Evit ar pevare rann e vo klevet ur wech c'hoazh, Maxime Touze dilennad en tu enep e ti-kêr Douarnenez, ezel eus ar strollad Unvaniezh Demokratel Breizh ha kelenner istor ha brezhoneg er skolajoù publik. Ha klevet e vo ivez Claire Cariou stourmerez evit an endro. Displegañ a raio deomp ar pezh he deus lakaet e plas en he stourm, dreist-holl gant ar gevredigezh [Côte Waste] (https://cotewaste.fr/qui-sommes-nous/) hag hec’h embregezh [L'éclaireuz] (https://leclaireuz.com/) . Sonerezh : Meydan - Change Gwendoline - Conspire
Maxime a zo dilennad en tu enep e ti-kêr Douarnenez, ezel eus ar strollad Unvaniezh Demokratel Breizh ha kelenner istor ha brezhoneg er skolajoù publik. Kontañ a ra deomp e engouestl er politikerezh ha displeg a ra deomp e sell war ar politikerezh broadel met dreist-holl rannvroel ha lec'hel. Sonerezh : Meydan - Change Gwendoline - Conspire
Youn Jardin milite depuis des années pour défendre la cause des palestiniens et des palestiniennes avec l'association France-Palestine Solidarité. Il a défendu l'hôpital de Douarnenez en 2014 en créant un comité de soutien et reste engagé au Secours populaire qui aide les plus démunis. Une vie à militer, porté par l'espoir d'un monde plus juste. Musique : Meydan - Change Gwendoline - Conspire
War-dro 20% deus ar c'hoadeier e Breizh oa bet distrujet gant an tourmant e 1987 ha war vord ar mor, e-giz e Bro-Fouen lakaomp, ne chome ket kalz gwez en o sav ken ! Goude-se neuze oa bet tennañ ar gwez a oa kouezet gant an avel ha plantañ re all en o flas. Ha fall oa ar jeu evit al loened gouez ivez : e-pad sizhunvezhioù ne veze ket klevet al lapoused o kanañ ken. Evit kontañ deus tout an traoù-se eo bet Benjamin e Fouen, oc'h en em gavout gant Lucienne Moisan e Fouen.
Daou zen all vo klevet evit kontañ war-benn an tourmant oa bet er vro d'ar 15 a viz-Here 1987 : Cécile Dénes ha Guy Rannou. Cécile a oa o chom er Forest-Fouen d'ar mare-se, war-dro kant pe daou c'hant metr eus ar mor. Soñj he deus mat-tre eus ar c'houchad-holen oa deuet war-c'horre ar parkeier hag ar prinistri, ken kreñv evel 'noa c'hwezet an avel an noz-se ! Guy oa o chom er Forest-Fouen ivez. Goude an tourmant 'oa bet oc'h ober tro ar c'hêrioù war ar maez evit klask savetaad ar gwez-avaloù oa kouezet gant an avel.
E 1987, Pierre Guengard oa o chom e Lanrieg ha bemdez 'rae an hent da vont da Skaer e-lec'h oa o talc'hen ur stal. Ha d'ar 15 a viz-Here 1987 'oa e Skaer neuze ha mizer a-walc'h 'noa bet o tont d'ar gêr, ken kreñv evel c'hwezhe an avel an noz-se. Hag an deiz warlerc'h oa cheñchet ar vro.
Petra a dalvez al liorzhoù d'an dud? Al liorzh a roont stumm dezhi gant o daouarn, liorzhoù o bugaleaj... liorzh o ijin marteze ma n'o deus ket (bet) a liorzh? Ul liorzhour pleustrek-kenañ eo Youenn, etre e zibab plant hag ar mod 'vez goloet e dachenn a blouz hag a vezhin evit chom hep bezañ rediet da zourañ e legumajoù bemdez. Emañ e liorzh-legumaj e Penmarc'h, ha gwezhall e oa dija tachenn e hendadoù... un herez er Vro Vigouden.