Lerc'h ha lerc'h


Klub Maouted Kemper

Klub Maouted Kemper

last year

Keven ar Fur, prezidant ar BK Family a zo ganeomp evit lar hiroc'h deomp war ar c'hlub. Renkadur ar skipailh micherel ar bloaz-mañ, ar greizenn stummañ met ivez ar c’heriaoueg implijet e-barzh bed ar basket.


An ASMR hag ar rouedadoù sokial gant Youlmouth

An ASMR hag ar rouedadoù sokial gant Youlmouth

last year

Ar penn-sardin Yaël Kervern a zo anavezet dindan an anv Youlmouth war Youtube. Sevel a ra ur bern videoioù ASMR evit he c’humuniezh. Heuliet eo gant ouzhpenn 9000 den hag embannet he deus dija 110 video. Desket e vo hiroc'h war an ASMR ha bed ar rouedadoù sokial.


Ober d'ar brezhoneg bezañ evel ur pesk e lestr an naouegezh artifisiel

Ober d'ar brezhoneg bezañ evel ur pesk e lestr an naouegezh artifisiel

last year

Gant Mélanie Jouitteau, karget a enklaskerezh war ar yezhoù evit ar CNRS


Sindrom an Dic'hallusted d'en Em Gompren

Sindrom an Dic'hallusted d'en Em Gompren

last year

‘Sindrom an dic’hallusted d’en em gompren’ , sed aze an anv bet roet gant Lukian Kergoat d’ar pezh a c’hoarvez da zaou vrezhoneger aonik da gaozeal brezhoneg asambles ma n’int ket ganet er memes parrez, ma n’int ket a oad an eil gant egile, pe c’hoazh, ma n’en deus ket unan anezhe desket brezhoneg war barlenn e vamm. Dibardon ‘vez a-wezhoù an daremprederezh e brezhoneg. An aliesañ e vez merket sindrom an dic’hallusted gant un drol a simptom: ‘’N’eo ket ar memes brezhoneg’’, taolet d’an dud o klask kaozeal brezhoneg memestra. Ar brezhoneger ampechet gant ar SDEG n’eo ket gouest da anavezout kement ger a zo tout e diskour an den a-dal dezhañ, sañset. Daoust hag ur gwir sindrom eo? Piv bennak a zo klañv gant an dic’hallusted d’en em gompren a c’hell pareañ buan eme deomp ar yezhoniour Lukian Kergoat.


Lerc'h ha Lerc'h / Célestine Dodens

Lerc'h ha Lerc'h / Célestine Dodens

last year

An delennourez a ginnig deomp 'Delioù' et 'Brulu', daou zaouad ganti, hag ar c'honsertoù a vo e Breizh en deizioù a zeu.


40 vloaz a deknikoù radio

40 vloaz a deknikoù radio

last year

Pol Yvon Virot 'neus labouret e-pad ouzhpenn 40 vloaz e Radio France e Kemper 'giz teknikour son. Gwelet 'neus penaos eo chañjet an teknikoù da enrollañ ha da gas ar son en 40 vloaz tremenet. Kontañ a ra an dra-se deomp.


An US Konkerne gant Alan Troadeg

An US Konkerne gant Alan Troadeg

last year

A orin eus Karaez, Alan Troadeg a zo o labourat er stad Guy Piriou e Konkerne. Kentoc'h troet war ar rugbi, n'eo ket chalet Alan harpañ e gleub, an US Konkerne. Ar skipailh a oa pignet e ligue 2 war lene, met diskennet int e fin ar c'hampionnad.


Lidañ Nedeleg gant Brijit Kloareg hag he div verc'h, Katell ha Gladez, o kanañ

Lidañ Nedeleg gant Brijit Kloareg hag he div verc'h, Katell ha Gladez, o kanañ

last year

Brigitte Cloareg hag he div verc’h Katell ha Gladez a ginnigo Christmas Carols, kanaouennoù evit Nedeleg e dibenn ar miz… An abadenn gentañ ‘vo e Bannaleg er stal ‘’Le grand bain’’ d’an 28 da 6e00 noz, an eil an deiz goude, d’an 29, e Iliz Plogonneg, da 3e30 goude kreisteiz!


Annaick Loizel, poltred un heñchourez

Annaick Loizel, poltred un heñchourez

last year

Gant Annaick Loizel emaomp, anavezet mat gant ar C'hemperadezed hag ar Gemperiz. Heñchourez eo Annaick, labourat a ra e Mirdi Breizh, Mirdi an Arzoù kaer hag e kêr Kemper dre vras. Kontañ a ra deomp eus he micher. Skeudenn : [Romain Cormier] (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Quimper2011.png)


Dañsal da goshaat aesoc'h /  Soaz Jolived

Dañsal da goshaat aesoc'h / Soaz Jolived

last year

Soaz Jolived, kelennerez war an dañs a-vremañ, ha sokiologourez-klaskerez, a zo boaz da ginnig kentelioù d’ober vad d’ ar c’horfoù o koshaat. Boaz e ro emgavioù en UBO, ar skol-veur e Kemper, evit abadennoù digoust, da gomañs en-dro da ‘’santout’’ e gorf. Abalamour da betra? N’eo ket evit yaouankaat, met da chom mestr war e gorf ar pellañ, ar gwellañ ma c’heller. Evit bevañ ha koshañ gwelloc’h, er blijadur ma zo voien ivez. Ha labour zo, pa ne laosker kalz a blas d’ar c’horf da ebatiñ en hor c’hevredigezh: bihan er skol e vez desket deomp chom fur ouzh taol, fiñval hepken pa vez roet aotre d’hen ober -war ar porzh-skol, e-pad ar prantadoù sport- pe implijout ar c’horf evit jestroù al labour hepken.


First Previous Next Last