Tavarn Kreiz Mintin


Guillaume Thiery 1

Guillaume Thiery 1

11 months ago

Ni zo ba kompagnunezh Guillaume Thiery ! Hennezh a zo un aktour, ur sonour met surtoud en deus groet stummadurioù ewid bout ur furlukin, clown ma faota deoc'h. Ni 'ya d'ober konaisañs get Guillaume tamm-ha-tamm met hiriv e kountay deomp a-venn e ta ar furlukin.


Tavarn Kreiz Mintin - Live ! 12/12/2024

Tavarn Kreiz Mintin - Live ! 12/12/2024

11 months ago

Petra zo b'an abadenn : Ur Vuhez Vat - Lodenn 11 Daniela Pes Jo Rio – furchadennoù an Teilhous Gweltaz ar Fur Lodenn 2 Muzik : ROA – Flow de Vara Daniela Pes - Carme OTTIS COEUR - Jamais je ne viens


Gweltaz ar Fur 2/2

Gweltaz ar Fur 2/2

11 months ago

Ar sizhun baset oen oet tre bedeg Kemper da atersiñ ur paotr hag a zo kanour, stourmour ha boiajour. Ur paotr mil anavetba Breizh a-bezh. Hinnezh sone ur vuzig Pop Rock er bleadoù 70. Dalc'hit peus soñj sur aset a "Ar Soudarded zo Gwuisket e Ruz". Selaouamp Gweltaz ar Fur. Muzik : Marie Guyonvarc'h - Je veux me marier Gweltaz ar Fur - Ar soudarded zo gwisket e ruz Un abadenn kinniget get Jañlug er Mouel


Gweltaz ar Fur 1/2

Gweltaz ar Fur 1/2

11 months ago

Razh an dud 'neus dalc'het soñj àg ar c'hanennoù-sen ! "Merc'hed Gregam" pe "Ar Soudarded zo Gwisket e Ruz". Ur paotr mil brudet. Ur Paotr ur milion pladenn gwerhet er bed a-bezh. Eh beh ya ! Oet on tre bedeg Kemper da atersiñ Gweltaz ar Fur. Ni'beus 'n em rankontret ba un davarn, ar Ceili ha ni'beus kaojet a-ziàr e vuhez dre vras e vuhez stourmour e vuhez sonour Bourrabl oe ar momant-sen. Damp neuzen ! Tapit ur werennad bier, serrit ho taoulagad, ba'ar C'heili eh amp. Selaouamp doc'h Gweltaz ar Fur.


Sylvain Nignol 4

Sylvain Nignol 4

last year

Ni zalc’ha an abadenn get Sylvain Nignol. Ur paotr a Vubri eo hinnezh ha eñ 'vourra an Istoer. Berped ema o klask an istoerioù ba e vro. Ba lodenn zevehañ en atersadenn hiriv, e kaoja Sylvain ag ar re Pluvié ur familh vras ba Ploe ha peogwir oan daet da welet Sylvain tro dro d’an Holl Sent, ni boa kaojet un tammig diàr benn an dra-mañ. Muzik : Boulerice & Demers & Deveaux : là-bas sur les montagnes


Sylvain Nignol 3

Sylvain Nignol 3

last year

Dalc'hamb tro manérioù Ploe ha Bubri ! Sylvain Nignol a zalc'ha da gaojal un tammig diàr-benn Manehouarn, ha ni yay d'ober un dro da maner Kerdreo àr-lerc'h ! Muzik :Jo Pourchasse, Foer Bubri Foto : [https://www.lorientbretagnesudtourisme.fr/fr/fiche/domaine-de-manehouarn-plouay_TFOSDOMAINEDEMANEHOUARN/#dsio-detail--gallery-2] (https://www.lorientbretagnesudtourisme.fr/fr/fiche/domaine-de-manehouarn-plouay_TFOSDOMAINEDEMANEHOUARN/#dsio-detail--gallery-2)


Sylvain Nignol 2

Sylvain Nignol 2

last year

Ni a zalc'ha d'ober tro manérioù Bubri get Sylvain Nignol. Hennezh 'vourra an Istoer, istoer e barrez surtoud. Dec'h en deus kaojet deomp a-zivout maner Perros hag ar Maréchal Franchet d'Espèrey ha hiriv yamb da lein ar barrez, get maner Keraly Muzik : Talec Noguet, Ar mevel Foto : [https://patrimoine.bzh/gertrude-diffusion/illustration/IVR53_19685600342V] (https://patrimoine.bzh/gertrude-diffusion/illustration/IVR53_19685600342V)


Sylvain Nignol 1

Sylvain Nignol 1

last year

Sylvain Nignol zo un den a Vubri. Hennezh a vourra an Istoer. Neuze neus klasket ha lennet tamm-mat àr istoer e barrez ! Hiriv e kaoja deomp ag ur maner a zo ba Bubri, maner Perros, hag ur gwaz neus bevet a-bazh : Maréchal Louis Franchet d'Espèrey. Muzik : Pierre Le padellec, Soudard Bubri Foto : [https://patrimoine.bzh/gertrude-diffusion/dossier/IA00009239] (https://patrimoine.bzh/gertrude-diffusion/dossier/IA00009239)


Tavarn Kreiz Mintin - Live ! 05/12/2024

Tavarn Kreiz Mintin - Live ! 05/12/2024

last year

Pezh vo b'an abadenn hiriv : Ur vuhez vat - Lodenn 10 Sylvain Nignol - Lodenn 4 Aimé Darcel Yvonne Carraric Muzik : Julien Pix : Ar vugulez zo er c'hoed Baliskis : Son Ivonig D'e Vestrez Lizig Rozenn Talec ha Yannig Noguet : Ma c’hamalad Avel


Thibaut - GeoGuessr ! 3/3

Thibaut - GeoGuessr ! 3/3

last year

Ni a glevey ar lodenn zevezhañ get Thibaut Lécroart hag a zisplega deomp petra eo an c'hoari internet GeoGuessr. Ema ret deoc'h divinout e pesseurt kêr eh oc'h, e pesseurt bro, get ur foto. Ema ret c'hoari tamm mat ewit gouiet penaos ema ar peulioù ba Perou peotamant pesseurt liv zo get douar Botswana ba Afrika Su ! Thibaut, eñ a c'hoaria passabl ewid ar c'houpe de France vo benn miz gwenoloñ. MUZIK : Ducasse - Tchovek


First Previous Next Last