Heklev an hañv


Heklev an Hañv, 5 a viz Eost 2026

Heklev an Hañv, 5 a viz Eost 2026

2 months ago

-BD (Tangi Poisson) : 'La Balada del Norte' -Un dro e Kemper: an teatr Max Jacob, pe resisoc'h an dachenn Bouchaballe (Yannig Laporte/Morgane Bramoulle) -Pa ra paotred ar sinema krouedurioù artifisiel deus ar merc'hed: petra eo, ar 'male gaze'? Manon Renault / Marianne Vaidie -Ur c'haier c'hoarioù e brezhoneg kinniget gant Sten Charbonneau ouzh mikro Anton Burel -Kastell Kerminy a zegemer arzourezed hag arzourien e residañs (Elodie Signor/ Metig Jakez-Vargas)


Heklev an Hañv 04/08/2026

Heklev an Hañv 04/08/2026

2 months ago

Ma c’hallfe pep hini e Kreiz Breizh kaout an tu d’ober anaoudegezh gant an arzoù hag ar sevenadur kenkoulz ha n’eus forzh piv a vefe o chom en ur gêr vras, sell aze pal kentañ ar gouel [Lieux Mouvants] (https://lieux-mouvants.com/) . Dañsoù, sonerezh, kaozeadennoù gant tud a oar diouzh o zraoù, diskouezadegoù... Stank eo ken ec’h eo an danvez ac’h a d’ober ar « festival etre natur ha kultur », harpet abaoe ar c’homañsamant gant Kumuniezh kumunioù kreiz Breizh, ar CCKB. Krog ar jeu abaoe penn kentañ miz Gouere met padout a ray betek an 23 a viz Eost. Gant-se n’eus digarez ebet da chom hep mont di da sevel e fri. Disul e oa bet Tomaz Laquaine e Laruen o welet Antoinette Blejan a zo a volontez vat o sikour ar gouel un dek vloaz bennaket zo. Deus Les Mardis Têtus e vo komzet en abadenn ivez, e kompagnunezh Etien Kabared eus [Les Musiques Têtues] (https://musiquestetues.com/) . Sonerezh : Janeta, Cocanha Toco la Toccata #1, Philippe Ollivier Dans ma maison, Alma Rechtman Le Pebre, Sourdure (gant Lisà Langlois) Un abadenn lusket gant Tomaz Laquaine-Jakez


Heklev an Hañv, d' an 3 a viz Eost 2026

Heklev an Hañv, d' an 3 a viz Eost 2026

2 months ago

-Marthe Vassallo a vo warch'oazh gant ur lodenn deus ar C'hoeur Mélisme(s) e Kastell Trevarez evit reiñ -e-kerzh an abadennoù programmet dindan an anv 'les Estivales'- 'Les lavandières de la nuit'. -Yannig Laporte a gaso Morgane Bramoulle dre straedoù Kemper, ar wezh-mañ war-zu ti-kloz diwezhañ ar gêr. Hag hemañ a zispaka sklêrijenn war sokiologiezh kerbenn Kerne d'ar poent ma oa oa c'hoazh digoret. -Sarah Geffard Michel zo o strollañ, o renkañ, hag o talvoudekaat dielloù an embregerezh Hennaf e Pouldreuzig : miret e vezont abaoe 120 vloaz (Morgane Cotten) -PAF, ur vandenn dreset kinniget gant Tangi Poisson: hiziv, 'le Joint Français'. -Kentin le Priol a zeu en-dro gant ur c'hinnig bet graet en Nevz-amzer gant strollad an Ekologourien: kinnig ur c'hoñje hin pa vez re domm an amzer da labourerezed ha labourerien zo. (Metig Jakez-Vargas) -ha diwar-benn an hin adarre, diwar ar mod ma chench hor buhezioù : Aodren Sanner, pomperez, a gont deomp penaos 'oa al labour, ha gant pe breder 'oa kaset e miz Gouhere (Anton Burel)


Pennad kaoz gant Saïg Bihan Ar Briz

Pennad kaoz gant Saïg Bihan Ar Briz

2 months ago

Dañs Keff =========


Heklev an hañv ar Merc'her 29 a viz Gouere 2026

Heklev an hañv ar Merc'her 29 a viz Gouere 2026

2 months ago

Atersadennoù : Kalstra hag OktoH, skol nevez ar rap e brezhoneg Amelik gant un arvest sonerezh-teatr Voyage d'un Oud Marthe Vassallo gant he arvest Marivon Vras Kronikenn : PAF! (bannoù-treset) Hag ivez : liv an amzer Sonerezh : Kalstra, Okto H, 'Ndiaz ha Plouz&Foen Kinniget gant : Liza Jakez-Vargas


Heklev an Hañv 28/07/26 : Eus Breizh da Gaza : An dour

Heklev an Hañv 28/07/26 : Eus Breizh da Gaza : An dour

2 months ago

Brav eo an amzer e Breizh, eus Brest betek Naoned, glav ebet war hon fennoù. Pouezus eo evañ dour pa vez tomm gor an amzer evel-se. Dour evapl, dour eus ar rivieroù, eus ar stêrioù, dour o tifoupañ eus an douaroù… E-kreiz an tabutoù zo emañ an dour - eus Breizh betek Palestina. Deus an dra-se e vo anv hiziv en hoc’h abadenn Heklev an Hañv. . Gerard Lahellec, senedour Aodoù-an-Arvor eus ar strollad Komunist Republikan Citoian Ekologist. Hennezh ‘n oa votet a-enep d’al Lezenn anvet Loi d’Urgence Agricole lec’h ma vez cheñchet kalz an doare da wareziñ, da verañ ha da stokiñ an dour a-benn kontantiñ interestoù an agro-industri. . Ur gronikenn Gerioù ar Vuhez diwar-benn ar Gwirioù gant Herri an Naou ha Marie-Laure Groix. . Jeannot Flajeul eus Palestina Dieub 22. Ral a-walc'h eo an dour e Sav-Heol kreiz. E-kreiz ar brezel a gas Israel evit aloubiñ ha trevadenniñ an tiriadoù tro-dro dezhañ emañ an dour. Sonerezh : . Entre dos Aguas, Paco de Lucia . Love is You, Faraj Souleiman


Heklev an Hañv, d'ar 27 a viz Gouhere

Heklev an Hañv, d'ar 27 a viz Gouhere

2 months ago

-Loargann a ginnig div nozvezh e Su Penn-ar-Bed evit lenn an oabl, hag un emgav evit gwelet ur fallaenn war an Heol (Dominik Merrien-Marianne Vaidie) -'Cracottes' ha 'Brindilles', div abadenn ganet gant Simon Creachcadec (Marianne Vaidie) -Margot Rupin, klañvdiourez, a ro he santimant da vMetig Jakez-Vargas goude m'eo bet desket e vo serret plasoù da zeskiñ he micher e Breizh. -Iliz ha Kloz Lokmaria, ur weladenn gant Yannig Laporte (Morgane Bramoulle) -hag evit kregiñ ganti, un dro er vandenn-dreset ''Lorraine, coeur d'acier'' gant Tangi Poisson


Heklev an hañv 24/07/2026

Heklev an hañv 24/07/2026

2 months ago

An diskouezadeg "Warhol" a vez dalc'het e Kef Helene hag Edouard Leclerc (FHEL) e Landerne betek fin miz Genver. An hanterourez sevenadurel Elise ar Fourn a ginnigo buhez hag oberennoù arzour ar "pop-arz" deomp. Brice ar Penneg a embanno ur gronikenn diwar-benn bagad bro Landerne a sono warc'hoazh da geñver an abadenn "Fest e Landerne". Petra a rit e-pad an hañv ? Kasit ho "Mouezhig" deomp ! Lucia Giacomazzi zo ur studierez eus bro Italia. O labourat e Gwarez filmoù Breizh emañ e-pad an hañv. Keñveriañ a raio he bro ha Breizh en he c'hartenn-veaj. Eil abadenn "Radio Susinioù" a vo embannet gant strollad kazetenniñ KEAV : Mai, Yann-Mai, Yann-Fañch hag Yves.


Heklev an hañv - 22/07/2026

Heklev an hañv - 22/07/2026

2 months ago

Brieg Guerveno a vo da welet e gouelioù Kerne gant ur grouidigezh dibar Fest an hoc'h a vo dalc'het d'an 8 a viz Eost e Ploveilh 40vet deiz-ha-bloaz ar strollad Dremmwel Ar c'hronikennoù PAF! hag Istor Kemper Sonerezh La Femme, Brieg Guerveno, Alice Costelloe, Dremmwel hag Indus


An endro hag al labour-douar lakaet kein ouzh kein gant ar Stad :  Mouezhioù Koñfederasion ar Beizanted ha Breizh Vev. 21/07/26

An endro hag al labour-douar lakaet kein ouzh kein gant ar Stad : Mouezhioù Koñfederasion ar Beizanted ha Breizh Vev. 21/07/26

2 months ago

Votet 'oa bet al lezenn Loi d'Urgence Agricole dec'h d'an noz er Vodadenn Vroadel ha deus-se 'vo kaoz hiziv evel just. Gant mouezh-aotreet Koñfederasion ar Beizanted 22 Goulven Troadec hon eus lakaet ar gaoz war ar prezegennoù oa bet aozet gant Ministrerezh al Labour-Douar etre miz Meurzh ha miz Even 2026 e Breizh : « Prezegennoù war souveneriezh ar boued ». Bev ha gwarezet an natur e lec’hioù zo. Er Roc’h-Ugu e Pleuzal e vez klasket en ober. Tro-dro d’ar c’hastell zo un park bras gant gwez, poulloù, plant ha loened. Ur vizitadenn heuliet o doa enrollet Yann Boishardy ha Sahel Frangeul-Rabeau eus RKB du-hont, lec’h ma oa Divi Alliot-Toupin (Ti ar Vro Treger-Goueloù) o treuzkas e varregezhioù war sekredoù an natur. Hag a-raok klozañ an abadenn-se ez imp betek Penn-ar-Bed asambles gant Jean-Noël Ballot. Hennezh zo eil-prezidant Breizh Vev ha gantañ ‘vo anv eus an 9 c’humun a c’hallfe bezañ diglaset eus an tachennoù gwarezet deus an nitratoù. Muzik : Elza Soares, Libertação Soledad, Entré a mi pago sin Golpear


First Previous Next Last