Geekomp


Geekomp #6 : Dazont ar c'hoarioù-video ?

Geekomp #6 : Dazont ar c'hoarioù-video ?

2 years ago

Petra 'vo dazont ar c'hoarioù-video ? Evit ar rann diwezhañ selaouomp soñjoù an holl dud o deus kemeret perzh en heuliadenn diwar-benn dazont ar c'hoarioù-video. Trugarez da Tara Lagoutte, Riwan Marhic, Yuna Cojean, Gwenvred Latimier, Gwenn Meynier ha Damien Mayance evit o sikour hag o amzer gouestlet din.


Geekomp #5 : Penaos sevel ur c'hoari-video hag ar c'hoarioù-video e brezhoneg

Geekomp #5 : Penaos sevel ur c'hoari-video hag ar c'hoarioù-video e brezhoneg

2 years ago

E ya, bez ez eus eus c'hoarioù-video en brezhoneg ! Ar gevredigezh [An Drouizig] (http://www.drouizig.org/index.php/fr/) en eus troet meur a c'hoari e brezhoneg, setu perak e vo klevet c'hoazh mouezh Gwenn Meynier evit pempvet rann an abadenn Geekomp. A-raok labourat war an droidigezh eo ret sevel ur c'hoari-video. Hag evit-se eo ret strollañ meur a vicher, micherioù arzel ha teknikel. Klevet e vo ivez Damien Mayance ken krouer ar studio [Pixelnest] (https://pixelnest.io/) . [Damien Mayence] (https://dmayance.com/) a zo diorroer ha labouret en deus war daou c'hoari troet e brezhoneg, ar c'hoarioù Flipon ha Steredenn.


Geekomp #4 : Skeudenn ar maouezed hag ar minorelezhioù er c'hoarioù-video

Geekomp #4 : Skeudenn ar maouezed hag ar minorelezhioù er c'hoarioù-video

2 years ago

Ha daoust hag-eñ eo aet war wellaat skeudenn ar maouezed er c'hoarioù-video ? Daoust hag-eñ e vez gwelet muioc'h a harozezed ? Tud liesseurt ivez ? Tud nammet ? Klask a rimp respont d'ar goulenn-mañ gant Yuna Cojean, Gwenvred Latimier ha Tara Lagoutte e pevare rann an heuliadenn Geekomp. Liammoù ar c'hevredigezhioù meneget : [Afrogameuses ] (https://www.afrogameuses.com/association/) [CAPGAME] (https://www.capgame.fr/) [Le rassemblement inclusif du jeu vidéo (RIJV)] (http://rijv.org/) [Woman in Games ] (https://womeningamesfrance.org/) [Testenn Game Impact ] (https://gameimpact.fr/wp-content/uploads/2021/03/Repr%C3%A9senter-la-diversit%C3%A9-Game-Impact-2021-02-Web.pdf)


Geekomp #3 : an harelerezh en-linenn

Geekomp #3 : an harelerezh en-linenn

2 years ago

Ur wagenn harelerezh en-linenn a zo bet gouzanvet gant ar streamerezed e fin ar bloavezh 2022. Meur a hini o deus diskuliet an aergelc'h pistrius a vez gouzañvet gante. Tara lagoutte, Yuna Cojean, Riwan Marhic ha Gwenvred Latimier a zo ganeomp evit trede rann Geekomp !


Geekomp #2 : Mareadou pouezus ar c'hoarioù-video betek hiriv en deiz

Geekomp #2 : Mareadou pouezus ar c'hoarioù-video betek hiriv en deiz

2 years ago

Diskoachomp ar wech-mañ amzerioù arouezius ar c'hoarioù-video. Ar c'hoari hag al letrin gentañ, enkadenn ar c'hoarioù-video e 1983 hag an araokadennoù graet betek hiziv. Tara Lagoutte, Riwan Marhic ha Gwenn Meynier a vo ganeomp evit eil rann Geekomp !


Geekomp #1 : Diskoachañ ar c'hoarioù-video hag o brud fall

Geekomp #1 : Diskoachañ ar c'hoarioù-video hag o brud fall

2 years ago

Evit kregiñ ganti Tara Lagoutte ha Riwan Marhic a zispleg penaos o deus diskoachet ar c'hoarioù-video. Da beseurt c'hoarioù int techet da c'hoari ha perak emaint ken plijet o c'hoari. Lakaet e vo ar gaoz ivez war brud fall ar c'hoarioù-video ha pa vez gwelet e ya war zigresk ar preder negativel-se. [Studiadenn Médiametrie war implij ar c'hoarioù-video] (https://www.sell.fr/sites/default/files/essentiel-jeu-video/lessentiel_du_jeu_video_nov_22_0.pdf)