. Krog e oa ar jeu e penn kentañ miz Gouere gant harp tud ar gevredigezh D2 (Dynamique et Développement) emañ he zi e Kallag. Met ar re-se o deus un ti war rodoù ivez, an Ti Koad a vez graet deusañ. E-pad pemzektez betek digwener 7 a viz Eost e oa an ti bihan koant-se war ar parking eeun da di-kêr Plourac’h. Digwener ne oa ket bet displijus an traoù eno, sur deoc’h ! Degemeret an dud gant kafe ha kachennoù ha mousc’hoarzhoù e-leizh... Tud aterset : Aline ar Barzh, Thierry hag Alain eus Plourac'h Sonerezh : Robert Bizien et Louis Lallour, Gilgoden Suzanne Fischer, Cours cours (live avec Naira Andrade) Zord Quartet, Gavotte de l'Aven Un abadenn lusket gant Tomaz Laquaine-Jakez *Contrat Local de Santé (CLS)


Heklev an Hañv 10 Août 2026

Heklev an Hañv 10 Août 2026

2 months ago

-Cancer Colère, Krank Kounnar: ur stand a vo war marc'had Kemperle digwener vintin etre 9e00 ha 13e00, dalc'het gant Régine Guillemot. -Nil Caouissin, kuzulier rannvro UDB ha bez-prezidant Breizh a Gleiz, diwar-benn an dalc'h diwezhañ Rannvro Breizh, e miz Even (Anton Burel) -PAF , bandoù-treset Tangi Poisson : 'Traquemage' -Un dro e Kemper gant Yannig Laporte ha Morgane Bramoulle : ar balioù. -Keleier : Aodren Trehen.


Heklev an hañv d'ar 7 a viz Eost 2026

Heklev an hañv d'ar 7 a viz Eost 2026

2 months ago

Pennadoù-kaoz : Diskouezadeg : "Teñzorioù" en egoren an arzoù e Montroulez, gant Lizig Chenevièvre buhezourez eno. Kansinet : gant Annaig An Naou ha Fleur Bigouret, bet kansiet (troet e yezh ar sinoù) sonadeg Madelyn Ann e Yaou ar porzh e Brest. C'hoariva : "Vous n'aurez pas ma Bretagne" gant ar strollad Hent ar Mor kinniget gant Tangi Merrien, komedian. Sonerezh : Tour gant Taouarh Skrivañ gant Madelyn Ann Meu Forro e Meu Canto gant Bel air de Forro


Next Last