Klevet vo teir c'hontadenn skrivet ha lennet gant an Tad Medar : "Ribotadenn Yann Paotr-ar-gêr", "Foar Lesneven a oa" ha "O, me ’m eus bet plijadur!".
Bet embannet 'barzh "Diwar-c’hoarzhin"
Gant Karolina.
An Tad Medar
2 years ago
Gant Mikael Madeg 'vo gouezet muioc'h diwar-benn an Tad Medar hag e vo klevet "Un tad kabusin e foar Landi", skrivet gant an Tad Medar ha lennet gantañ.
Gant Karolina
Jean Chapalan 4
2 years ago
Lesanvioù ha kontreoù e Kastell hag e vo echuet gant ar pennad-kaoz diwar-benn ar bezhin.
Jean Chapalain 3
2 years ago
An taol-mañ , gant Yann Chapalan, legumajer a Gastell, anv eus manifestadegoù oa bet abalamour d'ar c'hoñvers oa aet da fall.
Ur pennad-kaoz vo ivez diwar-benn ar bezhina hag ar reolennoù a denn d'ar bed-mañ.
Jean Chapalan 2
2 years ago
Marvailhoù a bep seurt gant Jean Chapalan eus Kastell-Paol.
Meurlarjez, tud enez Vaz, ar marc'hadoù hag ar c'hoñvers e Kastell, ar blasennerien...
Jean Chapalan
2 years ago
Marvailhoù a bep seurt gant Jean Chapalan, labourer-douar a Gastell-Paol.
Herve Lucas 2
2 years ago
An eil abadenn gant Herve Lucas, pesketaer a Vogeriek.
Herve Lucas
2 years ago
Klevet vo Herve Lucas, ganet war enez Sun, dimezet e Mogerieg, bet pesketaer a-hed e vuhez.
Enrollet ur pennadig zo gant Mikeal Madeg.
Gant Karolina
Soazig Pellen
2 years ago
Gant Soazig Pellen, o chom e Plourin-Gwitalmeze, e vo desket aozañ kig-ha-farz!
Jañ-Mari Tangi
2 years ago
Bet Mikeal Madeg ur pennadig zo betek Mogeriek, e Gorre Leon eta, oc'h enrollañ Jañ-Mari Tangi, bet pesketaer anezhañ.