Donemat da bep hini ac’hanoc’h e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Ha setu-ni hiziv er States e-kreiz ar Seventies. Echu eo brezel Viêt Nam, un disamm evit ar Stadoù-Unanet. Al lugan « peace and love » en doa merket eil hanterenn ar sixties a goll eus e nerzh a daol-trumm. Steuziet eo an aon da vezañ galvet d’an talbenn ha da vervel e rizegoù Azia ar reter. Kenavo an uhelvennadoù hag ar c’hoant da vevañ a-stroll, plas d’an individualism ha d’an Do It Yourself ! Ul leurenn nevez a zeu war-wel e New-York a-drugarez da gleuboù evel ar CBGB’s pe ar Max’s Kansas City, gant strolladoù a fell dezho skubañ ar bed kozh. Setu ar pezh a sellimp a dostoc’h er rummad abadennoù da zont e Larsen ha Mediator ! Playlist : - Atersadenn Joey ha Johnny Ramone gant ar c’hazetenner Dylan Taite evit New-Zeland Television - Patti Smith : Horses, Land of a thousand dances - Television : Friction - The Ramones : Blizkrieg Bop - Atersadenn Johnny Ramone e 2003 (produet gant Carlo Generelli, filmet gant Bill Day). - The Ramones : Today your love tomorrow the world - The Ramones : Sheena is a punk rocker. Levrlennadur : - « Punk, l’histoire complète » : Pennadoù Mojo Magazine embannet gant an ti-embann Tournon. - Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock. - Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
Evit poent n’en deus ket anv. En un nebeut bloavezhioù, ur wech tremenet 1976-1977, e vo implijet ar ger proto-punk evit termeniñ al luskad a zeu war-wel e dibenn ar sixties e New-York hag e Detroit. Ul luskad a ginnig ur son all, ur son nevez a cheñch eus an hunvreoù hippie a aloub ar gwagennoù. Ne c’heller ket lavarout ez eus un unvaniezh er strolladoù a selaouimp hiziv war-bouez ar fed da ginnig ur rock kalet, feuls a-wechoù hag ur c’hoant da c’hoveliat ur skeudenn a rebel, setu-ni o loc’hañ e Larsen ha Mediator evit ur veaj e metoù ar proto-punk amerikan ! Playlist : - MC5 : Kick out The Jams - The Stooges : 1969 - The Stooges : No Fun - The New York Dolls : Personality Crisis - The Dictators : Master Race Rock - The Modern Lovers : Roadrunner - Death : Freakin’ Out Levrlennadur : - « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman ». Embannadurioù Vade Retro - « L’odyssée du rock ». Florent Mazzoleni - Embannadurioù Hors collection
Goude birvilh deroù ar seventies en Alamagn en div abadenn ziwezhañ gant ar c’hrautrock emaomp o vont d’ober daou lamm ar wech-mañ. An hini kentañ eo er spas rak setu-ni en-dro o treizhañ ar Meurvor Atlantel evit en em gavout e New-York adarre, met ivez ul lamm en a-dreñv en amzer. Ar wech diwezhañ ma oamp er States hor boa gwelet ar flower power o koenviñ hag ar soul o vezañ ur respont da c’hoant frankiz an afro-amerikaned. Hogen ret eo deomp bremañ pradañ er sixties adarre evit heuliañ ur strollad en deus ijinet ur rock lennegel ha teñval en do ul levezon vras war arzourien a bep seurt, o tigeriñ dorioù nevez hag oc’h hadañ greunennoù al luskadoù da zont, setu-ni e kompagnunezh The Velvet Underground ! Playlist : - Ornette Coleman Free Jazz : A Collective Improvisation (foñs son) - The Velvet Underground : Sunday Morning - The Velvet Underground : Venus In Furs - The Velvet Underground : I’m Waiting For The Man - The Velvet Underground : After Hours - The Velvet Underground : Pale blue eyes - The Velvet Underground : Rock And Roll Levrlennadur : - Les inrocks 2 : « The Velvet Underground » - « Pop rock Story volume 1 » Marion Doussot Le Mouv’ Vents d’Ouest
Pa ziskouez ar bloavezhioù 70 beg o fri ez eus e bro Alamagn degadoù a vuzisianed a fell dezho en em zieubiñ eus patromoù ar rock psikedelik evit krouiñ ur sonerezh gant sonioù nevez. Kroazañ a reont al levezonioù folk, rock, jazz, klasel, sonerezh a-vremañ hag avant gardist, hag arnodiñ a reont an hentoù nevez digoret gant ar binvioù elektronek. Setu-c’hwi o selaou Larsen ha mediator, kinniget gant ho servijour Gaëtan, ha poent eo boulc’hañ gant hon eil abadenn gouestlet d’ar c’hrautrock ! Playlist : - Faust : Giggy Smile - Amon Düül 2 : Touchmaphal (foñs son) - Amon Düül 2 : Archangel Thunderbird - Neu ! : Negativland - La Düsseldorf : La Düsseldorf - Popol Vuh : Zwiesprache Der Rohrflöte - Jah Wobble, Holger Czukay, Jaki Liebezeit : How Much Are They ? Levrlennadur : - « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman », Embannadurioù Vade Retro.
Ha bremañ eo deuet ar mare da blediñ gant an daou strollad koshañ e istor ar rock gall, strolladoù o deus lidet o 50vet deiz-ha-bloaz hag a gendalc’h da dreiñ hiziv an deiz. Gwelout a rit ? An hini kentañ a cheller rummata er prog rock, an eil a ginnig ur sonerezh bet anvet ar zeuhl musik gant selaouerien feal abaoe 40 vloaz, me en o-zouez. Playlist : - Zoo : Hard Times Good Times - Ange : Caricatures - Ange : La guerre du sucre - Magma : Stoah - Magma : Kohntarkosz part 2 (Tennad son) - Court-Circuit 15/01/75 : Alan Stivell aterset gant Philippe Manoeuvre (Tennad son) - Alan Stivell : Brezhoneg Raok - Court-Circuit 15/01/75 : Alan Stivell aterset gant Philippe Manoeuvre (Tennad son) Levrlennadur : - « L’encyclopédie du rock français », dindan ren Gilles Verlant embannadurioù Hors Collection - « Philippe Manoeuvre présente : Rock français, de Johnny à BB Brunes » Embannadurioù Hoëbeke - « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman ». Embannadurioù Vade Retro
Setu ni hiziv e Larsen ha Mediator o vont da gantren, ur wech n’eo ket dalc’hmat, nag e Breizh-Veur, nag er Staoù-Unanet, nag er c’hwec’hkogn, setu-ni o vont en tu all d’ar stêr Rhin evit kompren gwelloc’h petra oa ar pezh a voe anvet ar (c’h) Krautrock pe ivez die kosmische Musik, ar sonerezh kosmik… Playlist : - Agitation Free : Laila part 2 - Karlheinz Stockhausen : Hymnen (foñs son) - Tangerine Dream : Astral Voyager - Ash Ra Tempel : Join Inn - Can : Mushroom Levrlennadur : - « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman », Embannadurioù Vade Retro.
Fougaser, pompadus, iskis, digomprenus, otus, setu lod eus an anvioù-gwan a c’heller klevet pa gomzer eus ar prog rock. Ha n’eo ket faos penn da benn, ret eo e anzav. Techet e vefen da ouzhpennañ dic’houzañvus a wechoù met... met ivez leun a faltazi, a ijin gant sonerien dornet abominapl. Tout se eo ar prog rock ! Echuiñ a reomp hiziv e Larsen ha Mediator hor beaj er prog rock saoz gant strolladoù aesoc’h da selaou, strolladoù a gavo o flas er charts, e-keit ha ma toulle al luskad e vez e-kreiz ar Seventies ! Playlist : - Jethro Tull : Cross Eyed Mary - Supertramp : School - Alan Parsons Project : The Raven - Barclay James Harvest : May Day - The Sex Pistols : Pretty Vacant - Atersadenn Steve Howe : tennet eus « Timeshift : ar prog rock », diellfilm gant BBC 4 e 2003. - Peter Gabriel : Sledgehammer (tennad son) - Genesis : Paperlate (tennad son) - Yes : Owner of a Lonely Heart (tennad son) - Emerson Lake and Palmer : Paper Blood Levrlennadur : - « Rock progressif » Aymeric Leroy – Embannadurioù Le mot et le reste
Etre fin ar Beatles ha deroù al luskad punk e wel ar rock meur a luskad o tiorren, blues boom, pop progressive, pop keltiek hag all tikedennet holl dindan an anv pop music e Frañs. E Bro-C’hall, evel e lec’h all, e krog ar publik da vezañ dedennet kentoc’h gant ampartiz ar vuzisianed hag o argerzh arzel. Setu ar pezh a welimp a dostoc’h hiziv e Larsen ha Mediator. Playlist : - The Piranha’s Sounds : La Turbie Piranhienne - Testeni maer Amougies skignet e « L'atelier de la création : Amougies sur pop » (France Culture, 09/11/1969) - Alan Jack Civilization : Baby, Don’t You Come Back Home - Les Variations : What A Mess Again - Tac Poum Système : Asmodoy - Evariste : La Révolution (Foñs son) - Red Noise : Petit Précis d’Instruction Civique - Komintern : Pongiste De Tous Les Pays - The Moving Gelatine Plates : Funny Doll - Carpe Diem : Voyage Du Non Retour Levrlennadur : - « L’encyclopédie du rock français », dindan ren Gilles Verlant embannadurioù Hors Collection - « Philippe Manoeuvre présente : Rock français, de Johnny à BB Brunes » Embannadurioù Hoëbeke - « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman ». Embannadurioù Vade Retro
Donemat deoc’h lamponed ha lamponezed e « Larsen ha Mediator », an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Hag abaoe ar sizhun dremenet emaomp o kantreal e sonerezh rock ar bloavezhioù 70 e Frañs. Ne gomzed ket eus rock d’ar c’houlz-se kement- se e gwirionez e Bro-C’hall, pop ne lâran ket ! Ha just a-walc’h, evit kregiñ ganti e kinnigan deoc’h selaou Triangle, bet priz kentañ ar pop music ganto e 1971. Playlist : - Triangle : Peut-être demain - Michel Magne : Pour l’amour des sous - Albert Et Sa Fanfare Poliorcétique : Le diable en personne - Au Bonheur Des Dames : Pauvre Laura - Albert Marcoeur : Le fugitif - Gong : The pothead pixies (Foñs son) - Gong : Flying Teapot Levrlennadur : - « L’encyclopédie du rock français », dindan ren Gilles Verlant embannadurioù Hors Collection - « Philippe Manoeuvre présente : Rock français, de Johnny à BB Brunes » Embannadurioù Hoëbeke - « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman ». Embannadurioù Vade Retro
Hiziv, setu ni e Breizh-Veur adarre. Dibenn ar bloavezhioù 60 en deus gwelet strolladoù psikedelik o vleuniaouañ e pep lec’h, ha festivalioù o vodañ kantadoù miliadoù a dud a felle dezho bevañ hunvre ur gevredigezh hep rediennoù. En diskar-amzer 1969 e teu ‘maez « In the court of the Crimson King » gant King Crimson, un albom a verk deroù ar pezh a vo anvet the progressive rock, a vo, e zivinet ho peus, danvez an abadenn-mañ. Playlist : - King Crimson : In the Court of the Crimson King - Gentle Giant : The Advent of Panurge - Robert Wyatt : Little Red Riding Hood Hit the road - King Crimson : Red - Van Der Graaf Generator : Refugees (single version) - Genesis : Dancing with the moonlit knight Levrlennadur : - « Rock progressif » Aymeric Leroy – Embannadurioù Le mot et le reste