Neventioù ar strollad Kañfarded Lankeyla: ur pezh berr skrivet get Maria Prat a vez klevet en abadenn. Un atersadenn get Alan Hamon hag Hervé Lautroù aterset get Gwenvaël Delanoë (RKB). C'hoari hockey en ur akwarium? Deverus marse, met komzet e vo ag an dra-se ivez. Muioc'h a zisplegadennoù get Mathieu André doc'h mikro Caroline Trouillet (an eskemm a-bezh oa bet skrivet en abadenn Tavarn Kreiz Mitin, àr RBG). Adkavouit a rahet ivez Alan Goulwen er gronikenn Yec'hed, a-zivoud alzheimer. Keleier ar vro: Aodren Théhin Avel em fenn: Neshka Teknik: Enora Molac
Reuz a vez graet get ar vengleuz andalouzit Imerys e Groñvel. Ur raktres brasaat a zo àr ar stern, faot a rahe d'an embregerezh toulliñ ur 4vet fos enno. Mouezhioù a sav enep, èl ar gevredigezh Mines de Rien. Muioc'h get JD Bourdonnay a sav enep ar 4vet fos, doc'h mikro Yann Boishardy (RKB). Anavet eo an hockey genoc'h? E-dan zour e c'heller c'hoari ivez 'hat! Skipailhad Mathieu André e Montroulez a zo kampion Breizh. Klevet e vez hirroc'h a-ziàr beajoù ha krogadoù ar skipailh. Atersadenn get Caroline Trouillet. Adkavit ivez Maël Gwenneg (FR3 Breizh) àr plato Yaouank ar servij publik e Roazhon a benn Disadorn. Keleier ar vro: Erwan Blanchard (Arvorig FM) Avel em fenn : Neshka hag Enora Molac
Un davarn kevredigezhel eo ar Mix Kafe. Livadur, lenn, urzhiataerezh, sonadegoù, festoù-noz setu un nebeut traoù aozet gete, e bro Oelo. Muioc'h get Anaïs Le Roux doc'h mikro Yann Boishardy (RKB). Strollad hockey subakwatek Montroulez a zo kampion Breizh. Neoazh eh eus diaesterioù lec'h evit ma bleustrehe ar skipailh. Muioc'h get Mathieu André, doc'h mikro Caroline Trouillet (an eskemm a-bezh a oa bet skignet en abadenn Tavarn Kreiz Mitin ar blez paset). Radio Bro Gwened pe RKB a zo bodet en ur rouedad radiooù anvet Radio Breizh. Muioc'h a-ziàr ar strollad get Tara Adeux, gopradez Radio Breizh karget a gehentiñ. Keleier ar vro: Gwenvaël Delanoe Avel em Fenn: Neshka hag Enora
Marteze oc’h kustumet da dañsal ba’r festoù-noz met en abadenn-mañ e z’ oc’h kaset ba nozioù du-dall gant ar skrivagner deus bro Oueloù, Fañch Rebours, en deus nevez embannet un dastumad danevelloù kriz hag an titl a zo Faust-Noz. Gant Fañch Rebours e vo anv eus al levr-mañ met ivez deus e labour skrivagner dre vras. Aterset eo bet gant Yann Boishardy, eus Radio Kreizh Breizh. Eus lennegezh e vo kaoz ivez gant Herve Seubil Kernaudour hag a spluj al lennerien yaouank "Dindan Pavezioù Gwengamp", e romant leun a avañturioù ha kevrin. Aterset eo bet gant Tomaz Laken e Gouel Levrioù Breizh e Karaez. Teknik : Gweltaz Heno Buheziñ : Yann Boishardy
Ur yezh vinorelaet eo ar brezhoneg ha koulskoude e oa moaien studiañ anezhe e broioù pell, e Broioù-Izel, da skouer. Setu ar pezh en deus graet Dimitri Boekhhoorn e Utrecht. Penaos en deus bevet an dra-mañ ha perak eo deuet da vevañ e Breizh ? Reiñ a ra displegadennoù da Neshka, gopradez nevez e Radio Bro Gwened. Petra a vo kavet er gelaouenn Bretons ar miz-mañ ? Barzhoniezh, gant Bernez Tangi met ivez traoù kalet evel buhez Jeanne Weber, ur plac'h eus Bro Oueloù he deus kuitaet he bro evit mont da labourat e Pariz...a-raok lazhañ meur a bugel. Muioc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons. Petra eo an hockey dindan dour, an hockey subakwatek, ma 'peus c'hoant, ha peseurt reolennoù a vez kavet ivez. Caroline Trouillet, eus Radio Bro Gwened, en deus aterset Mathieu André, c'hoarier hockey dindan zour. Keleier ar vro hag ar bed : Anton Burel Teknik : Mael Krenn Buheziñ : Yann Boishardy
Lakaat ho pugale da zeskiñ brezhoneg er skol a zo brav, gellet komprenn ha sikour gete a zo bravoc'h c'hoazh! La caisse à outils du parent non-bretonnant" a zo ur levr bet krouet get Kuzul Skoazell Skol Diwan Sant-Brieg. Muioc'h get Riwal Georgelin doc'h mikro Gwenvael Delanoe. Teatr e brezhoneg a vez graet get Tifenn Lineatte, hag àr-dro ar roñsed (ar c'hezeg) ! Setu-hi ar plac'h pedet e Pennad-kaoz ar sizhun mañ, get Yann Boishardy (RKB). Neventioù Keit Vimp Bev get Laouen Nikolas. Keleier ar vro: Aodren Trehin Avel em fenn: Yann Boishardy & Enora Molac Teknik: Enora Molac
Choajet en deus Kuzul Departamant Aodoù An Arvor serriñ levraoueg Kawan dre ma z'e kouskfe re gaer. Tregont Mil euro , sed aze ar pezh a goust al levraoueg bep bloazh a-benn degemer lennerien.ezed, enklaskerien.ezed pe c'hoazh bouetaat al lervaouegoù all eus an Departamant. Setu ar pezh a displeg VisantDubois, o labourat eno, da Gwenvael Delanoe. Petra a zo er gelaouenn Bretons ar mizh mañ ? Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez, a gomz eus an ekologour Yves Cochet, eus ar festival Les Insulaires, pe ch'oazh eus c'hamp Konli. Ouzhpenn a ginnig deomp he c'hezeg, Tifenn Linéatte a displeg perak he deus choajet d'en em staliañ ba Menez Are, un huñvre dezhi hag a deu eus he bugaleaj. Keleier : Gwenvael Delanoe Teknik : Gweltaz Heno Buheziñ : Yann Boishardy
Freddie Mercury bro Asturi a reer anezhañ: Rodrigo Cuevas a zo ur steredenn ag ar maezioù asturian. E-pad an hañv 2024 e oa deuet e Emvod ar Gelted b'An Oriant. Ne oa ket leun sal an Teatr, ha n'eo ket sur e ouie an dud e vehe kinniget ur strip tease dezho ! Farsadennoù a bep seurt, dañsoù a feson ha sonerien ampart... Buhan e oa bet lakaet ar sal da c'hoari gantañ. Etre bed an hengoun asturian ha an noziadoù cabaret dirollet, aze em lec'hia Rodrigo Cuevas. Ur boelladenn a n'eo ket aes, met kerzhout a ra gantañ. Kavout ar c'hempouez, ar c'hroaz-hent etre meur a ved sevenadurel, er sonerezh, er fest. Daoust hag eo se ar rekipe gwellañ ? Atav, ur gwir labur eo bout tost doc'h an arvesterion.ezed, a bae àr blas. Un digarez evit Enora Molac (RBG) d'ober anaoudegezh gantañ war lec'h ar sonadeg. Atersadenn ha troidigezh: Enora Molac Eilmouezhiiñ: JañLug Ar Mouel Skeudenn: Josep Tomas
Freddie Mercury bro Asturi a reer eus Rodrigo Cuevas. Meur a wech oa deuet da Vreizh evit seniñ hag e-pad an hañv e oa e Emvod ar Gelted en Oriant. Ur farser, un tamm "provok" gantañ a-wechoù met ivez ur c'kompozer, ur soner hag ur perfomer a-feson ! Aterset eo gant Enora Molac, eus Radio Bro Gwened, advouezhiet eo gant Jañ-Lug Ar Mouel, eus Radio Bro Gwened ivez. Florent Grouin a ginnig deomp un dresadenn-vev nevez, mod skiant-faltazi , skignet war Brezhoweb. "Skyland" eo e anv . E Menez Are eo staliet Tifen Linéatte, komedianez a vicher met ivez sot-nay gant ar c'hezeg betek kinnig pourmenadennoù dre stlej . Met perak eo ken entanet gante ? Setu ar pezh e tispleg da Yann Boishardy. Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas Buheziñ : Yann Boishardy Teknik : Gweltaz Heno
Festival ar filmoù ha videoioù ag an donvor a zo kroget e Trebeurden. Tem arblez-mañ a zo an takadoù gwarezet e-dan gorre an deur. Muioc'h get Gerard Raoul àr an darvoud, doc'h mikro Yann Boishardy (RKB). Nag un taol spontus graet d'ar radiooù kevredigezhel ma vehe digresket an FSER (Fonds de Soutien à l'Expression Radiophonique). Ma vez kaset beteg penn ar raktres lezenn finañs 2025 èl kinniget e penn kommañs ar miz get ar c'hetañ Ministr Michel Barnier, e vo lakaet razh budjedoù ar bed sokial da zigreskiñ kalz. Perak e vehe ur skoilh bras evit hor radiooù? Ar respont a-hed ar sizhun mañ get Alan Kloareg prezidant BhS, doc'h mikro Yann Boishardy (RKB). Setu 5vet tamm an eskemm. Adkavit ivez Doc Radio bro Gwened (Loeiz Belleg ar fizikour) hag un tamm tro dre ar bed get an elfennnoù kimiek. Keleier ar vro hag ar bed: Anton burel hag Aodren Trehun (Radio Kerne e Roazhon) Avel em fenn: anim ha teknik get Enora Molac dre-eeun ag RBG e Pondi.