- Kinniget vo gant Claire Corre, sekretourez Div Yezh Roazhon, kefredioù ha nevezentioù ar gevredigezh - Klevet 'vo Blondie - Ar gronikenn Karront Sant Jakez - Heuliadenn ar sizhun fardet gant Anton Burel. Un heuliadenn gouestlet d'ar brezel en Ukraïna - Strollad ar sizhun Lupo
- Deiziataer an ACB 44 gant Alixia Thuau - Kronikenn ebet en abeg eus an devezh harz labour benelour evit merkiñ devezh etrevroadel gwirioù ar merc'hed - Heuliadenn ar sizhun gouestlet d'ar vicher kêraozer-geografour asambles gant Gunevel Pedron eus Boest an Egor - Strolladoù da welet e Dastumad ar goañv La Route du Rock
- Erell Tabourier, skeudennaouerez ha studierez e Angoulem, a lar hiroc'h deomp diwar he levezonioù hag he raktresoù - Klevet 'vo Uèle Lamore - Ar gronikenn Penn an noz - Heuliadenn ar sizhun gouestlet da Barba Loutig hag o fladenn Blev - Strollad ar sizhun Blev
Un abadenn gouestlet d'ar sonerezh a-vremañ e brezhoneg : peseurt plas evit ar c'hrouadennoù nevez ? Peseurt skoazell ha peseurt skoilhoù evit an arzhourien a ra gant ar brezhoneg ? Evit respont d'ar goulennoù-se emañ Morgane Cotten ha Raphaël Thouroude asambles gant Gweltaz ha Tara Adeux a sono ivez un nebeut tonioù evit digeriñ ha klozañ an abadenn. Klevet vo atersadennoù Tristan An Nedeleg, kenurzhier an Taol-Lañs aozet gant Gouel Broadel ar Brezhoneg, Loeiza Beauvir eus ar strollad Barba Loutig ha Perryn Bleunven hag Elise Desbordes eus an daouad Emezi.
- Kemo Veillon,rener Skeudenn, a ginnig deomp un nebeut eus an darvoudoù d'ober kerzh mizhvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg e bro Roazhon - Klevet 'vo Litovsk - Ar gronikenn Desaver buzhug - Heuliadenn ar sizhun gouestlet da Barba Loutig ha d'o fladenn nevez, Blev - Strollad ar sizhun OHM
- Annaëlle hag Eliaz danserien e kelc'hioù Vertou ha Klison da geñver fest-noz pol studierien Naoned - Klevet 'vo The Go team ! - Ar gronikenn Karront Sant Jakez - Heuliadenn ar sizhun gouestlet da bladenn nevez Barba Loutig, Blev - Strollad ar sizhun OHM