Sur a-walc'h eo unan deus an trouzioù a glevomp an aliesañ er goañv : ar streviañ ! Met perak e streviomp ? Un dastaol eo streviañ, un doare eo evit ar c'horf da ziskarzhañ an traoù a c'hell bezañ dañjerus evitomp, bakterioù, virusoù, pollen, poultrenn. Hag arabat deoc'h chom hep streviañ m'ho peus em d'en ober. Gallout a ra lakaat gwask war gwazhiennoù ho taoulagad ha reoù ho empenn, gwask ivez war ho taboulinoù hag ho kouzoug. 'Neus ket pell e oa bet kaset un den 34 vloaz anezhañ d'an ospital 'noa miret e gorf da streviañ ha blam da se ha da wask an aer en e gorf oa bet toullet e pharynx.
Hervezh ar studiadennoù ez eus etre 9% ha 12% eus ar boblañs a vefe kleizat, e pep lec'h er bed hag atav eo bet mod-se, an dregantad a chom heñvel. Hag e pep sevenadur ha pep kevredigezh ha pad miliadoù a vloavezhioù int bet gwelet fall ha kontrolliet, rediet da implijout o dorn dehou ha betek ar bloavezhioù 60 e Breizh. Perak neuze ez eus c'hoazh deus tud kleizat ?