Ar vandenn

Ernestine Ar balp, mestrez ar grampouz gwinizh du e Landelo

Ernestine Ar balp, mestrez ar grampouz gwinizh du e Landelo

day before yesterday

Spi 'm eus ho 'p eus naon hag ez eo digor ho kalon, peogwir e vo klevet komz a grampouzh gwinizh du 'pad tri c'hard eur. Ha pas gant 'n eus forzh piv ! Gant Ernestine Balp, a Landelo. Ha honnezh a zo anvet mat peogwir eo he deus krouet an entreprise krampouzh mil anavezet e Landelo, Les delices de Landelo, 71 vloaz zo. E 1955 neuze he deus Ernestine n'em staliet e bourk Landelo da werzhan krampouz, hag e 1975 he deus e grou Les delices de Landelo, kroget da gopran merc'hed da drein grampouz ganti. Chans he deus bet da gaout ur mab ijinour ha 'n eus savet biligoù a ratozh eviti. Kontan a ra deus mikro Herve ar Beg, e 1994, penaos veze graet krampouz pa oa he bihan, er bloavezhioù 1915, penaos he deus kroget 'ba'r bourk ha respont ra da goulennoù war pezh 'vez laret gant an dud diwar benn ar c'hrampouzh. Un abadenn saourus ha lipous !

Pierre-Louis Guenver, paotr ar gwez e Poullaouen

Pierre-Louis Guenver, paotr ar gwez e Poullaouen

7 days ago

Evit an abadenn Ar Vandenn hiriv ez aimp 'ba Poullaouen da selaou Pierre Louis Guenver o komz deus ar gwez. En oa ur gwir specialist deus ar gwez, ar gwez frouezh ivez dreist-holl. Ganet oa e 1931 ha Kontan a ra penaos 'n eus kroget da blatan gwez e 1958, en un atersadenn bet enrollet gant Noelle Simon e miz C'hwevrer 1995. Pierre Louis Guenver a zo marvet e 2018 d'an oad a 87 bloaz.

Roc'h Pol Plussuluan kontet gant Per Ollier

Roc'h Pol Plussuluan kontet gant Per Ollier

15 days ago

E Kelfenneg war gumun Plussuluan ez eus ur roc'h gant mein metadolérite en deus servijet 'pad 1500 vloaz da sevel hachoù. Per Ollivier, anavezet mat peogwir eo bet dastumet gant Yann-Fañch Kemener a gont deus mikro Noelle Simon e 1990 petra eo ar roc'h-mañ ha penaos eo bet implijet. Hag evit fin an abadenn e vo klevet din un tamm kaozeadenn a oa bet etre Herve ar Beg, Auguste Kemener, soner treujenn gaol ha Leonie Duguay e studio RKB e Sant Nigouden e 1989.

An Enez Veur gant an Itron Benard

An Enez Veur gant an Itron Benard

22 days ago

Evit an abadenn ar vandenn e vo klevet Denise Benard, plac'h ganet e 1919, pa oa c'hoazh an Enez Veur, un enezenn. En gwirionez, e gav din e oa Mari Benard, ur plac'h mil anavezet en Enez Veur hag e vefe marteze he hag a oa bet aterset gant Noelle Simon e 1990. An Enez veur a zo ul lec'h dibar e Bro Dreger, perzh deus kumun Pleuveur, hag anavezet evit e mein greun a galite, en defe servijet da sevel iliz veur Landreger. En abadenn-mañ, peogwir ez eus div abadenn ganti, e gomz deus an enezenn veur pa oa un enezenn, deus ar bikerien koad hag ar besketerien. Deus ar vuhez eno. Gant ur brezhoneg livet ha leun a sonerezh ennañ. Photo : Christophe Huchet

An Tunodo displeget gant If Gardien

An Tunodo displeget gant If Gardien

last month

Evit an abadenn Ar Vandenn hiriv e ginnigan deoc'h un abadenn deus ar re saourusañ am eus bet tro da glevet diwar-benn an Tunodo. If Gardien a oa bet aterset gant Noelle Simon e 1994 er Roc'h evit komz asambles deus al langaj-mañ. O klevout mousc'hoarzh ar paotr ha Noelle Simon o kuziuzenniñ gant he goulennoù em eus bet c'hoant da leuskel an abadenn 'vel m'emañ hep fiñval 'mann ebet enni. Setu neuze e laoskan deoc'h an teñzor-mañ, hini brezhonegerien ha brezhonegerezed o c'hoari gant ar yezh, o c'hoarzhiñ deus buhez an dud en ur vilajenn hag o grozmollat war an traoù o cheñch hag o huñvreal war an aoda gwezhall. Mersi dezho tout evit o labour, o spered uhel ha digor hag o fent.

An akordeons, ur benveg disuj gant Ernest Roussel ha Victor Lancien

An akordeons, ur benveg disuj gant Ernest Roussel ha Victor Lancien

last month

E penn kentañ an abadenn e vo klevet Ernest Roussel, lesanvet Nenesse. Paotr an akordeons, a Blounevez Moedeg, sorc'hennet gant boest an diaoul, ganet e 1923, bet rezistant da driwec'h vloaz ha bet war-lerc'h da labourat e EDF e Pariz, ha distro 'bar 'vro evit sevel ur strollad anvet Watt+son. Kontañ a ra da Herve ar Beg, en un abadenn enrollet e miz Meurzh 1995, penaos en deus laeret akordeons e vreur, e sonadegoù gentañ, ar balioù difennet 'pad ar brezel, penaos oa bet konfisket e akordeons gant paotred Maï Robin Loguivy, o c'houzout hiriv eo bet diskouezet e akordeons e mirdi broadel ar Rezistans e Champigny sur Marne 'vit un diskouezadeg war ar festoù difennet kontañ a ra penaos 'n eus sonet gant Jo Privat ha Marcel Azzola e Pariz hag e sell war an akordeons er bloavezhiou 90. Ernest Roussel a zo marv e 2009 hag e wreg Josette e 2022 O paouez selaou un atersadenn gant Ernest Roussel, paotr an akordeons emaoc'h. Bremañ e chomomp gant sonerien akordeons, unan tostoc'h deus sonerezh Breizh sur walc'h mes n'eo ket anavezet kement vit Ernest, anvet eo Victor Lancien, paotr Pluskelleg, ganet e 1920, sorc'hennet eñ gant ar velo mes ur c'haner ampart ivez ! Marvet eo Victor e 2007.

Ivona Martin diwar-benn Roparz Hemon 2/2

Ivona Martin diwar-benn Roparz Hemon 2/2

4 months ago

Petra a vo bountet er mekanik ar wezh-mañ war digarez Ar Vandenn, abadenn dielloù-son RKB ? Ur gasetenn a zo skrivet warni anv Ivona Marzhin. Honnezh a oa bet ganet e Sant-Mark er bloaz 1907. Bet eo bet sekretourez ar gelaouenn Ar Bed Keltiek a oa bet krouet gant Roparz Hemon e Dulenn e 1959 hag a badas betek 1971. E 1995 e oa bet roet Kolier an Erminig dezhi en abeg d’he labour evit ar brezhoneg. Aet e oa d’an Anaon e 2005. E miz Kerdu 1988 e oa bet enrollet gant tud Radio Kreiz Breizh. Herie e kinnigan deoc’h selaou lodenn gentañ ar gaoz-se ma komz deus bugaleaj Roparz Hemon ha deus an endro ma oa kresket an den hag en em dommet ouzh ar brezhoneg. Poltred - Ivona Martin gant Anjela Duval, tennet eus levrig an diskouezadeg "Ur feunteun anvet Anjela" (1991)

Ivona Martin diwar-benn Roparz Hemon 1/2

[1997] Kaozeadenn diwar karnedoù-hent Yann-Fañch Kemener e Gwengamp 2/2

[1997] Kaozeadenn diwar karnedoù-hent Yann-Fañch Kemener e Gwengamp 2/2

5 months ago

E miz C'hwevrer 1997 e oa bet pedet ar c'haner ha dastumer Yann-Fañch Kemener da zont da Greizenn Sevenadurel Vrezhon Roparz Hemon Gwengamp da ginnig e oberenn "Kanaouennoù Kalon Vreizh - Carnets de route de Yann-Fañch Kemener", bet embannet gant Skol Vreizh e 1996. Enrollet e oa bet ar gaoz gant Radio Kreiz Breizh ha skignet gant Noelle Simon, buhezourez e RKB.

[1997] Kaozeadenn diwar karnedoù-hent Yann-Fañch Kemener e Gwengamp 1/2

Next Last