Tramor


Lankum

Lankum

9 months ago

Lankum, ur strollad deus Dulenn. An neb a selaouo dioute 'gomprenno raktal petra dalv selaou douz kanaouennoú kozh bout kanet n’ur mod nevez memes tra : klask mirout ur sentimant ispisial hag enoriñ amzer didermen an tonioù.


Fleuït a-dreuz iwerzhon gant Marion Portanguen

Fleuït a-dreuz iwerzhon gant Marion Portanguen

last year

Atersadenn Marion Portanguen, bet stajiadez er radio, a zo 'teskiñ brezhoneg. Fleuït 'son-hi, ha d'he zrugarez 'klevimp meur a-zoare disheñvel da seniñ Fleuït a-dreuz en Iwerzhon hag amañ, ba'r vro.


Ar Uilleann pipes

Ar Uilleann pipes

last year

Atersadenn Yoann An Nedeleg diwar benn ur bemveg tost hor c'halon dioutañ : ar pib ilin ! "The piper's choice", "dibaboù ar soner" en abadenn-se 'giz vez lâret 'badum' !


Akordeoñs daoudonek

Akordeoñs daoudonek

last year

Atersadenn ar soner Goulven Le Pennec, o kinnig deomp tonioù akordeoñs choaziet gantañ, un digarez da zeskiñ traoù nevez diwar benn an akordeoñs daoudonek iwerzhon !


Altan - Donegal

Altan - Donegal

last year

Strollad staliet ha gwriziennet en donegal, Altan zo brudet dre pevar c’horn ar vro ! En Donegal, e hanternoz iwerzhon, vezer kustum da welet sonerien ha sonerezed a lako ho kalon da dommañ michañs ! Trugarez vraz a laran da Martin Tourish, soner akordeoñs Altan, en deus roet sikour din evit lakaat da geñver buhez ar strollad em abadennig !


Sonerezh breton sonnet en tu all d’ar mor

Sonerezh breton sonnet en tu all d’ar mor

last year

Dav vo deomp treuziñ mor Breizh vel just, meurvor atlantel, ha pleg mor Gaskogn zoken ! Sonerien ha sonerezed iwerzhon, skos, amerikan hag all neus foetet bro, erru ba breizh, renkontret sonerien ar vro, ha desket gante an ton-mañ-ton…


Ar veaj

Ar veaj

last year

Beajiñ ha foetañ bro, pe mont kuit ha divroañ... Ar veaj a greiz tout…. setu skrivet tem an abadenn. Awen an arzourien hag arzourezed evit kompoziñ ha kanañ war un dro, a vouezh uhel o zristidigezh da gimiadiñ, pe o c'hoant fiñval ken don.


Meskañ sonerezh Iwerzhon

Meskañ sonerezh Iwerzhon

last year

Meur a stil zo bet mesket gant sonerezh hengounel bro Iwerzhon. Kerzhout a ra mat ar fusion, pe gamm hag iskiz a c'hell bezañ ! Deoc'h da selaou ouzh strolladoú bet brudet evit o labour meskañ!


Deus ar sonerezh hengounel d'ar folk e bro Saoz

Deus ar sonerezh hengounel d'ar folk e bro Saoz

last year

Sonerezh hengounel, kanaouennoú dastumet, pojoù saozneg kozh, folk deuet da folk rock, hir an hent evit kompren cheñchamantoù 'n eus digaset ar revival folk e bro Saoz. Gant ar spi vo sklaeroc'h an traoù goude bout selaouet an abadenn-mañ !


An daouad e sonerezh Iwerzhon

An daouad e sonerezh Iwerzhon

last year

Ur stumm a destenner bep taol pa sonjer e hengoun ar sonerezh Iwerzhon. Gwir pe pas ? Daouadoù sonerezh ken brudet ken oant kemeret vel referañs, mod pe vod. Deoc'h da glevet daouad-mañ-daouad em eus choazet en abadenn-mañ !