Atersadenn teir zelennourez o toullañ kaoz war an delenn Vreizh, teir mouezh o kontañ dimp o santimant war ar bemveg, hag ereoù Bro Iwerzhon... Anne Auffret, Gwenola Roparz ha Morgane Gregory a glever komz ha...seniñ !. Skeudenn : ar bladenn Telenn Vreizh.
Ur soner fleuït dreverz ampart, meus aterset ba' Tramor, Jean Michel Veillon e anv. Kontañ ra deomp e vuhez soner hag an darempred en deus etre div vro ereet a viskoazh : Breizh hag Iwerzhon. Skeudenn: Ar strollad Kornog en droiad amerikan e 1984
Ar skramm bras ha tonioù iwerzhon a glever 'barzh ! Gangs of New York, Peaky blinders, Barry Lyndon... sed aze ur sapre bandennad blockbusters a ra gant ar sonerezh hengounel, hag ouzhpenn-se o deus roet brud d’ar sonerezh iwerzhon, o skignañ tonioù zo !
Samples, backing tracks, overdub ha me oar-me... Hiziv 'lakomp ar gaoz war al lodennoù-son e sonerezh Bro-Skoz a vremañ. An tonioù 'meus dibunet a ro plas d’un diviz etre an hengoun hag un deknologiezh nevez, implijet lies hiziv an deiz endeo. Poltred : Malin Lewis gant Jonathan Doyle