Jean Trellu diwar-benn Pardon Santez Anna a vo dalc'het d'ar Sul 9 a viz Gouere e Ploneiz. Christian Demeure-Vallée a ra ar bilañs eus an astenn .bzh krouet e 2014. Heuliadenn ar sizhun : Dilhad hengounel ar mirdi Breizhek gant Annaick Loizel. Kronikoù : Ali lenn : Une machine comme moi gant Ian MacEwan A bep giz : Teurel riz Keleier : Metig Jakez Vargas (Radio Kerne) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
Maxime Touze ezel eus an UDB ha dilennad e ti-ker Douarnenez diwar-benn astenn an takadoù tenn e Kerne Izel. Diskoachomp Amelik, unan eus ar c'hanerezed ha sonerezed an taol-lañs, dalc'het d'ar Gwener 30 a viz Even e Langoned evit Gouel Broadel ar brezhoneg. Heuliadenn ar sizhun : Dilhad hengounel ar mirdi Breizhek gant Annaick Loizel. Kronikoù : 2 vunutenn evit kompren : Mervel gant an tommder Yec'hed : an anoreksiezh (1) Keleier : Tomaz Laken (Radio Kreiz Breizh) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
Léa Mauduit-Delorme a gemer perzh e kuzul-kêr ar re yaouank e Kemper. Respont a ra ouzh goulennoù Metig. Un diforc'h zo graet etre liseidi an hentaoù divyezhek hag ar re all da goulz an tremen e termen klas. Sell aze ar pezh a zo bet lakaet war wel gant Divyezh Breizh ar sizhun-mañ. Nevez zo, e lise Feliks an Danteg e Lannuon, zo bet goulennet dre heg digant 4 lisean ha liseanez dilezel unan eus ar yezhoù bev bet studiet gante er c'hentañ klas er bloaz-mañ. Hiroc'h gant Laurent ar Gov, kelenner istor-douaroniezh e lise Lannuon. Emañ gant Tomaz Laken. Heuliadenn ar sizhun : Dilhad hengounel ar mirdi Breizhek gant Annaick Loizel. Kronikoù : War roudoù an dinozored : Al levr Jurassic Park gant Michael Crichton. Dastum Keleier : Tomaz Laken (Radio Kreiz Breizh) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
Perrine Boutet eus ar gevredigezh PAs paR haZ'art diwar-benn ar festival Ethno Folk a vo dalc'het dibenn-sizhun ar c'hentañ a viz Gouere e Sant Turian. Mona Caroff diwar-benn an abadenn Leurenn Flamm, kinniget bep bloaz gant pevareidi skolaj Diwan Jakez Riou. Heuliadenn ar sizhun : Dilhad hengounel ar mirdi Breizhek gant Annaick Loizel. Kronikennoù : Ar bed o treiñ : Leymah Gbowee Galv ar sonerez : Angéle gant Servane Keleier : Metig Jakez Vargas (Radio Kerne) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
C'hwezh an Deiz 19/06/2023 Jaklin Pennaneac'h ha Yann-Bêr Rivalin, war-benn o liorzh e Plogoneg. Ana-Vari Chapalan, war-benn ar vanifestadeg vihan oa bet digwener war ar pont Sant-Frañsez e Kemper. Dre Torc'h, Jos Goapper hag Eva Sellin, war-benn al labour-douar e Bro-Konk. Kronikennoù : 2vt evit Kompren / Barzhaz Keleier gant Metig Jakez-Vargas
Reportaj e skolaj Diwan Kemper da geñver un atalier radio o vodañ skolajidi ha skolajiadezed ha tud kozh eus ar vro vigouden Yann-Ber Rivalain diwar-benn diberc'hennñ un tamm eus e liorzh Heuliadenn ar sizhun : ar skrivagnerez Loeiza an Douigou hag he levr diwezhañ Tan de'i Kronikoù Ali lenn ar sizhun : Médecine blanche pour Crazy Horse A bep giz : an tapiz ruz Keleier : Metig Jakez-Vargas Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé