Lerc'h ha lerc'h


Boudoù marvailhus e Maner Kernot

Boudoù marvailhus e Maner Kernot

2 years ago

A-hed ar sizhun e kinnigomp deoc'h dizoloiñ an diskouezadeg kinniget e Maner Kernot e Mellag e Bro Kemperle. Gouestlet eo d'ar boudoù marvailhus, erevent, morganezed, unkorneged... ur bern traoù zo da lâr diwar-benn al loened burzhudus-se a vez kavet e pep lec'h er bed abaoe kantvedoù ma n'eo ket milieroù a vloavezhioù. Emañ Morgane Bramoullé gant Aurélie Le Déroff, en karg eus an diskouezadegoù er maner. An diskouezadeg Boudoù marvailhus e maner Kernod zo da wel betek an 10 a viz Kerzu.


Noazhus ?

Noazhus ?

2 years ago

Pemp bronneg zo bet lakaet war-c'horre listennad al loened noazhus e Frañs : ar gaerell vihan, ar gaerell vras, ar mart, ar pitoch hag al louarn. N'eus kota ebet da lazhañ anezho ! Kement chaseour zo tout a c'hall tennañ warno pe trapañ anezho a-nez bezañ kontrollet. Met n'eus ket pell zo, an SFEPM (Société française pour l'étude et la protection des mammifères) en deus goullet gant ar gouarnamant tennañ o anv kuit diwar-c'horre al listenn. Eviti n'int ket loened noazhus, ar c'hontrol eo : ar re-mañ ra vat d'an natur. Benjamin Bouard zo bet e Plogoneg o kontañ deuzouto gant Jean-Yves Kervareg.


Beaj dre dren

Beaj dre dren

2 years ago

Bloavezhioù zo 'oa bet gounezet speredoù Yann Guillamot hag e wreg gant ar 'slow life', ar vuhez siouloc'h, furoc'h: er gegin, er ger, war an hent (mont war droad pe war velo araok soñjal er c'harr-tan). Evit derc'hel gant ar soñf filozofel, politikel hag ekologel-se int distoet eus Turkia gant an tren er bloaz paseet. Ha brav eo bet ar veaj, bravoc'h zoken.


Un tammig amzer gant Annie Coz...

Un tammig amzer gant Annie Coz...

2 years ago

... un nebeut bloavezhioù zo, pa oa bet kinniget ganti un dastumad danevelloù titlet 'Bili er mor'.


Brezhoneg e Kemperle...

Brezhoneg e Kemperle...

2 years ago

... ha komz a rafemp brezhoneg memes mod e Kemperle, hep startijenn Rejin, hep he c'harantez evit an dud hag ar yezh?


Al Lanv, niverenn 163

Al Lanv, niverenn 163

2 years ago

Un diverradenn eus a pezh a gavoc'h en niverenn 163, gant Padrig an Habask, rener an embann ha redaktour, hag Aline Gleonneg, redaktourez


Inizi...

Inizi...

2 years ago

... ar gevredigezh a ya a enezenn da enezenn etre Chausey hag Aix gant abadennoù arzel, etre miz Here ha miz Mae. Kinniget eo deomp gant unan eus ar gopridi, Agathe Seïté.


Enrolladennoù koshañ ar brezhoneg, gant Tudi Crequer

Enrolladennoù koshañ ar brezhoneg, gant Tudi Crequer

2 years ago

Marteze ho peus klevet mouezh Tudi Crequer dija war skinou FBBI. Kazetenner eo bet eno e-pad 7 bloaz. Enklasker eo bremañ e skol-veur Roazhon 2, er gevrenn vrezhonek. Labouret en deus e-pad daou vloaz diwar-benn Léon Azoulay, kentañ sonskriver ar brezhoneg. E 1900 e oa bet enrollet gantañ evit ar wech kentañ tud o komz brezhoneg war ruilhennoù koar, e-pad an Diskouezhadeg Hollvedel (Exposition Universelle) e Pariz, er geriadenn vreton. Penaos e veze enrollet an dud 120 'bloaz 'zo ha petra 'oa ur sonskriver ? Tudi Crequer a zispleg deomp diouzhtu. Kinniget gant Metig Jakez-Vargas


Ar broc'hed

Ar broc'hed

2 years ago

Ar broc'hed zo loaned a vez gwelet aliesoc'h marv war vord an hent maleüruzamant evit bev o c'haloupat er parkeier. Brud fall o deus evit ar wech ivez : tamallet 'vez dezho gant ar beizanted laerezh greun, frouezh pe legumaj. C'hwezh fall vefe ganto ivez, ken 'vez graet "louzed" deuzouto e brezhoneg a-wechoù. Ha gwir eo ? N'eo ket sur avat ! Jean-Yves Kervareg ha Benjamin Bouard zo bet e Landrevarzeg o sellet ouzh un toull-broc'h. N'o deus ket gwelet broc'h ebet - kousket 'oa ar broc'hed sur-tre, met n'eo ket abalamour n'eus ket 'voaien da sellet deuzouto n'eus netra da lâret diwar o fenn !


Ar c'hoari kartennoù Magic gant Gurvan Parskav

Ar c'hoari kartennoù Magic gant Gurvan Parskav

2 years ago

Diskoachomp ar c'hoari kartennoù Magic gant Gurvan Parskav. 30 vloaz eo ar c'hoari kartennoù Magic ha chom a ra ur c'hoari kartennoù brudet c'hoazh ha c'hoariet gant ur bern tud. Ar re yaouank hag ar re gozh. Reolennoù ar c'hoari n'eo ket aes da gompren met ret eo c'hoari evit dont a-benn da vestroniañ Magic evel-just.


First Previous Next Last