Avel em fenn


 Raktres skolaj Diwan : penaos prenañ Ar Genkiz e Perroz-Gireg ?

Raktres skolaj Diwan : penaos prenañ Ar Genkiz e Perroz-Gireg ?

2 years ago

Stank e oa an dud digwener tremenet en emvod-kelaouiñ aozet gant strollad « Ar Genkiz », e Perroz-Gireg. Ar Genkiz eo anv ar greizenn-vakañsiñ a c'hallfe dont da vezañ un adskolaj Diwan stag ouzh skolaj Plijidi. Tri bloaz zo emañ tud ar strollad o tifenn o raktres : adkempenn ar savadur da zegemer un c'hant skolajiad bennaket e pañsion e-pad an amzer-skol ha kement-all a labourerien-sezon e-pad an hañv... Daou vilion a euroioù a goustfe prenañ an ti ha 700 000 a euroioù hepken adingaliñ anezhañ hervez ar strollad. Rak en ur stad mat-tre emañ. Met embannet oa bet gant departamant Aodoù-an-Arvor un nebeud deizioù zo ne oa ket e sell da brenañ al lec'h... Daoust ha posubl e vefe kas ar raktres da benn hep na vije kaset an traoù gant an departamant ? Tomaz Laken en doa graet ar goulenn ouzh Gireg Konan, bet kelenner e Diwan Plijidi ha perzh eus strollad « Ar Genkiz... Anne Bailh zo da glevout ivez er reportaj. Da geñver an emvod en doa embannet an departamant e c'hallje harpañ ar raktres dre sikour Lannuon Treger Kumuniezh ha kêr Perroz a-drugarez da vonus ar c'hontrad tiriadel, ac'h a betek ur milion a euroioù. Goulenn a ra strollad « Ar Genkiz » ma vo kroget er raktres gant Diazezadur Publik Font Breizh a-benn prenañ buan ar savadur araok n'afe gant ar bromotourien. Pennad-kaoz gant Tomaz Laken


Pa teu ar Bili da vezañ soevon

Pa teu ar Bili da vezañ soevon

2 years ago

A viskoazh eo bet liammet Mona Guyomarc’h d’ar mein. Pa vefe pa oa he zad o labourat gant ar mein-glas pe hiriv gant hec'h embregerezh Bili. Mes choazet he deus labourat gant ar soevon, un danvez kimiek, skiantel, arzel ha boemus eviti abaoe ur veaj e Bro Gebek e 2010. War vord lenn Breniliz eo he staliet evit poent, en ul labourva gwenn gant podadoù e pep lec’h. Gant he saro gwenn, he blev staget hag he mousc’hoarzh dous he deus kontet deomp penaos eo n’em gavet d’ober soevon... en ur fardañ unan just a walc’h.


Go Hen De : pladenn nevez "Joe ha Melkoni"

Go Hen De : pladenn nevez "Joe ha Melkoni"

2 years ago

Kinnig a reomp deoc'h ober anaoudegezh gant pladenn nevez Go Hen De ! Ur strollad bet savet e 2016 gant Gwenhael Besnard, Yann Blonsard ha Yann Des Cognets. « Folk-rok a Vreizh-Izel » a zeu gante, ur sonerezh awenet gant an hengoun met diazezet da gentañ penn war o labour krouiñ. E brezhoneg met ivez e galleg. Ur bladenn gentañ anvet « A-hed an hent » a oa deuet er-maez gante e 2018. Ar wech-mañ e kinnigont « Joe ha Melkoni », produet gante o-unan ! Pennad-kaoz e Lokenvel e lec'h ma vezont klevet o pleustriñ, gant Gwenhael Besnard ha Yann Des Cognets. An trikon a vo o soniñ disul etre kreisteiz ha div eur kostez chapel Santez-Yuna e Plounevez-Moedeg da geñver ar Rando Muco. An deiz war-lerc'h, d'ar c'hentañ a viz Mae, emañ Go Hen De da seniñ e Gwengamp e-skeud un apero-sonet da heul bodadeg-stourm ar sindikadoù. Gwelet ha klevet e vefont ivez e Kallag e miz Even deiz gouel ar sonerezh... Un tañva eus o sonerezh [AZE] (https://www.youtube.com/@gwenb6318) ! Pennad-kaoz gant Tomaz Laken


Confederation Paysanne e manifestadeg Sainte-Soline

Confederation Paysanne e manifestadeg Sainte-Soline

2 years ago

D'ar 25 a viz Meurzh eo bet bodet 30 000 den evit manifestiñ a-enep d'ar vasinennoù vras e Saint-Soline. Ar c'henstroll Les Soulèvements de la Terre a zo bet e penn aozadur ar vanifestadeg-mañ hag e-mesk ar c'henstroll emañ ar sindikad labour-douar Confederation Paysanne. Feuls-tre eo bet ar vanifestadeg gant un daou c'hant bennak a vanifestadegerien.ezed o vezañ gloazet fall. D'ar merc'her 29 a viz Meurzh eo bet galvet an dud da vont dirak prefetioù Bro C'hall a-benn souten ar re gloazet. Dirak prefeti Sant-Brieg, dindan ar glav, e oa Goulven Troadeg, ezel deus ar sindikad Confederation Paysanne. Displegañ 'ra deomp sell ar sindikad war ar vasinennoù vras ha war pezh a zo tremenet e Saint-Soline.


Strolladoù unanet a-enep an tourioù-avel e kornôg Aodoù-an-Arvor

Strolladoù unanet a-enep an tourioù-avel e kornôg Aodoù-an-Arvor

2 years ago

E kornôg Aodoù-an-Arvor zo diwanet e meur a barrouz strolladoù a soñj gante eo re stank ar raktresoù sevel tourioù-avel industriel er c'horn-bro. D'an 19 a viz Meurzh e oa en em gavet ar strolladoù-se e Plougonveur. C'hoant o deus da zeskiñ an eil re digant ar re all hag emaint e sell da sevel traoù asambles... Laurent zo e-mesk an dek a dud bet nevez savet ur strollad gante e Kerien... Pennad-kaoz gant Tomaz Laken


Avel em fenn ar Gwener 31 a viz Meurzh

Avel em fenn ar Gwener 31 a viz Meurzh

2 years ago

Un abadenn asambl get Maëlle Ausias hag Enora Molac. Distroet int àr ar bodadegoù dirag prefetioù ar vro evit souten ar re gloazet e-pad ar vanifestadegoù. Alan Kloareg prezidant RKB a zo bet pedet ivez evit distroiñ àr an dagadenn bet graet ur wezh c'hoazh d'ar gazetennerez Morgan Large, d'an noz etre ar Yaou 23 hag ar Gwener 24 a viz Meurzh 2023. Adkav a rahet ivez pennad-kaoz ar sizhun a-ziàr ChatGPT get Tomaz Laken (RKB) ha Keleier ar vro get Yuna Cojean. Un abadenn dre-eeun a Rostrenn e studio Radio Kreiz Breizh.


Emgav get Fañch Rebours, skrivagner ag ar vro

Emgav get Fañch Rebours, skrivagner ag ar vro

2 years ago

Aozet e oa bet ur bredegenn a-raog emgav eilvloaziek ar levrioù istorel e Pondi (Biennale du livre d'histoire). Deuet e oa tud bro Pondi da selaou doc'h ar skrivagner a vro Goelo e komz ag e levrioù istorel àr-dro d'ar bageal e penn kommañs an XXvet kantved (Cap-Hornière, Krouman, Dindan ar seizh avel); ha d'e levr nevez embannet Fest-noz embannet e ti Skol Vreizh. Setu enrolladenn ar bredegenn e Egorenn Kenere Pondi (Espace Kenere). Teknik: Clément Bassot Kenurzhiiñ: Gaël Le Du Animiñ: Enora Molac


2 years ago

En abadenn-mañ atav, e tistroomp àr an darvoudoù politikel e c'hoarvez er vro, er c'heleier da 5e30 e kompagnunezh Tomaz Laken. Ni gomzay ivez ag ar c'hameraioù e Gwened, muioc'h a gameraioù a zo bet staliet er gêr-se evit e lec'hioù arall. Klevet e vo Guillaume Auffret, prezidant Renaissance 56 ha dilennad e ti-kêr Gwened en tu enep, ha Gaël Briand, ezel en UDB ha dilennad e ti-kêr An Oriant. Atersadennoù kaset get ar gazetennerez Yuna Cojean. Deuet e oa ar skrivagner Fañch Rebours de gomz e Pondi a-ziàr e romantoù faltazi, den pedet ar suhun-mañ an hani eo.


Bugale divyezh Gwened er sine

Bugale divyezh Gwened er sine

2 years ago

Arriuet Miziad ar brezhoneg hag ar gallaoueg! Pouezus eo ar prantad evit lakaat yezhoù ar vro da vezañ klevet er maez deus ar skol evit ar vugale. E Cineville Gwened e veze degemeret kantadoù a vugale deus hentennoù divyezhek bro Gwened Diriaou 2 a viz Meurzh. Ur reportaj get Enora Molac


Lena Morvan - mirerez

Lena Morvan - mirerez

2 years ago

Lena Morvan a zo teknisianez mirerez, technicienne de conservation e galleg. He micher a zo sevel un endro evit an oberennoù na vezont ket diskouezet er mirdioù a-benn derc'hel anezhe en stad vat. Kontañ a ra deomp amañ he studioù, penaos e labour gant ar mirdioù, dre m'emañ he an teknisianez mirourez nemerti e Breizh, plas he micher, nevez 'walc'h e bed an arz, plas ar merc'hed ivez hag an diforc'h etre adkempenn un oberenn evit ma vefe brav ha renevezi anezhi a-benn derc'hel anezhi en ur stad vat.


First Previous Next Last