Stajiadezed ha stajiad Skol an Emsav o deus enrollet abadennoù radio en hor studio e Roazhon. Kaset e vioc'h da Zouarnenez, war roudoù ar stourmoù o deus merket ar gêr, gant Andrev, Anna, Cyril ha Lionel. Da glevet en abadenn-mañ : Kronikennoù istor Atersadennoù Paskal Nignol, Laëtitia Fitamant, Nolwenn Korbell ha Maxime Touzé.
Stajiadezed ha stajiad Skol an Emsav o deus enrollet abadennoù radio en hor studio e Roazhon. Estreget atichod zo e Breizh ! Margot, Laia, Maï, Mazhev hag Anna a lako ar gaoz war ar boued lec’hel gounnezet e Breizh.
Stajiadezed ha stajiad Skol an Emsav o deus enrollet abadennoù radio en hor studio e Roazhon. Deus karantez e vo kaoz en abadenn "Tan zo warnon !" gant Cindy, Floriane, ha Blaise. Da glevet en abadenn-mañ : Kronikennoù war ar stummoù karantez disheñvel Ur mikro riblen e ti Skol An Emsav Atersadenn Merzhin, paotr bras e garantez Ur barzhoneg gant Anjela Duval Troioù lavar.
Stajiadezed ha stajiad Skol an Emsav o deus enrollet abadennoù radio en hor studio e Roazhon. Pedet oc’h e « Korn ar Vugale » gant Adeline, Mélanie, Solenn, ha Morgane. War roudoù al loened gouez e vioc’h kaset ganto. Da glevet en abadenn-mañ : Kontadenn ar Gazeg-Koad Bugale skol ar Gantelloù e Roazhon Pierre-Yves, buhezour Ti Menez Are
Stajiadezed ha stajidi Skol an Emsav o deus enrollet abadennoù radio en hor studio e Roazhon. Victor en deus tapet krog e mikroioù Radio Naoned, ha savet un abadenn diwar ar sonerezh hag ar frommoù treuzkaset ganti. Klevet e vo Riwall ha Cindy diwar o darempredoù gant ar sonerezh.
Stajiadezed ha stajiad stummadur Skol an Emsav e Sant-Ervlan o deus enrollet o abadenn blato. Catherine, Myriame, Lucie, Mélanie ha Romain zo en em staliet ouzh mikroioù Radio Naoned, int-o-femp a laka ar gaoz war plas ar brezhoneg e Bro-Naoned, piv eo ar re a lak bevañ ar yezh e kêr vrasañ Breizh ? Da glevet en abadenn-mañ : Angélique evit Kentelioù an Noz, Ganaël, animatour e kreizenn dudi Patati, Ur reportaj e skolaj Diwan Liger-Atlantel, Solen Pedron, kuzulierez kêr e ti-kêr Sant-Ervlan, hag ur C'hwizz e fin an abadenn evit priziañ ho sevenadur !