Heklev an hañv


Heklev an hañv 20/07/2023

Heklev an hañv 20/07/2023

2 years ago

Ba penn kentañ an abadenn,' hamp' d'ober konaisans gan Camille Ropers, hag a oe granitier. Kont 'ra diamp' un tamm deus e yaouankiz hag e vicher doc'h mikro Jeanne Chevrel. Monique ar Boulc'h 'displega deoc'h war lec'h ur goaj vije laret evit ober gouap, er kronik "Tensor ar Brezhoneg komzet". Ha chans 'peus kar mouez Monique vo klevet an dro goude-se, war an diell hag oe bet enregistret e mil naonant nav ha pevar-ugent ba Berné.Enno oe bet ur stourm a enep extration uranium. An istor man zo kontet deoc'h neuzen, just 'raok ur gronikenn diwar benn ar yun 'vel terapier. Evit dizor an abadenn zo klevet Yuna Cojean gant ar gronikenn "Gwir eo Pe Pas", diwar benn ar bannlevioù. Musik : Ma maitresse est bien loin d'ici, Erik Marchand, bladenn Kan / Toutrakansko Rondo, Quintet Clarinettes, Bladenn Musiques Têtues


Heklev an hañv 19/07/2023

Heklev an hañv 19/07/2023

2 years ago

Hiziv e vezimp asambles gant ar rapour Toutz eus an daouad Plouz & Foen evit ober anv deus ar priz kentañ tapet ganto 'barzh ar rummad a-vicher e Gouel Broadel ar Brezhoneg e Langonned. Da c'houde ez imp gant ur pennad-kaoz all gant Fulup Plouzane da geñver ar festival Arrée Voce lec'h ma gemer perzh e gevredigezh Mignoned ekomirdi Menez Are. Kinniget gant Pauline Daniel hag Erwan Uguen Sonerezh : Plouz ha Foen - Strakal Bafang - International Makossa / Elektrik Makossa Les Bubbey Mayse - Chiribim Charlie Winston - Like a Hobo


Heklev an hañv 18/07/2023

Heklev an hañv 18/07/2023

3 years ago

En abadenn-mañ : [Kronikenn Barzhaz] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/55558) diwar-benn al levr 10 kazh Ur reportaj gant [Isabelle Caignard, maniaouerez] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/54416) [Ur gronikenn hir] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/57602) e Pleg an hent diwar-benn buhez ha labour Jacques Lacan Sonerezh : Mugar - Kabilytouseg Sofiane Saidi & Mazalda - El Ndjoum


Hekleo an hañv 12/07/2023

Hekleo an hañv 12/07/2023

3 years ago

Digemeret eo bet Youenn Boulic, kenurzhier ar gevredigezh Kanomp Breizh. Ganto e vez aozet kampionnad Breizh al lazoù-kanañ a vo dalc'het d'ar 14 a viz Gouere e Landerne. Ur reportaj gant bugale oc'h ober paddle e brezhoneg a vo klevet ivez. Ur staj kaset da-benn gant Marie Loncle-Calvez, eus Ti ar vro Bro Leon, ha Hélène tréhoret eus Guisseny Paddle. Evit echuiñ e vezo klevet ar gronikenn "Tu ha tu" gant Fulup Tangi diwar-benn ar gêr "mor". Ur gronikenn bet savet gant Ifig Kalvez.


Heklev an Hañv 13/07/2023

Heklev an Hañv 13/07/2023

3 years ago

Setu un euriad en-dro evit dibikouziñ dousig, asambl get ar 5 radio e brezhoneg! Kaset an abadenn dre-eeun ag RBG hiriv. Ar Merc'her-mañ e veze votet ur lezenn da adsevel an natur àr ar c'hevandir european get Parlamant Europa. Kenderc'hel a a neoazh an añseadennoù evit bouetiñ aerborzhioù ar vro, o deus gwelet an niver a dud e tremen dre o savadurioù e tigreskiñ spontus (aerborzhioù Sant-Brieg, An Oriant, Kemper, Montroulez...). Pedet eo bet Pascal Henri (àr e leve bremañ, bet penn kabinenn evit Air France àr an nijadennoù pell); Gael Briand (UDB, kuzulier e ti-kêr An Oriant ha kuzulier rannvroel) ha Kwami, stourmer ekolo hag ezel e Extinction Rébellion. Myriam Guillevic & Elodie Jaffré a zo genemp en abadenn, er rubrikennoù Pennad-Kaoz ar sizhun ha Tavarn Kreiz Mitin (get Caroline Trouillet & Jeanne Chevrel). Un abadenn kaset get Enora Molac.


Heklev an hañv 11/07/2023

Heklev an hañv 11/07/2023

3 years ago

Da benn kentañ an abadenn emañ Etienne Cabaret, ezel deus ar gumpañunezh Musiques Têtues war-eeun evit komz deus meurzhioù an hañv : sonadegoù vihan aozet gant ar gumpañunezh e park Rostrenn devezh ar marc'had. Da 8e30 emañ Milio Latimier o tisplegañ petra eo al levr "Sachit warni ! Aotroù Lapin" er gronikenn Barzhaz, gant Tomaz Laken, en liamm gant ar c'hoari a zo bet da c'houde evit gounit al levr. Ha da 8e45 e vez klevet Maïwenn Raynaudon o komz deus al levr "1982-1992 Un emgav gant ar merc'hed diwezhañ en koef" bet skrivet gant Michel ha Nicole Sohier. Sonerezh : Voden Planchée Un abadenn kinniget gant Maëlle Ausias


Heklev an hañv d'ar 07 a viz Gouere/Foenn

Heklev an hañv d'ar 07 a viz Gouere/Foenn

3 years ago

Ata ! Deoc’h da c’hellout selaou en dro « Heklev an hañv » bet embannet etre 8e ha 9e beure hudu : - Dalc’h ar rannvro ‘oa bet ar sizhun dremenet ‘ba Roazhon gant Anton Burel. - Un tamm sell war ar garta Ya d’ar brezhoneg ‘ba Morbihan gant Yuna Kojan. - Diaes kaout ul lojeiz evit ar studierien ‘ba Brest ha ‘ba lec’h all gant Erwan Blanchard. - Ur sell war gil war geleier ar sizhun gant Tomaz Laken. - Un tamm ajenda kinniget deoc’h gant Pauline Daniel eus Arvorig FM. Kinniget eo bet an abadenn eus Arvorig FM gant Erwan Blanchard eus skipailh « Keleier ar vro ».


Heklev an Hañv 06/07/2023

Heklev an Hañv 06/07/2023

3 years ago

Boñjour deoc'h toud ! En abadenn hiriv 'vo klevet Elouan Le Sauze, ur c’haner a vro Bondi. 4:00 Àr-lerc’h eh amb da zeskiñ ur pozig nevez get Teñzor ar Brezhoneg Komzet. 18:04 Goude 'vimp get ur vouez yaouank, Carmen Le Bris, hag a zo bet en Himalaya. 19:50 En achumant eh hamb de glevet eùe Yuna Kojan get ar gronikenn Gwir eo Pe pas. 53:00 Sonerezh : Humour : yeah, mud Vaudou Game : Meva


Heklev an Hañv 05/07/2023

Heklev an Hañv 05/07/2023

3 years ago

Hiziv e vezo graet anv deus ar festival Fenêtres Ouvertes a vez 'barzh un nebeud karterioù e Brest a-hed an hañv. Klevet e vo Mattéo Rolland ouzh mikro Pauline Daniel. Lakaet e vezo ar gaoz war un diskouezadeg da gaout e Sant-Servez diwar-benn Yan' Dargent. Evit kaozeal deus an diskouezadeg-mañ eo bet roet ar gaoz da Ronan Hirrien evit mont pelloc'h gant an displegadennoù. Ur pennad-kaoz kaset gant Karolina Rufflé. Lakaet e vo ac'hanoc'h da glevout ouzh un nebeud kaozeadennoù e brezhoneg bet enrollet gant Maelys Poublanc e Ploueskad. Ar gaoz 'oa troet war-zu an arz er chapelioù e Bro-Leon. Evit echuiñ e vezo klevet ar gronikenn "Tu ha tu" gant Fulup Tangi diwar-benn ar gêr "mor". Ur gronikenn bet savet gant Ifig Kalvez. Kinniget gant Pauline Daniel ha Maëlys Poublanc Teknik an abadenn gant Erwan Uguen Sonerezh : Hira Terra - Vurumbe Lesneu - Sergio


Heklev an hañv 04/07/2023 - Distro war manif Gwengamp ar 17 a viz Even da zifenn ospitalioù publik ar vro

Heklev an hañv 04/07/2023 - Distro war manif Gwengamp ar 17 a viz Even da zifenn ospitalioù publik ar vro

3 years ago

Dindan an heol-pik e oa bet war-dro tri mil a dud o vanifestiñ e Gwengamp d'ar sadorn 17 a viz Even evit difenn ospitalioù publik ar vro ! E Gwengamp ne vez ket ganet bugale ken abaoe ar 26 a viz Ebrel, diwar diviz an ARS, Ajañs Rannvro ar Yec'hed. Hag emañ en pign ar surjianerezh jinekolojik ivez. Ur serradur berrbad hervez Ajañs Rannvro ar Yec'hed. Aon oa e chomfe kloz an ti genel bugale en tu all d'an hañv... Ha gant rezon pugur tri devezh war-lerc'h ar vanifestadeg e oa bet embannet gant an ARS e chomfe serr betek fin miz Here da vihanañ. Aon o deus ar sindikajoù ivez e vije serret en amzer da zont ar surjianerezh noz-deiz hag an urjañsoù... Un toullad deizioù araok bepred e oa skoaz-ouzh-skoaz sindikalourien, dilennidi ha tud ar vro met ivez tud eus komiteoù difenn an ospitalioù publik e Breizh a-bezh ! O c'hortoz emañ an nen ur skrid sinet gant ministr ar Yec'hed da lâret pegoulz e vo addigoret ti-gwilioudiñ Pabu ha penaos e vo desachet amiegezed nevez da zont da labourat eno... Efejoù fetis zo dija gant serradur servij gwilioudiñ ospital publik kreiz Bro-Dreger. E fin miz Mae e oa bet ganet ur poupig bord an hent bras. Ar vamm zo o chom e Gurunuhel, chouk da Wengamp, ha n'he deus ket bet amzer da dapout Sant-Brieg. Ganet he deus he merc'hig ba kamion ar bomperien... Gael Roblin, dilennad e kêr Wengamp, en deus goulennet digant gouarnamant Kuba kas da Babu tud eus bed ar yec'hed eno da reiñ un taol-sikour e-pad ur c'hrogad. Respontet zo « ya » dezhañ gant kannati Kuba met ezhomm zo un dekred digant ar gouarnamant gall da aotren an dra-se... Da glevout er reportaj : Gérard an Aheleg (senatour evit Aodoù-an-Arvor), If Jardin (eus komite difenn ospital Douarnenez hag eus ar genurzhierez vroadel da zifenn an ospitalioù publik tost d'an dud) ha div vanifestourez, Euridice ha Pauline. Reportaj gant Tomaz Laken


First Previous Next Last