Avel em fenn


Awel Em Fenn - Yaou 23 a viz Genveur

Awel Em Fenn - Yaou 23 a viz Genveur

last year

Un atersadenn get Fanch an Henaff, grafour, a-ziar e brezegenn ha diskouezadeg Skritur e Gwened, hag ur gaozeadenn get Tim Lipouz a-ziar ar makrobiotek zo barzh an abadenn-mañ; oc'hpenn-sen e klevoc'h kronikenn hor stajiadez Chiara a Skolaj Diwan Gwened: komz a ra ag he livr muiañ-karet. Desket vo un tamm brezhoneg get Patrick Drean, hag Erwan Blanchard a gas ar c'heleier. Buhezet get Neshka a Radio Bro Gwened


Avel Em Fenn - Merc'her 22 a viz Genveur

Avel Em Fenn - Merc'her 22 a viz Genveur

last year

Un abadenn gouestlet d'ar mor ha d'an dour! Un atersadenn hag ur reportaj a-ziàr gouel Taol Kurun, ur gomzadenn get Tim Lipous aveid gouiet penaos alejiñ boued get bezhiñ, ha sonennoù liammet get tem ar mor. Un taol-pellgomz get Camille Argouarc'h a gont deomp hiroc'h a-ziar kelaouenn Louarnig. Ar c'heleier get Gwenvael Delanoe hag ur gaozeadennig get Chiara, stajiadez a Skolaj Diwan Gwened. Abadenn buhezet get Neshka a radio Bro Gwened.


Avel Em Fenn - Meurzh 21 a viz Genver

Avel Em Fenn - Meurzh 21 a viz Genver

last year

Un emgav a ginnigomp deoc’h gant Andrev Sezneg. Piv eo Andrev ? Kelenner brezhoneg emañ e Roudour. Penoas en deus choajet dont da vezañ brezhoneger ? Muioc'h a displegadennoù ouzh mikro Yannig Jaouen, stajiad Roudour e RKB. Ha klevet eo anezhañ o kontiñ un istor e fin ar podkast. Perak eo mat bezhin evit ar yech'ed. Displegadennoù skiantel gant Tim Lipouz a zo boazet da geginañ gante. Teknik : Gweltaz Heno Keleier : Gwenvael Delanoe Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 20 a viz Genver

Avel Em Fenn - Lun 20 a viz Genver

last year

Gant ti touristed Kreizh Breizh e vez kinniget d’ar re yaouank dont da vezañ ambasadour.rez evit ar C’hreizh Breizh. Goulven Gentil, deus ti touristed Kreizh-Breizh a lâr muioc’h. Abaoe un nebeut bloavezhioù e vez implijet muioc’h-mui bezhin ha plant gwez er gegin. Tim Lipouz a displeg petra eo e hent gante ha gant ar brezhoneg. Rannvro Breizh he deus embannet un enklask diwar-benn ar brezhoneg. Muioc'h gant Florent Grouin deus Brezhoweb. Teknik : Gweltaz Heno Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Yaou 16 a viz Genveur

Avel Em Fenn - Yaou 16 a viz Genveur

last year

Abadenn Avel Em Fenn kinniget get Neshka. Un atersadenn get Alan Goulven a-ziar ar blinder (izelder) e miz Genveur, ha Claire le Moign a Vignoned ar Brezhoneg a gomz a zigor GBB da vuioc'h a dud. Keleier ar Vro ar-eeun get Aodren Trehun


Avel Em Fenn - Meurzh 14 a viz Genver

Avel Em Fenn - Meurzh 14 a viz Genver

last year

«Melezour» : Setu anv pladenn pedervet daouad Talec-Noguet. Akordeoñs, kan, ha traoù diaes da lâr a-wechoù...met lâret int memestra, pe vefe e brezhoneg, pe vefe e galleg ! Maelle Auzias, deus Radio Kreizh Breizh, he deus aterset Rozenn Taleg er studio Rostren, ha senet gante un ton ivez ! E 1954 e Poullaouen oa bet krouet ar fest-noz "modern" kentañ gant Loeiz Ropars. Muioc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons. Peseurt liammoù a zo etre an Eisteddfod, ar gouel bras e vez aozet e Kembre ha Gouel Broadel ar Brezhoneg, a lid yezh ha sevenadur Breizh. Claire Le Moing, eus ar gevredigezh Migoned ar Brezhoneg, a zo ouzh mikro Neshka, eus Radio Bro Gwened. Bep miz e vez kinniget e lizher-kelaouiñ gant ar media dizalc’h Splann. Perak dizalc’h ? Peogwir n’eo ket arch’antaouet gant embregerezhioù pe gant arc’hant publik. Adkavomp Juliette Cabaçao Roger ouzh mikro Enora Molac, deus radio BOA. Teknik : Mael Krenn Keleier : Aodren Saner Tonioù : Tomaz Le Gourrierec, stajiad Roudour Lannuon Meteo : Yannig Jaouen, stajiad Roudour Kemper Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 13 a viz Genver

Avel Em Fenn - Lun 13 a viz Genver

last year

En arvar emañ meskl dour dous ha setu perak e klask kevredigezh Breizh Bev adpoplañ riñvieroù deus ar vro, gant sikour an dluz. Desket e vo muioc'h gant Perig Pustoc'h, ouzh mikro Gwenvael Delanoe. Florent Grouin, eus Brezhoweb, a gas ac'hanomp dre an amzer, betek mirdi skol a-wechall e St-Nikolaz Ar Pelem. Claire Le Moing, eus ar grevredigezh Gouel Broadel ar Brezhoneg a displeg da Neshka, eus Radio Bro Gwened peseurt liammoù a zo etre GBB hag an Eisteddfod, da lâret eo Gouel Broadel ar C'hembraeg. Splann a ginnig deomp e lizher-kelaouiñ a viz Kerdu. Juliette Cabaçao-Roger a zo ouzh mikro Enora Molac, eus Radio BOA.


Avel Em Fenn - Yaou 9 a viz Genveur

Avel Em Fenn - Yaou 9 a viz Genveur

last year

Abadenn Avel Em Fenn d'an 9 a viz Genveur, kinniget get Neshka


Avel Em Fenn - Merc'her 8 a viz Genveur

Avel Em Fenn - Merc'her 8 a viz Genveur

last year

Abadenn Avel Em Fenn d'ar Merc'her 8 a viz Genver, kinniget get Neshka


Avel Em Fenn - Meurzh 7 a viz Genver

Avel Em Fenn - Meurzh 7 a viz Genver

last year

Dek vloazh zo eo bet krouet ar pikbzh a zo deuet da vezañ ur seurt gwenn-ha-du niverel evit ar vro. Christian Demeurrée-Vallée, sekretour ar gevredigezh a gomz diwar-benn istor hag emdroadur ar pikbzh ouzh mikro Marianne Vaidie, eus Radio Kerne. Timothée Mesager, alias Tim Lipouz, a zo ur c’heginer a-feson. Entanet eo gant ur boued mat evit ar yec’hed e lec’h e kavont o flas, penn-da-benn, plant ha bezhin. Setu perak en deus ijinet atalieroù kegiña evit reiñ d’ar re all da dizoleiñ ar pezh en deus desket. Marianne Raynaudon, penn-redaktourez eus ar gelaouenn Bretons a ginnig an niverenn diwezhañ gouestlet d'ar stourm pennoù-sardin Douarnenez, 100 vloazh a zo. Keleir ar vro hag ar bed : Anton Burel hag Erwan Blanchard Teknik : Mael Krenn Buheziñ an abadenn : Yann Boishardy


First Previous Next Last