Dalac'hao an abadenn sonerezh kinniget gant skipailh Radio Kerne gouestlet aze d'ur stil sonerezh a zo ivez ur mod da embann barzhoniezh : ar spoken word, da lâret eo ar gêr komzet. En abadenn : Marchall Law - Kae Tempest 5'39 Ne me quitte pas - Jacques Brel 3'49 Diary ya Boy Mshamba - Walooks 2'42 Kapitel 21.3 & Kapitel 22 & Kapitel 23.1 - Bern ist überall 3'05 Eu sou o cara - Lurdez da Luz 4'16 線路の上の雲 - Kimi no Orphée 1'33 The Revolution will not be televised, Gil Scott-Heron 3'07 Kinniget gant Morgane Bramoullé Skeudenn : Lurdez da Luz gant Circuito Fora do Eixo
Ar festival [God Save the Kouign] (https://www.godsavethekouign.bzh/) krouet e 2018 a zo dalc'het e Penmarc'h d'an 21 ha d'an 22 a viz Even. Diskoachomp un nebeud strolladoù pedet ar bloaz-mañ. Playlist an abadenn : Bandit Bandit : Néant (Tachycardie, 2021) Dead Chic : Les fleurs séchées (The Venus Ballroom, 2023) The Heavy : Bad muthafucker (Amen, 2023) Howlin' Jaws : Bewitched Me (Half Asleep Half Awake, 2023) Dynamite Shakers : Ticket Girl (Don't be Boring, 2024) Graveyard : Hisingen Blues (Hisingen Blues, 2011) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
Hiziv e kinnigin deoc'h ur ganerezh a ra berzh spontus, padal n'eo ket gwall anvet ganin ha ganeoc'h kennebeut marteze : Taylor Swift. Hervez ar mediaoù amerikan e c'hellfe un den diwar pemp er Stadoù-Unanet votiñ en dilennadegoù prezidant o tont da geñver ar pezh a vo embannet gant Taylor Swift. He sonadegoù a ra berzh spontus, hag unan dioute en doa krouet ur c'hrenn-douar 2,3 war skeul Richter zoken warlene e Seatle. Met piv an diaoul eo neuze ar ganerez-se, a c'hell levezoniñ milinonoù a dud ? Deskomp asambles neuze piv eo Taylor Swift. Taylor Alison Swift a zo bet ganet d'an 13 a viz Kerzu 1989 e readin (Pennsylvania) e Stadoù-Unanet Amerika. Ur ganerez-sonaozerez eo, a zo brudet evit sevel ha kanañ kanaouennoù diwar he buhez hag e istorioù karantez dreist-holl. Da 14 vloaz e teuas da vezañ an arzourez yaouankañ da vezañ sinet ur c'hevrad evel skrivagnerez gant an ti-embann sonerezh Sony/ATV Music Publishing. Gwerzhet he deus ouzhpenn 50 milion a bladennoù - ha 32 milion dioute er Stadoù-Unanet. Swift a zo neuze unan eus gwellañ gwerzherezed ha gwerzherien pladennoù dre ar bed hag en istor. Penaos-ta e oa deuet a-benn da gaout kement a verzh ?
R.L. Burnside oa ganet d'an 23 a viz-Du 1926 er Mississippi. E-tro c'hwezek vloaz 'oa komañset da soniñ blues, met evitañ ne oa ket kistion da c'hounit e damm vara gant ar muzik digentañ. Enrollet 'noa un nebeut pladennoù er bloavezhioù 1980 e-ser labourat war ar maez ivez. A-benn oa aet en e retret 'oa komañset d'añrejistrañ muioc'h c'hoazh ha da vont d'ober koñserchoù. Ur bluesman dornet ken-ha-ken oa-eñ hag ur bern kanaouennoù mat 'neus enrollet !
John Cale, ar C'Hembread Norzh-Amerikanañ, a zo bet ezel er Velvet Underground e-pad un nebeut bloavezhioù, met en tu-all d'ar prantad-eston-se, ur c'hrouer espar abaoe ouzhpenn 60 vloaz: div bladenn a ginnigo c'hoazh er bloaz-mañ, ha eñ en tu all da 80! Ur bam a vodernelezh eo bet a-viskoazh...
En abadenn-mañ e kinnig Morgane un dibab tonioù e brezhoneg savet gant kanerezed-sonerezed er 4 bloaz tremenet. Da selaou en abadenn : Malvennoù kloz - Marine Lavigne (2023) Nij - Garlonn (2023) Ar Sorserez - Kaolila (2022) Kant mil den - Madelyn Ann (2023) Paotrig kaezh - Emezi (2024) Netra ken - Quinquis (2022) Deuit 'ta - Gwennyn (2021) Skeudenn : golo pladenn Quinquis, Seim Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé
Anna Calvi a zo ur sonourez, kanerezh ha skridaozerezh a Vro-Saoz. Troet war ar rock, kanet ha sonet he deus gitar er strollad Cheap Hotel etre 2006 ha 2008. Embannet he deus teir fladenn, Anna Calvi e 2011, One Breath e 2013 hag Hunter e 2018. Skrivet ha kompozet he deus ivez sonerezh ar c'houlzad 5 ha 6 an heuliadenn Peaky Blinders. Da selaou en abadenn : Suzanne and I - Anna Calvi (2011) First we kiss - Anna Calvi (2011) Don't beat the girl out of my boy - Hunter (2018) As a man - Hunter (2018) Ain't no grave - Peaky Blinders (2024) Miquelon - Peaky Blinders (2024) [Skeudenn tennet eus al lec'hienn Wikimedia Commons gant Rama] (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Anna_Calvi-IMG_5915.jpg) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
Meryl a zo ur ganerez, rapourez ha son skridaozerez 28 vloaz eus ar Martinik. Kanañ a ra e galleg hag e kreoleg Martinik. Kroget e oa d'ober berzh e 2019 gant he mixtape "Le jour après caviar" ha goude daou vloaz ehan pe dost eo distro warlene gant an EP "Ozoror". Startijenn e-leiz a zo gant an arzourez dreist-mañ a vo da welet war leurennoù ar vro e 2024. 1/ Béni - Meryl 2/ Ah Lala - Meryl 3/ Coucou - Meryl 4/ Ma Petite - Rachelle Allison & Meryl 5 / Jack Sparrow - Meryl 6 / Bigidi - Meryl