Dalac'hao


Dalac'hao: Lola Young

Dalac'hao: Lola Young

last year

-Freskijenn ha spleen post-oad-krenn e Londrez, un arzourez yaouank kizellet hec'h awen gant ar bresk m'eo he spered : Lola Young. Daou albom hag ur 'seizh titl' da selaou dre ur ber savennoù-internet -Intro -My mind wanders and sometimes leaves completely -This wasn't meant for you anyway ======


Sonerezh okitanat a-vremañ

Sonerezh okitanat a-vremañ

last year

Dalac'hao an abadenn sonerezh kinniget gant skipailh Radio Kerne gouestlet hiziv d'an arzourien.ezed okitanat a ra sonerezh a-vremañ. En abadenn : La Molièra - Alide Sans Rei de la Luna - Rodin Que son aüros - Cocanha Baishada - Trucs Negra Fin - CXK Bela Calha - Alide Sans Un abadenn kinniget gant Metig Jakez-Vargas


Brutus

Brutus

last year

Ar strollad Brutus a zo un triad post-hardcore a vro Velgia. Kinnig a reomp deoc'h ober anaoudegezh gant ar strollad dre o c’hanaouennoù gant daou don eus pep albom. Da selaou en abadenn : Justice de Julia II - Burst (2017) Bird - Bust (2017) War - Nest (2019) Space - Nest (2019) Brave - Unison Life (2022) Victoria - Unison Life (2022) [Skeudenn tapet war lec'hienn Wikimedia Commons gant Andreas Lawen [Fotandi].] (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Brutus_-_Rock_am_Ring_2023-43545.jpg)


Hyperborea

Hyperborea

last year

Hyperborean a veze graet e gresianeg gwechall deus ar pobloù a oa o chom e penn uhellañ an Douar, pelloc'h evit c'hwezh Boreas, avel an hanternoz. Evit ar wech eo bet boemet an dud gant ar c'hontreoù yen-se ha da ziwezañ 'zo lod hag o deus klasket mont betek ar Pol zoken. Kalz a vusianed o deus en em intereset d'an douaroù dizro-se. Benjamin a zo gantañ ul listenn vat ! Playlist : No Man's Land – Tangerine Dream (Hyperborea – 1983) Countdown To Darkness – Biosphere & HIA (Polar Sequences – 1996) Le Grand Dôme – Biosphere (Cirque – 2000) Nuuk (Air) – Thomas Köner (Nuuk – 1997) Birth – The Residents (Eskimo – 1979) #3 - Aphex Twin (Selected Ambient Works II - 1994) Winter in Seney - DeepChord presents Echospace (The Coldest Season - 2007) Katajjaq from Hudson Bay - Soria Eyituk · Lusi Kuni (Canada: Inuit Games and Songs - 1991) Welcome Home - Aarktica (No Solace in Sleep - 2000)


Einstein on the Beach

Einstein on the Beach

last year

Setu un opera modern dreistordinal! Ur bazenn a-zoare eo evit mont da ergerzhiñ metoù ar sonerezh minimalist.


Ar spoken word

Ar spoken word

last year

Dalac'hao an abadenn sonerezh kinniget gant skipailh Radio Kerne gouestlet aze d'ur stil sonerezh a zo ivez ur mod da embann barzhoniezh : ar spoken word, da lâret eo ar gêr komzet. En abadenn : Marchall Law - Kae Tempest 5'39 Ne me quitte pas - Jacques Brel 3'49 Diary ya Boy Mshamba - Walooks 2'42 Kapitel 21.3 & Kapitel 22 & Kapitel 23.1 - Bern ist überall 3'05 Eu sou o cara - Lurdez da Luz 4'16 線路の上の雲 - Kimi no Orphée 1'33 The Revolution will not be televised, Gil Scott-Heron 3'07 Kinniget gant Morgane Bramoullé Skeudenn : Lurdez da Luz gant Circuito Fora do Eixo


God Save the Kouign 2024

God Save the Kouign 2024

last year

Ar festival [God Save the Kouign] (https://www.godsavethekouign.bzh/) krouet e 2018 a zo dalc'het e Penmarc'h d'an 21 ha d'an 22 a viz Even. Diskoachomp un nebeud strolladoù pedet ar bloaz-mañ. Playlist an abadenn : Bandit Bandit : Néant (Tachycardie, 2021) Dead Chic : Les fleurs séchées (The Venus Ballroom, 2023) The Heavy : Bad muthafucker (Amen, 2023) Howlin' Jaws : Bewitched Me (Half Asleep Half Awake, 2023) Dynamite Shakers : Ticket Girl (Don't be Boring, 2024) Graveyard : Hisingen Blues (Hisingen Blues, 2011) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie


Taylor Swift

Taylor Swift

last year

Hiziv e kinnigin deoc'h ur ganerezh a ra berzh spontus, padal n'eo ket gwall anvet ganin ha ganeoc'h kennebeut marteze : Taylor Swift. Hervez ar mediaoù amerikan e c'hellfe un den diwar pemp er Stadoù-Unanet votiñ en dilennadegoù prezidant o tont da geñver ar pezh a vo embannet gant Taylor Swift. He sonadegoù a ra berzh spontus, hag unan dioute en doa krouet ur c'hrenn-douar 2,3 war skeul Richter zoken warlene e Seatle. Met piv an diaoul eo neuze ar ganerez-se, a c'hell levezoniñ milinonoù a dud ? Deskomp asambles neuze piv eo Taylor Swift. Taylor Alison Swift a zo bet ganet d'an 13 a viz Kerzu 1989 e readin (Pennsylvania) e Stadoù-Unanet Amerika. Ur ganerez-sonaozerez eo, a zo brudet evit sevel ha kanañ kanaouennoù diwar he buhez hag e istorioù karantez dreist-holl. Da 14 vloaz e teuas da vezañ an arzourez yaouankañ da vezañ sinet ur c'hevrad evel skrivagnerez gant an ti-embann sonerezh Sony/ATV Music Publishing. Gwerzhet he deus ouzhpenn 50 milion a bladennoù - ha 32 milion dioute er Stadoù-Unanet. Swift a zo neuze unan eus gwellañ gwerzherezed ha gwerzherien pladennoù dre ar bed hag en istor. Penaos-ta e oa deuet a-benn da gaout kement a verzh ?


R.L. Burnside

R.L. Burnside

last year

R.L. Burnside oa ganet d'an 23 a viz-Du 1926 er Mississippi. E-tro c'hwezek vloaz 'oa komañset da soniñ blues, met evitañ ne oa ket kistion da c'hounit e damm vara gant ar muzik digentañ. Enrollet 'noa un nebeut pladennoù er bloavezhioù 1980 e-ser labourat war ar maez ivez. A-benn oa aet en e retret 'oa komañset d'añrejistrañ muioc'h c'hoazh ha da vont d'ober koñserchoù. Ur bluesman dornet ken-ha-ken oa-eñ hag ur bern kanaouennoù mat 'neus enrollet !


John Cale

John Cale

last year

John Cale, ar C'Hembread Norzh-Amerikanañ, a zo bet ezel er Velvet Underground e-pad un nebeut bloavezhioù, met en tu-all d'ar prantad-eston-se, ur c'hrouer espar abaoe ouzhpenn 60 vloaz: div bladenn a ginnigo c'hoazh er bloaz-mañ, ha eñ en tu all da 80! Ur bam a vodernelezh eo bet a-viskoazh...


First Previous Next Last