War hentoù an antroposen


297-Studi var an astrou(1)

297-Studi var an astrou(1)

10 days ago

Ur levr skrivet en 19vet kantved, embannet e 1848 edan an titr "Studi var an astrou", un tretad astronomiezh e brezhoneg. Piv a oa an hani en-doa bet ar soñj-se er prantad-se? E anv: Paul Lebreton. Ur studiadenn get Nelly Blanchard a-zivout ar skrivagner: [https://journals.openedition.org/lbl/3772] (https://journals.openedition.org/lbl/3772) Testenn an oberenn (da bellgargañ): [https://br.wikisource.org/wiki/Studi_var_an_astrou] (https://br.wikisource.org/wiki/Studi_var_an_astrou) Sonenn: Eclipse[part 3], FMR


296-Garden City Kansas-2026-37

296-Garden City Kansas-2026-37

last month

Ur skouer ag ur c'hornad bro (er Stadoù Unanet) kousiet, saotret ha disec'het dre faot ar sistem sevel-loened industriel . Sonennoù: -Official Song About Garden City, Kansas · The Guy Who Sings Songs About Cities & Towns -The smelly sow from Garden City, Ron Antosko


295-Planedenn gantreerez-2026-25

295-Planedenn gantreerez-2026-25

3 months ago

Daou skipailh astronomourion hag astronomourezed a zo bet kavet gete ur blanedenn ispisial ha n'eo ket é troiñ en-dro d'ur steredenn.Kantreal a ra,digenvez, en egor divent. Peadra da vont pelloc'h evit kompren furmadur ar sistemoù planedennoù er Galaksi. Sonenn gloziñ : « Wandering Planet », Spacebirds – Album : Earth Calling Mars (2012)


294-Ar mekanik a chom a-sav-2026-23

294-Ar mekanik a chom a-sav-2026-23

4 months ago

Prederi a-zivout hor bed a-hiriv a oa bet deskrivet tost-da-vat e 1909 get Edward Forster en un danevell titlet "Ar mekanilk a chom a-sav". Un danevell a laosk an den a-hiriv strafuilhet pa sonjer un tammig e stad ar bed a vevomp ennañ e penn kentañ an XXIvet kantved. Sonenn: "Big Science", Laurie Anderson, album "Big Science", 1982


293-Kadmiom-2026-21

293-Kadmiom-2026-21

4 months ago

Diwallit! A-dreñv e neuzioù kaer e kuzh an elfenn kadmiom galloudoù drouk ! Sonenn "Cadmiums" get Joe Hedges: "We use the brightest blues and the realest red Rich like a birthday cake like an icy spread" [https://joehedges.bandcamp.com/track/cadmiums] (https://joehedges.bandcamp.com/track/cadmiums)


292-Akademgorod, kêr ar skiantoù-2026-17

292-Akademgorod, kêr ar skiantoù-2026-17

5 months ago

E-tal Novosibirsk e kreiz Siberia ez eus bet savet ur gêr nevez anvet Akademgorodok (pe Akademgorod). Pal Kroutchev, a oa e penn an URSS er bloavezhioù 1950, a oa sevel ur gêr gouestlet penn-da-benn d'ar skiantoù. Sonenn: Кошка Сашка-Академгородок (Koshka Sashka-Akademgorodok) [https://www.youtube.com/watch?v=7VtElb9DyNA&list=PL5gpwfDWeSvB_N6ZeTUsNWvqsmw4_5uqU&index=6] (https://www.youtube.com/watch?v=7VtElb9DyNA&list=PL5gpwfDWeSvB_N6ZeTUsNWvqsmw4_5uqU&index=6)


291-A-venn e ta an avel

291-A-venn e ta an avel

6 months ago

Prederi a-zivout un enklask a oa bet kaset da benn get J. Piaget kant vloaz zo. Goulennet e oa bet d'ar vugale respont d'ar goulenn-mañ:"A-venn (Eus pelec'h) e ta an avel?" Sonenn: Dom Duff, A-du gant an avel (album "Babel Pow Wow",2013)


290-Soubenn chignan-2026-13

290-Soubenn chignan-2026-13

6 months ago

An titl « Soubenn chignan » ( soubenn raned) a za ag un darvoud a oa degouezhet d'ar skiantour italian Luigi Galvani ha pa oa é ober àr-dro e vaouez klañv. Nag ur souezhadenn evitañ pa arvestas ur fenomen dic'hortoz! Gres d'an dizoloadenn a reas Galvani an deiz-se e voe lañset hep gouiet dezhañ unan eus pouezusañ kavadenn ar skiant. Ur gavadenn a cheñcho buhez an dud en 20vet kantved. (Ar gronikenn-mañ a oa bet skignet evit ar wezh kentañ e miz Kerzu 2019) E penn kentañ ar gronikenn e vez klevet an ton « Soubenn al lêzh ar fleurenn » get Annie Ebrel. Ha da gloziñ ar gronikenn, ur sonenn get ar c'hanour italian Max Parodi : « Che te ne cale della rana di galvani ? » (Petra 'raez eus chignan Galvani?)


289-Aval Newton (2)-2026-11

289-Aval Newton (2)-2026-11

7 months ago

Eil kronikenn diàr-benn "afer" aval Newton. Gwir pe gaou? N'eo ket sklaer tamm ebet ha moarvat ne vo ket james gouiet ar wirionez. Sonennoù: "Ar wezenn avaloù", Alan Stivell "Isaac Newton", Artichoke


288-Aval Newton(1)-2026-09

288-Aval Newton(1)-2026-09

7 months ago

Un aval eo a zo bet cheñchet getañ hent an dazont àr dachenn ar fizik en 17vet kantved. E maner Woolsthorpe(Bro Saoz), lec'h ma oa Newton é chom ,e tegouezhas un darvoud a lakaas Newton da gompren perak e kouezh bepred an objedoù a-blom àr-du an douar. [https://www.nationaltrust.org.uk/visit/nottinghamshire-lincolnshire/woolsthorpe-manor] (https://www.nationaltrust.org.uk/visit/nottinghamshire-lincolnshire/woolsthorpe-manor) [https://fr.wikipedia.org/wiki/Fichier:Apple_first_logo.png] (https://fr.wikipedia.org/wiki/Fichier:Apple_first_logo.png) Sonenn: Newton's Apple, Neo String Quartet (1996)


Next Last