Larsen ha mediator 8 : The doo wop Kemerit 4 pe 5 paotr yaouank , du o c'hroc'hen, unan anezho a vo an unkaner, gant ur vouezh tenor skañv o kanañ ar sonenn, un tenor all hag ur bariton oc'h heuliañ gant « ohh », hag « ahh » hag erfin ur bariton boud evit an doop-doop ha setu ur strollad doo-wop ho peus ! Playlist : Jenerik : The Beatles vs Joan Jett vs Cypress Hill vs House of Pain vs RATM - Mash Together - Mashup by Faroff Fluffy hunter : The walkin' blues Frankie lymon and the teenagers : Why do fools fall in love ? The swallows : It ain't the meat Two Fords Classic Car Commercials (1950's) The cadillacs : Speedo The capris : Morse code of love The Cordettes : Lollipop The Bobettes : Mr Lee Blue Moon : The Marcels Nat Williams & The Dry-Dells Drake's Fruit Pies Commercial
Larsen ha mediator 6 : Seks ha rock 'n roll ! Kenderc'hel a reomp hor beaj e gwriziennoù ar rock 'n roll gant ur ger stur mil anavezet « seks and drugs an rock 'n roll ». Nann n'omp ket degouezhet c'hoazh da vare ar bloavezhioù 70 gant dirolloù Led zeppelin pe The Eagles e kambroù o letioù pe a-dreñv al leurenn. Hogen an tiez embann pladennoù bras « the majors » o deus laosket un toullad tiez embann bihan « the indies » kreskiñ tro-dro New-York, e kalifornia, en New orleans pe e Memphis. Tem ar c'hanaouennoù a c'hell bezañ diveret e daou c'her « Seks hag alkol ». Ar sonerezh tomm-mañ, friant, blizoniel, ne zirenk ket re ar vourc'hizien e keit ha ma chom kenfinet er metoù minorilezet. Met klevout a ra ar yaouankiz gwenn ar pladennoù skignet er radio, ha gwashoc'h c'hoazh : prenañ a reont ar pladennoù. Pa glev tadig ha mammig ar pozioù gadal e krog an traoù da drenkañ. Diefed eo linenn ar segregasion a-enep gwagennoù ar radio ha netra ne c'hell mirout ouzh ar yaouankiz gwenn da zañzal war al luskoù hudur-mañ. Playlist : Jenerik : The Beatles vs Joan Jett vs Cypress Hill vs House of Pain vs RATM - Mash Together - Mashup by Faroff Fats Waller : Hold tight Tampa red : Let me play with your poodle Julia Lee : I din't like it for the first time Dinah Washington : Long John blues Dinah Washington : Short John Willie Mabon : I don't know Annisteen Allen : Yes I know Oscar McLollie : Hot Banana
Larsen ha mediator 7 : Seks ha rock 'n roll ! (2) Kenderc'hel a reomp hiziv hor beaj e deroù ar bloavezhioù 50, pa zeu war-wel plas an orged er rock 'n roll. Emaomp o vont da selaou adarre kanaouennoù o respont an eil d'eben evel ma oa bet gwelet gant Caldonia deuet da vezañ harozez meur a ganaouenn, ar wech-mañ a raimp anaoudegezh gant « Sixty minute man ». Ha klevet 'vo un nebeut kanaouennoù fentus adarre o tennañ d'ar gadalerezh. Playlist : Jenerik : The Beatles vs Joan Jett vs Cypress Hill vs House of Pain vs RATM - Mash Together - Mashup by Faroff Big mama Thornton : Hound dog Rufus Thomas : Bear cat Roy Brown : Good rockin' tonight Wynonie Harris : Keep churnin 'till the butter comes The Dominoes : Sixty minute man Ruth Brown : 5-10-15 hours The Du droppers : I can't do sixty no more The Checkers : Don't stop Dan
Hiziv e kuitaimp ar meteier country ha sonerezh gwenn stadoù ar middle west evit heuliañ ar « Chitlin' circuit ». Pa gomzer eus rock 'n roll e soñjer e Elvis evel-just met ivez e Bill Haley gant « rock around the clock » pe rock the joint » ha padal. Padal an titloù-se a oa bet dija implijet un nebeut bloavezhioù a-raok gant sonerien sakso du evel Hal singer pe Jimmy Preston. « Rock with it baby ! « All she wants to do is rock ! » 'good rockin tonight » : perak n'eo ket bet dalc'het soñj eus an tonioù-se ivez ? Anat dit, penn filip ! Tri abeg a zo da gement-mañ, o anv : gouennelouriezh, segregasion, ha sañsur. E gomprenet ho peus, hiziv e splujomp er « race records » !
Larsen ha mediator 1 : Orinoù ar rock 'n roll : evit kregiñ ganti ! Gwriziennoù ar rock'n'roll zo sichennet da vat e sonerezhioù hengounel stadoù su ar Stadoù Unanet. Abaoe m'o deus ar radioioù diskouezet beg o fri ha m'eo deuet an embann pladennoù da vezañ un industrielezh « bancable » e derou an Xxvet kantved e treuz ar blues du hag ar country gwenn bevennoù stadoù ar su evit tizhout selaouerien nevez e pep lec'h er Stadoù unanet.
Larsen ha mediator 2 : Orinoù ar rock 'n roll : ar country Kregiñ a ra istor ar sonerezh Country er menezioù Appalaches, trevadennet gant emvroidi iwerzhonat ha skos, ha gwazh a-se evit ar meuriadoù Cherokee a veve eno. Ur boblañs stag ouzh an douar neuze hag en em stal war torgennoù ar rannvro, torgennoù hag a zo ivez ur repu evit ar sklaved war dec'h, ur wezh tremenet ganto al linenn Mason-Dixon, al linenn a verke ar vevenn etre ar stadoù sklavour hag ar re na oant ket.
Larsen ha mediator 3 : Orinoù ar rock 'n roll : sonerezh ar mengleuz Hiziv ez eomp d'ober un droiad e teñvalijenn ar mengleuzioù. Reiñ a raio tro deomp da selaou an ton kentañ, din da c'houzout, sañsuret gant an FBI, un ton hag a anevezo evel-just meur a version hag e skoimp betek leurenn montgomery en Alabama e lec'h ma krog un den anvet Hank Williams da seniñ gitar en ur stil a raio e vrud, ur meskaj hillbilly ha blues.
Hiziv setu-ni e Bristol, ur gêr brudet evit bezañ kêrbenn ar graf, met ivez hini un dornad strolladoù o deus krouet ur son anvet The Bristol Sound, ur meskaj hip-hop gant un implij stank eus ar skratch, goût a rit, pa vez lakaet an dorn war ar bladenn vynil evit he fiñval ha krouiñ luskoù ha sinkopennoù. Ha kement hag ober perak nompas ouzhpennañ trouzioù strakadennoù evit reiñ da soñjal eo kozh ar pladennoù. E berr gomzoù e oa ar Bristol Sound sonioù o tont eus an hip-hop met ivez orkestradurioù a ya da glask o awen e filmoù ar bloavezhioù 50, er jazz, er reggae hag er dub., hep disoñjal mouezhioù maouezed o tont eus ar folk pe ar soul. Hag ar Bristol Sound en deus roet ar pezh a vez anvet an trip hop, ha sell ‘ta, deus Bristol e teu drinded santel an trip hop : Massive Attack, Portishead ha Tricky. Playlist : - Massive Attack : Karmacoma (foñs son) - Don McCloskey : Bombs Over Bristol (tennad son) - Black Roots : Bristol Rock (foñs son) - Tricky : Makes Me Wanna Die - Grandmaster Flash : Supper Rappin no 2 (foñs son) - Massive Attack : Safe From Harm - Tricky : Overcome - Smith & Mighty (feat. Rudy Lee) : No Justice - Portyshead : Glory Box - Roni Size & Reprazent : Heroes Levrlennadur : - “On vous raconte l’histoire de la scène musicale de Bristol” - Louise Marchand - Les Inrocks 12/06/23 - “L’odyssée du rock” – Florent Mazzoleni – Embannadurioù hors Collection