C'hwezh an deiz


C'hwezh an Deiz 14/03/2024

C'hwezh an Deiz 14/03/2024

2 years ago

Solenn Caroff, diwar-benn an ti embann nevez savet e Douarnenez, Foin. Gwennole Oreal, kargad a gehentiñ en Erge Vras, diwar-benn mizvezh ar brezhoneg Heuliadenn ar sizhun : Nolwenn Korbell diwar-benn he fladenn nevez ar Preñv-glas Kronikoù Ali lenn ar sizhun : Supermarché, José Falero A bep giz : Valentin Keleier : Metig Jakez Vargas Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé


C'hwezh an Deiz 13/03/2024

C'hwezh an Deiz 13/03/2024

2 years ago

Marc Andro, bez prezidant Kuzul Diorren Kerne, diwar-benn tourioù-avel war vor e Bro Gerne. Madeleine Guillo o klask ledaktourien·ezed evit un heuliadenn tele gouestlet da beñse ar Bugaled Breizh er Gelveneg, anvet 37 secondes. Heuliadenn ar sizhun : Nolwenn Korbell diwar-benn he fladenn nevez ar Preñv-glas Kronikoù Istor Kemper, istor Breizh : karter Penanger Barzhaz : Mall achap 2 Keleier : Anton Burel Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé Skeudenn : Woody Yan dre Unsplash


C'hwezh an Deiz 12/03/2024

C'hwezh an Deiz 12/03/2024

2 years ago

C'hwezh an Deiz 12/03/2024 Gael Roblin, war-benn ar vedisined kuban e ospital Gwengamp. Maelenn Bernard, war-benn ludotek ar Pont gant La Obra. Kronikennoù : 'Zhpenn ar Vretoned zo / Un den er Bed Keleier gant Erwan Blanchard


C'hwezh an deiz 11/03/2024

C'hwezh an deiz 11/03/2024

2 years ago

Bernez Leon diwar-benn ar gevredigezh [Oligocyte Bretagne] (https://oligocyte-bretagne.fr/association-oligocyte-bretagne-ouest-vaincre-les-tumeurs-cerebrales/) . Séverine Even diwar-benn al lazherez Hélène Jégado. Heuliadenn ar sizhun : Ar preñv-glas, pladenn nevez Nolwenn Korbell. Kronikoù : 2 vunutenn evit kompren : Istor ar c'hafe Yec'hed : Istor ar vaksin (1) Keleier : Tomaz Laken (Radio Kreiz Breizh) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie


C'hwezh an deiz 08/03/2024

C'hwezh an deiz 08/03/2024

2 years ago

Yannig Menguy, rener ar greizenn stummañ Mervent diwar-benn skoazell ar rannvro evit ar gelennerien hag ar c'helennerezed a fell dezho labourat er skolioù divyezhek. Frédérique Huet, eus servij ar sevenadur e ti-kêr Douarnenenez diwar-benn Germaine le Goff. Heuliadenn ar sizhun : Eamon O Ciosain, kelenner skol-veur e Maynooth e Bro-Iwerzhon. Kronikoù : War roudoù an dinozored : Jurassic Park gant Michael Crichton. Ijin : An nilon Keleier : Erwan Blanchard (Arvorig Fm) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie


C'hwezh an Deiz 07/03/2024

C'hwezh an Deiz 07/03/2024

2 years ago

C'hwezh an Deiz 07/03/2024 René Merdy ha Dominique Merrien, war-benn ur veilhadeg e Gwezeg ha program mizvezh ar brezhoneg gant Brezhoneg e Bro-Rouzig. Chloé Garel-Delval, war-benn he levr An dourvarc'h na ouie ket neuial. Kronikennoù : Desaver Buzhug / An Ali Lenn Keleier gant Metig Jakez-Vargas


C'hwezh an Deiz 06/03/2024

C'hwezh an Deiz 06/03/2024

2 years ago

C'hwezh an Deiz 06/03/2024 Drev an Torc'h, war-benn mizvezh ar brezhoneg e Bro-Konk Kronikennoù : Istor Kemper, istor Breizh / Brav ha Bev Keleier gant Yuna Kojan


C'hwezh an deiz 05/03/2024

C'hwezh an deiz 05/03/2024

2 years ago

Yann-Bêr Kemener diwar-benn 'Eost' hag ar labour graet evit dastum hag ober talvezout glad kumun Terrug/ Eamon O Ciosain hag an dilennadegoù e Iwerzhon an Norzh: plas ar Sinn Fein er vro bremañ (atersadenn hir lakaet a-dammoù penn da benn ar sizhun)/ Ouzhpenn ar Vretoned zo: Turked Bulgaria/ Kam diwar-benn 'Flux', lec'h a zegemer, lec'h a breder war ar wregelouriezh, ar sevenadur, ar gevredigezh e Kemper, e-keñver an 8 a viz Meurzh, devezh etrevroadel gwirioù ar merc'hed/ Un den er bed: Maria Lai/ Keleier: Anton Burel


C'hwezh an Deiz 01/03/2024

C'hwezh an Deiz 01/03/2024

2 years ago

C'hwezh an Deiz 01/03/2024 Remi Quéffélec ha Jean-Claude Rolland, war-benn ar Gazeg Veurzh Johanna Michel, war-benn mizvezh ar brezhoneg e Bro-Kemperle Kronikennoù : Ijinadennoù an Denelezh / War Roudoù an Dinozored Keleier gant Yuna Kojan


C'hwezh an Deiz 29/02/2024

C'hwezh an Deiz 29/02/2024

2 years ago

Per ar Floc'h, a-youl vat evit ar gevredigezh Breizh Vev, diwar-benn sterilizadur ar viou gouelini e Douarnenez. Fiore Longo, renerez an aozadur Survival International e Bro C’hall hag e Bro Spagn, diwar-benn penaos didrevadenniñ al labour gwareziñ an natur. Ur reportaj gant RBG. Heuliadenn ar sizhun : Ar PPPE, Parcours préparatoire au professorat des écoles gant Gwenole Larvol, unan eus ar gelennerien. Kronikoù Ali lenn ar sizhun : Kramp gant María José Ferrada A bep giz : C'hwevrer Keleier : Metig Jakez Vargas Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé Skeudenn : Meritt Thomas dre Unsplash


First Previous Next Last