Corentin Poulain a gonta demp an avañtur en deus béwet . Oaet eo kuit a Regini bedag Konakri, àr-droed da gomañs ha neuzen àr-vélo, à'n dro get deù gamarad. Heuliamp-hoñ àr é hent ! Un hent da gaout ar librantę, ar guriusted, ar largantę etre an dud aweit diskar ar faos-choñjeù. Boaiaj vat d'ho tiskouarn, get tonieù ha sonenneù daet ag ar broieù en deus treuzet ! Réalisation / Gwraet get : Maxime Morvan Crahé
Youenn Lange, kaner newȩ Barzaz, a gomza demp ag o album live, daet ér-maéz ar blȩ-mañ. Hag archiveù, atersadenneù gwraet get M.Le Boulch Yann-Fañch Kemener, pa oe sortiet an album « an den kozh dall » (Klegereg-2012) Mari (Kamm) Kerjean, Yann-Fañch Kemener ha Marsel Gwilhous é komz ag ar c'han. (Rostren - Koñkour Fisel 2000) Sawet get Maxime Morvan Crahé
Modkozmik : Volume II Un euriad asambl get Louri Derrien ha Yann-Ewen L'Haridon, ag an trio Modkozmik aweit komz ag o album newȩ, Volume II : « Muzik Breizh mod-kozh ha mod-nevez mesket tout, stok' an treid deus an douar hag ar spered o c'haloupat 'barzh an neñv... » Get Maxime Morvan Crahé