Heklev an hañv


Heklev an Hañv - Merc'her 30 a viz Gourhelen

Heklev an Hañv - Merc'her 30 a viz Gourhelen

last year

Barzh an abadenn-mañ e komz Marine Lavigne a bladenn nevez Eben, anvet 'Dinaskañ'. Un den a Gwened Antifa Crew a gomz 'barzh un atersadenn hir ag ar labour a vez graet get enepfaskourion, hag en e gronikenn 'Ar Hentoù an Antroposenn' e komz Loeiz Beleg ag ur strollad sonerezh Amerikan get temoù skiantel en o sonennoù.


Heklev an hañv - Meurzh 29 a viz Gouere

Heklev an hañv - Meurzh 29 a viz Gouere

last year

Komzet e vo herie dreist pep tra eus ar ouennlazh a zo o c’hoarveout e Palestina. Peadra da vezañ mantret. Met evit afer-se e talc’h tud zo da stourm ha da ziskouez kenskoazell e-keñver ar Balestinianed. Evel ma oa bet graet digwener tremenet e Plouneour-Menez e Menez Are gant ar fest Dance for Palestine. Ur reportaj ma vo klevet teir flac’h yaouank, ravoltet gant ar pezh a zo o tremen, hag ivez Anna ar Rouz a oa bet e Palestina e 1969. Ur gronikenn [Barzhaz] (https://www.radiobreizh.bzh/programme/492) a vo klevet ivez diwar-benn ar levr Pri-Touseg gant Malo Bouëssel du Bourg, kinniget deoc'h gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg Keleier gant Bleuenn al Lae Abadenn kinniget gant Tomaz Laquaine-Jakez Poltred gant Klemm Klemm (FB)


Heklev an hañv 28/07/2025

Heklev an hañv 28/07/2025

last year

Christiane Piton ha Dominique Merien eus ar gevredigezh Loar Gann diwar-benn nozvezh ar stered a vo dalc'het er Yeuc'h d'an 02/08 Olier Loussouarn, stummer e Mervent diwar-benn o hentenn deskiñ brezhoneg nevez, Emren Keleier : Anton Burel Abadennk kinniget gant Morgane Bramoullé Skeudenn : [Simon Delalande] (https://unsplash.com/fr/@simon_dld?utm_content=creditCopyText&utm_medium=referral&utm_source=unsplash) dre [Unsplash] (https://unsplash.com/fr/photos/antenne-parabolique-blanche-et-noire-sur-une-friche-brune-pendant-la-nuit-otj8oAU1Iq8?utm_content=creditCopyText&utm_medium=referral&utm_source=unsplash)


Heklev an hañv 2025 07 25

Heklev an hañv 2025 07 25

last year

En abadenn 'vo anv deus - Pezh nevez Strollad ar vro Bagan "Lestr an ankou" e anv ha c’hoariva ha tan-ha-kurun "Ar roue Arzhur" gant Goulc'han Kervella skrivagner ha leurenner ar strollad. - Tro Bro-C’hall ar merc'hed gant Maiwenn Ily hag a vo ostizez er garavanenn vrudañ evit Teisseire, ar mark siro frouez. - Sonerezh ar strollad Baliskis gant Katell Kloareg da ober anv deus fest-noz Bod bihan er Fouilhez. - Pladenn nevez an daouad EMEZI, gant Perynn Bleuven hag Elise Desbordes, "30°" e anv.


Heklev an hañv - Merc'her 23 a viz Gouere 2025

Heklev an hañv - Merc'her 23 a viz Gouere 2025

last year

Esther a ro deomp un tañva eus festivalioù sonerezh Normandi Chauffer Dans La Noirceur ha Les Pluies de Juillet Bugale Diwan Sant Ervlan o doa kemeret perzh er pezh-c'hoari "Beuz, beuz, morlaer" Kronikennoù : Bed ar babigoù & C'hoarioù war ar skrammoù Hag ivez : liv an amzer, deiziataer sevenadurel an deiz (ha pelloc'hik) Sonerezh : Pambelé ; Krista-Papista ; Salif Keita Keleier : Aodren Trehin Un abadenn lusket gant : Liza Jakez-Vargas


Heklev an hañv - Meurzh 22 a viz Gouere

Heklev an hañv - Meurzh 22 a viz Gouere

last year

Evit ar beure emaomp e krec’h an Tour Eiffel. Ya ‘vat, lennet mat ho eus. An Tour Eiffel eo anv un ti-prenn kozh a zo e Pontrev, e-kreiz-tre Bro Dreger ha Bro Oueloù. Eno e c’hallfet ober anaoudegezh gant an diskouezadeg "Koulma an ti kozh" etre 3e ha 7e noz betek an 23 a viz Gouere. Met petra eo an diskouezadeg-se 'ta ? Honnezh zo ur veaj dre an ijin ha dre an eñvor eus un ti kozh dirapar met bet leun a vuhez evit afer-se. Hiroc’h a vo klevet gant Silvi Donarzh he deus savet an traoù-se tout en he fenn ha gant he daouarn ! Un abadenn gant Tomaz Laquaine-Jakez Keleier ar vro gant Anton Burel Sonerezh : Kaelig Kouteller & Jonathan Dour, Kanenn al luc'hed Mansion's Cellar, World War Z Garlonn, Paotr an avel Cormac Begley, To War


Heklev an hañv 21/07/2025

Heklev an hañv 21/07/2025

last year

Quentin hag Alexandre Alberts eus ar strollad La Chøse Owen Poho hag Awen Prigent eus ar c'henstroll Pevarzek Keleier : Aodren Trehin Abadennk kinniget gant Morgane Bramoullé Skeudenn : La Chøse


Heklev an Hañv - 17 a viz Gourhelen

Heklev an Hañv - 17 a viz Gourhelen

last year

Barzh an abadenn hiniv vez komzet ag an deskadurezh! En deskadurezh uhel e brezhoneg ne vez ket gwelet kalz a verc'hed é ober tezennoù pe é kelenn er skolioù-meur, é skriv livroù a-ziar ar yezh, ha razh. Perak? Perak e vehe a brezhoneg 'yezh ar baotred', èl ma lar Myriam Guillevic? Setu ur gaozeadenn geti àr ar gudenn-mañ. Krogit abarzh, merc'hed, eme-hi! Komzet vo ag ar liseoù ivez: reve ur raport nevez get kampr-kontoù ar rannvro eh eus lod anezhe a zo en arvar a vout serret. Aodren Trehin he deus aterset Stéphanie Stoll, dilennadez, aveid gouiet muioc'h. Er gronikenn ''Ar Hentoù an Antroposenn' e kont Loeiz Beleg deomp ag ur breizhad skiantour ag an ugentved kantved hag en deus resevet ar priz IgNobel aveid e deori e c'heller chañch danvezioù en ur chench an atomoù, mod nukleel. Penn bras pe penn foll? Deoc'h da selaou... Hag ell rezon, un nebeut tonioù bourrapl! Abadenn animet get Neshka a Radio Bro Gwened


Heklev an hañv - D'ar Gwener 18 a viz Gouere 2025

Heklev an hañv - D'ar Gwener 18 a viz Gouere 2025

last year

En abadenn e vo klevet arzourien deus Bro-Leon a vo gwelet war leurenn an Erer Kozh : -Emilie Quinquis, Plac'h Eusa, a orin deus ar Folgoet. Ar bloaz-mañ he deus kinniget ur bladenn anvet Eor ha kalzig a sonadegoù vo ganti pad an hañv. -Horizontal Francis : ur strollad rock gant barzhoniez diheñchet ha dic'hortoz. Klevet e vo Korantin Danio, paotr ar siñte, hag ar gitarour Adrien Gouez, o daou deus Landerne.


Heklev an Hañv, 16 a viz Gouhere 2025.

Heklev an Hañv, 16 a viz Gouhere 2025.

last year

-Barrenig-stagañ, ur gevredigezh da vrudañ krouerien ha krouerezed er C'hap. Gant Anna Preden, Guillemette & Didier Loas. -Pempet kaier lennegel ar gevredigezh Arkae (Erge-Vras) gant Bernez Rouz. -Bed ar babigoù hag o re, gant Nolwenn Ilias -Bed ar c'hoarioù-video gant Gwenn Meynier: Hellblade. -Sonerezh an hañv: Barzaz, Maar, Tuba Skinny (New-Orleans), Maladitso Band (Malawi)


First Previous Next Last