Avel em fenn


Avel em fenn - Merc'her 29 a viz Du

Avel em fenn - Merc'her 29 a viz Du

2 years ago

Un atersadenn gant Elouan Ar C'houlz soner violoñs, perzh deus ar C'hreiz Breizh Akademi 9, Bruulu hec'h anv. Kontañ a ra deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean petra eo ha petra 'n eus ar stummadur degaset dezhañ. Un tamm deus ar gronikenn E pleg an hent war an doare da gomz gant an dud. Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Anton Burel Trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war ar micher sekretour.ez-mêri gant Tomaz Laken.


Avel em fenn - Gwener 24 a viz Du

Avel em fenn - Gwener 24 a viz Du

2 years ago

Un atersadenn gant Ministr an Deskadurezh e Polinezi, Ronny Teriipaia. Tremenet e oa e Lise Diwan Karaez ha respontet en devoa e tahisianeg da goulennoù Tunvezh Wlagen-Grandjean. Ar gronikenn Barzhaz diwar-benn al levr evit ar vugale : Ar bleiz 'n oa c'hoant da zebriñ Tadig an Nedeleg gant Magali Baron. Un abadenn ragenrollet.


Avel em fenn - Yaou 23 a viz Du

Avel em fenn - Yaou 23 a viz Du

2 years ago

Atersadenn Christian Rivoalen deus Dastum diwar-benn 20 vloaz ar glad dizanveziel gant an UNESCO. Ar gronikenn Daouarn ha pri gant Awen Prigent, poer e Benac'h, war ar sielloù. Un abadenn Avel em fenn ragenrollet.


Avel em fenn - Gwener 20 a viz Here

Avel em fenn - Gwener 20 a viz Here

2 years ago

Un atersadenn gant Serj Couteller, dilennad e kumun Karaez ha Charlie Grall dre bellgomz diwar-benn Saloñs al levrioù Karaez. [Lodenn gentañ ar gronikenn Barzhaz] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59155) diwar-benn levr John Le Carré bet troet e brezhoneg gant Kristian Braz, Ar spier a tistroe deus ar yenijenn. Sell Magali Baron deus mikro Tomaz Laken. Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun el liorzh Ekolokobio e-kichen Biocoop Pondi.


Avel em fenn - Yaou 19 a viz Here

Avel em fenn - Yaou 19 a viz Here

2 years ago

Un atersadenn gant Yvon Boutier evit komz deus [ Foar Kezeg Kerrien] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59197) . [Ar gronikenn Daouarn ha Pri] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59198) gant Awen Prigent, poder e Benac'h, evit komz deus ar bolennoù savet gant an dorn, hep mekanik ebet. Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun el liorzh Ekolokobio e-kichen Biocoop Pondi


Avel em fenn - Gwener 17 a viz Du

Avel em fenn - Gwener 17 a viz Du

2 years ago

[Un atersadenn gant Julien Cornic] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59753) , rener Ti ar Vro Kawan, evit komz deus nevezentioù ar gevredigezh, dreist-holl da geñver ar servij buheziñ en EHPADoù bet digoret gante ha deus ar festival Breizh-Okitania etre ar 24 hag ar 26 a viz Du e bro Kawan. Ar gronikenn Barzhaz gant Magali Baron evit komz deus al levr [Ar peñsead gant Yann Bijer. ] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59747) Lodenn diwezhañ [Pennad-Kaoz ar sizhun] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59750) gant Jañ-Lou An Intañv evit komz deus mont en dro ar gevredigezh Liamm an Douar.


Avel em fenn - Yaou 16 a viz Du

Avel em fenn - Yaou 16 a viz Du

2 years ago

Ur reportaj e skol Diwan Plounevez-Moedeg a aoze d'ar Sadorn 18 a viz Du ur [Soubenn Noz] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59748) . Ar gronikenn Daouarn ha Pri gant Awen Prigent, poder e Benac'h, o kontañ deomp ar c'henlabour a gas gant arzourien o tont d'ober un diskouezadeg en e boderezh. Kinnig a ra dezho a c'houde tresañ war podoù bet graet gantañ. Pevare lodenn [Pennad-kaoz ar sizhun e ti feurm ar Wazh wenn] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59750) e Plufur gant Yoann Colas, menajer yaouank deus an ti-feurm ha Jañ-Lou An Intañv, a youl vat er gevredigezh Liamm an Douar.


Avel em fenn - Gwener 10 a viz Du

Avel em fenn - Gwener 10 a viz Du

2 years ago

Tammoù un atersadenn gant Gwenola Koig, Jañ-Maï Ollivier ha Loeiza Duigou war [Heklev Podkast] (https://heklevpodkast.bzh/) , e-kerzh Saloñs al Levrioù e Karaez, evit kompren gwelloc'h penaos o deus savet al lec'hienn-mañ hag an istorioù evit ar vugale. Ul lodenn deus an istor [Ma bedig-bed din-me] (https://heklevpodkast.bzh/Ma-bedig-bed-din-me.html) bet skrivet ha lennet gant Gwenola Koig. Eil lodenn ar gronikenn Barzhaz gant Magali Baron war al levr bet troet gant Kristian Braz, [Ar spier a tistroe deus ar yenijenn] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59155) . Lodenn diwezhañ [Pennad-kaoz ar sizhun war ar staj Anvioù loened ha plant] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59657) e brezhoneg bet aozet gant Stumdi.


Avel em fenn - Yaou 9 a viz Du

Avel em fenn - Yaou 9 a viz Du

2 years ago

Ur reportaj gant Benjamin Bouard diwar-benn Peizanted Brieg er bloavezhioù 1990 Un adskignadenn deus ar gronikenn [E pleg an hent] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/55097) war ar fed ne vefe respont ebet a-wezhioù d'hon goulennoù pouezus : petra eo ster ar vuhez ? Petra eo ar garantez ? Hag all Ha pevare lodenn [Pennad-kaoz ar sizhun war ar staj Anvioù al loened] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59657) hag ar plant bet aozet gant Stumdi.


Avel em fenn - Merc'her 8 a viz Du

Avel em fenn - Merc'her 8 a viz Du

2 years ago

Ur reportaj gant gant Morgan Bramoulé war ar gevredigezh La Maison e Konk-Kerne. [Ar gronikenn Daouarn ha Pri] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59562) gant ar poder Awen Prigent o tresañ rozennoù war bolennoù gwen ha du. Ha trede lodenn [Pennad-kaoz ar sizhun] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59657) war ar staj Anvioù al loened hag ar plant bet aozet gant Stumdi.


First Previous Next Last