Avel em fenn


Avel Em Fenn - Meurzh 4 a viz C'hwevrer

Avel Em Fenn - Meurzh 4 a viz C'hwevrer

last year

Festival Zef et Mer a zo ur festival gouestlet d’an arzourien.rezed eus ar vro, pep e stil gante. Senet he doa Nolwenn Korbell eno e miz Genver. Penaos oa an traoù ganti ? Reiñ a ra e santimant da skipailh Radio Keizh Breizh ha komz a ra ivez deus he fladenn diwezhañ. Gant Maïwenn Raynaudon, penn redaktourez ar gelaouenn Bretons e vez anv deus ur sujed hag e vez komzet kalz diwar e benn er mare-mañ, da lâret eo an enklask diwar-benn ar brezhoneg, urzhiet gant Rannvro Breizh. Bernard Lazbleiz en deus savet ur pezh-mell levr diwar-benn dastumerien dianavezet .Penaos en deus heñchet e labour ? Muioc'h ouzh mikro Gwenvael Delanoe, deus radio Breizh. Keleier ar vro hag ar bed : Erwan Blanchard Teknik : Gweltaz Heno Buheziñ an abadenn : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun  a viz C'hwevrer

Avel Em Fenn - Lun a viz C'hwevrer

last year

Muioc’h muiañ e vez lakaet war-wel talvoudegezh ar c’hleuzioù, ur binvidigezh a ra perzh deus un ekosistem. Da betra a servijont ?Stankañ an dour e-pad goañv pe ar c’hontrefet, da lâret eo mirout anezhañ pa vez sec’hoc’h-sec’hañ an douar hag ar pradoù e-pad an hañv. Hag ul lec’h repu eo ar chleuzioù ivez evit al lapoused hag al loened a zo techet da gavout bod ha boued enne. Guy Yonkour, vetrener in retret, a gomz diwar-benn devezh ar c'hleuzioù a zo aozet ba Sant-Nigouden d'an 8 a viz C'hwevrer. Yves Lamer, Jean Mahe, Yves Le Masson... Bernard Lazbleiz, he deus embannet ul levr diwar-benn ar re mañ, dastumet gante chañsonnoù ba bro Dreger ha ba bro Ouleoù e fin an naontekved kantved. Kontiñ a ra istor an dornskridoù-mañ, ar follennoù-nij-mañ, ouzh mikro Gwenvael Delanoe, deus Radio Breizh. Florent Grouin, deus Brezhoweb, a ginnig deomp ar rummad Pennad-kaoz. Keleier ar vro hag ar bed : Anton Burel Teknik : Gweltaz Heno Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Merc'her 29 a viz Genver

Avel Em Fenn - Merc'her 29 a viz Genver

last year

Choajet en doa an RN - en e vesk ur c'hannad europat - lidañ galetezenn ar rouaned er c'hastell Pommorio Treveneg, ba bro Oueloù. Feurmet o doa sal ar c'hastell d'an Aotrou kont. Penaos o doa bet degemeret ha gant piv ? Ur reportaj deus Yann Boishardy, frammet gant Maelle Auzias, deus radio Kreizh Breizh. Skriv a ra Laouen Nikolaz istorioù evit Rouzig, ar gelaouenn viziek e brezhoneg gouestlet d’ar vugale etre 3 ha 6 vloazh. Aterset eo gant Neshka, deus Radio Bro Gwened. Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas Teknik : Gweltaz Heno Buheziñ an abadenn : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Meurzh 28 a viz Genver

Avel Em Fenn - Meurzh 28 a viz Genver

last year

Spontus-kenañ eo an traoù e Gaza met start ar jeu ba Cisjordania ivez. Gant ar gevredigezh AFPS Bro Dreger eo bet krouet pemzektez ar Balestin 10 vloazh zo. Hiriv eo staliet mat ar festival koste Lannuon evit lakaat an dud da gompren istor ar stourm rannvedel a-benn skoazell poblañs Palestin. Traoù a bep seurt e vez kinniget e-pad ar pemzek devezh-se. Aterset eo Klaod An Intanff, eil-prezidant ar gevredigezh. Ar gelaouenn Bretons a lak war-wel penaos ha perak kolaboed o deus tec'het kuit da vroioù all e fin an Eil Brezel Bed. Muioc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn. Gwen Drapier a labour evit Dastum : ganti e vez graet war-dro an dielloù. Displeg a ra e labour ouzh mikro Neshka, deus Radio Bro Gwened. Keleier ar vro : Anton Burel Teknik : Gweltaz Heno Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 27 a viz Genver

Avel Em Fenn - Lun 27 a viz Genver

last year

Anv eo deus bro Balestina gant Klaod An Intanff, eil prezidant deus ar gevredigezh AFPS Bro Dreger, aozet ganti pemzektez ar Palestin ba bro Lannuon. Hag evel-just e vez anv ivez deus ar stad spontus e lec'h en em gav poblañs Gaza. Peseurt dazont eviti goude un ehan-brezel bresk ? Karantez, frankiz, barzhoniezh, setu tri ger a glot mat gant Naïg Rozmor. Florent Grouin, deus Brezhoweb, a ginnig an teulfim sevenet diwar-benn anezhi. Ar re a labour evit dastum war an dachenn o deus ekemmet etreze ha gant renerien Dastum, evit kas a-raok gwelloc’h c'hoazh o labour. Christian Rivoalen, e karg eus Dastum a displeg e labour, ha labour Dastum dre vras, ouzh mikro Neshka, deus Radio Bro Gwened. Keleier ar vro hag ar bed : Gwenvael Delanoe Teknik : Gweltaz Heno Buheziñ an abadenn : Yann Boishardy


Awel Em Fenn - Yaou 23 a viz Genveur

Awel Em Fenn - Yaou 23 a viz Genveur

last year

Un atersadenn get Fanch an Henaff, grafour, a-ziar e brezegenn ha diskouezadeg Skritur e Gwened, hag ur gaozeadenn get Tim Lipouz a-ziar ar makrobiotek zo barzh an abadenn-mañ; oc'hpenn-sen e klevoc'h kronikenn hor stajiadez Chiara a Skolaj Diwan Gwened: komz a ra ag he livr muiañ-karet. Desket vo un tamm brezhoneg get Patrick Drean, hag Erwan Blanchard a gas ar c'heleier. Buhezet get Neshka a Radio Bro Gwened


Avel Em Fenn - Merc'her 22 a viz Genveur

Avel Em Fenn - Merc'her 22 a viz Genveur

last year

Un abadenn gouestlet d'ar mor ha d'an dour! Un atersadenn hag ur reportaj a-ziàr gouel Taol Kurun, ur gomzadenn get Tim Lipous aveid gouiet penaos alejiñ boued get bezhiñ, ha sonennoù liammet get tem ar mor. Un taol-pellgomz get Camille Argouarc'h a gont deomp hiroc'h a-ziar kelaouenn Louarnig. Ar c'heleier get Gwenvael Delanoe hag ur gaozeadennig get Chiara, stajiadez a Skolaj Diwan Gwened. Abadenn buhezet get Neshka a radio Bro Gwened.


Avel Em Fenn - Meurzh 21 a viz Genver

Avel Em Fenn - Meurzh 21 a viz Genver

last year

Un emgav a ginnigomp deoc’h gant Andrev Sezneg. Piv eo Andrev ? Kelenner brezhoneg emañ e Roudour. Penoas en deus choajet dont da vezañ brezhoneger ? Muioc'h a displegadennoù ouzh mikro Yannig Jaouen, stajiad Roudour e RKB. Ha klevet eo anezhañ o kontiñ un istor e fin ar podkast. Perak eo mat bezhin evit ar yech'ed. Displegadennoù skiantel gant Tim Lipouz a zo boazet da geginañ gante. Teknik : Gweltaz Heno Keleier : Gwenvael Delanoe Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 20 a viz Genver

Avel Em Fenn - Lun 20 a viz Genver

last year

Gant ti touristed Kreizh Breizh e vez kinniget d’ar re yaouank dont da vezañ ambasadour.rez evit ar C’hreizh Breizh. Goulven Gentil, deus ti touristed Kreizh-Breizh a lâr muioc’h. Abaoe un nebeut bloavezhioù e vez implijet muioc’h-mui bezhin ha plant gwez er gegin. Tim Lipouz a displeg petra eo e hent gante ha gant ar brezhoneg. Rannvro Breizh he deus embannet un enklask diwar-benn ar brezhoneg. Muioc'h gant Florent Grouin deus Brezhoweb. Teknik : Gweltaz Heno Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Yaou 16 a viz Genveur

Avel Em Fenn - Yaou 16 a viz Genveur

last year

Abadenn Avel Em Fenn kinniget get Neshka. Un atersadenn get Alan Goulven a-ziar ar blinder (izelder) e miz Genveur, ha Claire le Moign a Vignoned ar Brezhoneg a gomz a zigor GBB da vuioc'h a dud. Keleier ar Vro ar-eeun get Aodren Trehun


First Previous Next Last