Maouezed a vro Rwanda palforset gant soudarded gall er c'hampoù repu e-kerzh ar jenosid e 1994. [Setu ar pezh a vez diskuliet en teulfilm-mañ kensavet gant Gaël Faye ha Michael Sztanke. ] (https://www.arte.tv/fr/videos/105291-000-A/rwanda-le-silence-des-mots/)
Panelloù bruderezh ar c'hêrioù bras evel Roazhon a zo bet distrujet gant ar vanifesterien e-kerzh ar manifestadegoù a-enep adreizh al leveoù. An embregerezh a ra war-dro ar panelloù-mañ o deus dibabet chom hep adkempenn anezho evit poent. Ha ma vefe paouezet gant ar bruderezh-se ? Un dibab graet gant kumun Morzhell.
Ar stourmerez Leymah Gbowee a zo anavezet evit bezañ e penn eus an emsav Woman of Liberia Mass Action for Peace. Ar strollad maouezed o deus stourmet evit ma vefe echu gant ar brezel sivil el Liberia. [Skeudenn tennet eus al lec'hienn Wikimédia Commons gant Fronteiras do Pensamento] (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Leymah_Gbowee_(cropped).jpg)