War hentoù an antroposen


255-Zero-2024-10

255-Zero-2024-10

8 months ago

Ur sifr a zo ur statud ispisial dezhañ: "zero". Pell emañ chomet mab-den hep gober gantañ. Sonenn :"Zero" get ar strollad Imagine Dragons.


253-Dour dous ha dour sall-2024-06

253-Dour dous ha dour sall-2024-06

8 months ago

Ur raktres evit an dazont? Tenniñ energiezh ag ar geijadenn etre dour dous ur stêr ha dour sall ar mor. Skouer ar Rhône a daol he dour dous er Mor Kreizdouarel.


258-Corentin Louis Kervran-2024-16

258-Corentin Louis Kervran-2024-16

8 months ago

Istoer farsus ur fizikour nebeut anavet, ur Breizhad: Corentin Louis Kervran. Unan a oa bet tapet getañ ur priz "IgNobel" e 1993, evit e hipotezenn farsus-braz : evit Kervran e vefe treuzfurmet ar Potasiom e Kalsiom gant ar yer !


273-The overview effect-2025-19

273-The overview effect-2025-19

8 months ago

"Overview effect" = "Efed gwel hollek", ha pa vez gwelet an Douar a-bell get an astronaoted. Hag e vez komprenet neuze pegen bihan ha dister eo hor planedenn.


269-Klaskerezh skiantel en arvar er Stadoù-Unanet-2025-11

269-Klaskerezh skiantel en arvar er Stadoù-Unanet-2025-11

9 months ago

2025. Treiñ da fall a ra an traoù evit ar skiantourion er Stadoù-Unanet. Get Trump ha Musk emañ teñvaloc'h-teñval dazont ar c'hlaskerezh. Ha n'eo ket gwell evit an deskadurezh.


266-Trouz ha didrouz-2025-05

266-Trouz ha didrouz-2025-05

9 months ago

"Trouz, kleñved ar bed modern", a vez klevet get tud 'zo. Re 'rall ne c'hellont ket bevañ hep trouz, betek chom staget d'o selaouell, dre aon rak an didrouz.


264-Un heñcher touristañ dic'hortoz-Taolenn an elfennoù kimiek-2024-42

264-Un heñcher touristañ dic'hortoz-Taolenn an elfennoù kimiek-2024-42

9 months ago

E-menn emañ bet dizoloet an elfenn-mañ-elfenn? Ur goulenn a ro deomp un digarez da vont da bourmen dre ar bed (dre Europa kentoc'h).


271-Skiant ha doue-2025-15

271-Skiant ha doue-2025-15

9 months ago

A c'houde Galilée ez eus sach-blev etre ar skiant hag ar relijion. Ha n'omp ket arruet da benn ag ar chikan-se. War un tu: kredennoù ha na c'hellont ket bout cheñchet. War an tu 'rall ur feson da brederiañ ha da gompren ar bed hag a zo diazezet war an dielfennañ hag ar fedoù evezhiet.


270-Lusk peurbadus-2025-13

270-Lusk peurbadus-2025-13

9 months ago

E-barzh levr eñvorennoù Yeun ar Gow ("E skeud tour bras Sant Jermen") e vez kavet ur pennad a-zivout al "lusk hep ehan". Un digarez da gomz ag ar fenomen dibosupl-se !


263-Intent artifisiel ha dour-2024-40

263-Intent artifisiel ha dour-2024-40

9 months ago

Evel an holl deknologiezhioù kemplezh e seblant mont en dro an IA hep na vehe dober a bourvezioù materi. Hag e vez ankouaet alies un danvezenn bouezus : an dour. Ha neoazh, hep dour, IA ebet !


First Previous Next Last