War hentoù an antroposen


291-A-venn e ta an avel

291-A-venn e ta an avel

5 days ago

Prederi a-zivout un enklask a oa bet kaset da benn get J. Piaget kant vloaz zo. Goulennet e oa bet d'ar vugale respont d'ar goulenn-mañ:"A-venn (Eus pelec'h) e ta an avel?" Sonenn: Dom Duff, A-du gant an avel (album "Babel Pow Wow",2013)


290-Soubenn chignan-2026-13

290-Soubenn chignan-2026-13

19 days ago

An titl « Soubenn chignan » ( soubenn raned) a za ag un darvoud a oa degouezhet d'ar skiantour italian Luigi Galvani ha pa oa é ober àr-dro e vaouez klañv. Nag ur souezhadenn evitañ pa arvestas ur fenomen dic'hortoz! Gres d'an dizoloadenn a reas Galvani an deiz-se e voe lañset hep gouiet dezhañ unan eus pouezusañ kavadenn ar skiant. Ur gavadenn a cheñcho buhez an dud en 20vet kantved. (Ar gronikenn-mañ a oa bet skignet evit ar wezh kentañ e miz Kerzu 2019) E penn kentañ ar gronikenn e vez klevet an ton « Soubenn al lêzh ar fleurenn » get Annie Ebrel. Ha da gloziñ ar gronikenn, ur sonenn get ar c'hanour italian Max Parodi : « Che te ne cale della rana di galvani ? » (Petra 'raez eus chignan Galvani?)


289-Aval Newton (2)-2026-11

289-Aval Newton (2)-2026-11

last month

Eil kronikenn diàr-benn "afer" aval Newton. Gwir pe gaou? N'eo ket sklaer tamm ebet ha moarvat ne vo ket james gouiet ar wirionez. Sonennoù: "Ar wezenn avaloù", Alan Stivell "Isaac Newton", Artichoke


288-Aval Newton(1)-2026-09

288-Aval Newton(1)-2026-09

last month

Un aval eo a zo bet cheñchet getañ hent an dazont àr dachenn ar fizik en 17vet kantved. E maner Woolsthorpe(Bro Saoz), lec'h ma oa Newton é chom ,e tegouezhas un darvoud a lakaas Newton da gompren perak e kouezh bepred an objedoù a-blom àr-du an douar. [https://www.nationaltrust.org.uk/visit/nottinghamshire-lincolnshire/woolsthorpe-manor] (https://www.nationaltrust.org.uk/visit/nottinghamshire-lincolnshire/woolsthorpe-manor) [https://fr.wikipedia.org/wiki/Fichier:Apple_first_logo.png] (https://fr.wikipedia.org/wiki/Fichier:Apple_first_logo.png) Sonenn: Newton's Apple, Neo String Quartet (1996)


287-Hidrogen,achu an huñvre-2026-07

287-Hidrogen,achu an huñvre-2026-07

2 months ago

Niverus eo an dud o-deus kredet start e vehe graet get an hidrogen da gemer lec'h ar petrol . An ekonomist Rifkin en-doa graet tro ar bed evit kendrec'hiñ an divizourion da vont àr hent an hidrogen ,"petrol" an 21vet kantved! Kouezhet a lost ar c'harr rac'h ar re a grede ar fablenn-se! Ret e vo dezhe - ha deomp-ni ivez - klask un hent arall.


286-Gitarour astrofizikour-2026-05

286-Gitarour astrofizikour-2026-05

2 months ago

Sevel unan ag ar strolladoù rock brudetañ er bed, soniñ gitar ha bout leun amzer e troiadoù didermen er bed a-bezh. Hag ouzhpenn-se, kas da benn un dezenn astrofizik? Dibosubl, a gredit? Ha neoazh, bout a zo unan hag en-deus talet douzh an dae-se. [https://spiral.imperial.ac.uk/bitstreams/e98086e0-782f-43f2-a985-f07f756fdd7f/download] (https://spiral.imperial.ac.uk/bitstreams/e98086e0-782f-43f2-a985-f07f756fdd7f/download)


285-Kabiten Entropiezh-2026-03

285-Kabiten Entropiezh-2026-03

2 months ago

"Captain Entropy" eo titr ur bladenn a oa bet savet e 1973 get Bruce Haack , paotr donezonet-kaer àr tachenn ar sonerezh (sonerezh elektronek dreist-holl). En e sonennoù e tispleg d'ar vugale - ha d'ar re gozh ivez - traoù a bep sort a-zivout skiant. Amañ e komz ag an "entropiezh", a zo marset unan ag ar meizadoù fizikel diaesañ da zisplegiñ -ha da gompren.


284-Carl Sagan(3)-Ar c'halander kosmek-2025-51

284-Carl Sagan(3)-Ar c'halander kosmek-2025-51

3 months ago

Ijinet eo bet kalander "An hollved e-korf ur bloavezh" gant ar steredoniour Carl Sagan (1934-1996). Sagan a zo bet an hani kentañ é tisplegañ istor an hollved degaset da ur bloavezh.


283-Carl Sagan(2)-The pale blue dot-2025-49

283-Carl Sagan(2)-The pale blue dot-2025-49

4 months ago

"Ar poent glaswenn". E 1990 en-doa goulennet Carl Sagan get an Nasa ma vehe tennet ur foto ag an Douar ha pa oa arruet pell pell ar sont Voyager (Tost e oa neuze eus ar blanedenn Sadorn). Àr ar foto-se e vez gwelet an Douar evel ur poent bihan, ur pik dister. Dirak ar skeudenn-se eh eus peadra da brederiañ, da soñjal en nitraigoù ma 'z omp en hollved. Pezh a ra Carl Sagan get komzoù kreñv.


282-Muzik kwantek-2025-47

282-Muzik kwantek-2025-47

4 months ago

Douzh a seblant eh eus liammoù kreñv etre ar skrivañ algoritmoù evit an urzhiataer kwantek hag ar sonaoziñ pezhioù muzik. [https://www.youtube.com/watch?v=8Itz5TqjeQ0] (https://www.youtube.com/watch?v=8Itz5TqjeQ0)


Next Last