Lerc'h ha lerc'h


La Chøse

La Chøse

5 months ago

Léna Dangréaux, Alexandre ha Quentin Alberts o deus krouet ar strollad sonerez La Chøse. Ur strollad gant startijenn ha gant leun a varzhoniezh. Selaoump Quentin hag Alexandre.


Tunvezh, eus ar radio d'al labour douar

Tunvezh, eus ar radio d'al labour douar

8 months ago

Tunvezh Gwloagen-Grandjean a zo bet animatourez ha kazetennerez e Radio Kerne e-pad bloavezhioù a-raok dont da vezañ paizantez. Kontañ a ra deomp eus ar chañjamant micher-se. Emañ deus mikro Morgane Bramoullé a zo bet o welet anezhi en he stal e Treogad. Bep Sadorn vintin e vez aozet ur marc'had gant Tunvezh hag he c'henseurtez en he stal e Treogad, anvet eo Le Train Carotte.


Thomas Moysan, danvez gweledvaour

Thomas Moysan, danvez gweledvaour

10 months ago

Gant Thomas Moysan e vo graet anaoudegezh gant ur vicher dedennus-tre : Ar vicher gweledvaour. Thomas a zo o heuliañ ur stummadur e [Kerliver] (https://www.kerliver.com/) e Hanveg.


Al labour plomer·ez gant Jeanne Chevrel

Al labour plomer·ez gant Jeanne Chevrel

10 months ago

Jeanne Chevrel a zo o heuliañ ur stummadur war ar plomerezh en AFPA e Kemper. Displeg a ra deomp petra 'vez desket. Jeanne hec’h eus bet tro da gaout un tañva eus ar vicher a-drugarez d'ar stajoù. Ha displeg a raio deomp hag-eñ eo bet diaes kaout he flas en ur vicher hag ur bed lec'h ma vez kavet paotred dreist-holl.


''La honte et le châtiment''

''La honte et le châtiment''

11 months ago

Diverradenn an dezenn bet savet gant Rozenn Milin evit kontañ ar 'simbol' e Breizh ha ledanoc'h e kement bro pe lec'h ma faote da Frañs ober d'ar vugale kaout dispri, disinterest -ha kasoni ma oa posubl- ouzh yezh o zud, dre an dispennañ hag ar flatrerezh.


Klub Maouted Kemper

Klub Maouted Kemper

11 months ago

Keven ar Fur, prezidant ar BK Family a zo ganeomp evit lar hiroc'h deomp war ar c'hlub. Renkadur ar skipailh micherel ar bloaz-mañ, ar greizenn stummañ met ivez ar c’heriaoueg implijet e-barzh bed ar basket.


An ASMR hag ar rouedadoù sokial gant Youlmouth

An ASMR hag ar rouedadoù sokial gant Youlmouth

11 months ago

Ar penn-sardin Yaël Kervern a zo anavezet dindan an anv Youlmouth war Youtube. Sevel a ra ur bern videoioù ASMR evit he c’humuniezh. Heuliet eo gant ouzhpenn 9000 den hag embannet he deus dija 110 video. Desket e vo hiroc'h war an ASMR ha bed ar rouedadoù sokial.


Ober d'ar brezhoneg bezañ evel ur pesk e lestr an naouegezh artifisiel

Ober d'ar brezhoneg bezañ evel ur pesk e lestr an naouegezh artifisiel

last year

Gant Mélanie Jouitteau, karget a enklaskerezh war ar yezhoù evit ar CNRS


Sindrom an Dic'hallusted d'en Em Gompren

Sindrom an Dic'hallusted d'en Em Gompren

last year

‘Sindrom an dic’hallusted d’en em gompren’ , sed aze an anv bet roet gant Lukian Kergoat d’ar pezh a c’hoarvez da zaou vrezhoneger aonik da gaozeal brezhoneg asambles ma n’int ket ganet er memes parrez, ma n’int ket a oad an eil gant egile, pe c’hoazh, ma n’en deus ket unan anezhe desket brezhoneg war barlenn e vamm. Dibardon ‘vez a-wezhoù an daremprederezh e brezhoneg. An aliesañ e vez merket sindrom an dic’hallusted gant un drol a simptom: ‘’N’eo ket ar memes brezhoneg’’, taolet d’an dud o klask kaozeal brezhoneg memestra. Ar brezhoneger ampechet gant ar SDEG n’eo ket gouest da anavezout kement ger a zo tout e diskour an den a-dal dezhañ, sañset. Daoust hag ur gwir sindrom eo? Piv bennak a zo klañv gant an dic’hallusted d’en em gompren a c’hell pareañ buan eme deomp ar yezhoniour Lukian Kergoat.


Lerc'h ha Lerc'h / Célestine Dodens

Lerc'h ha Lerc'h / Célestine Dodens

last year

An delennourez a ginnig deomp 'Delioù' et 'Brulu', daou zaouad ganti, hag ar c'honsertoù a vo e Breizh en deizioù a zeu.


First Previous Next Last