C'hwezh an deiz


C'hwezh an deiz 06/03/2025

C'hwezh an deiz 06/03/2025

last year

Loeiza, Nolwenn ha Tara eus ar strollad Mouilc'hi diwar-benn krouidigezh ar strollad hag o awen. Yann Ber Kemener eus ar gevredigezh Eost diwar-benn filmoù mut Pierre d'Hervé a vo skignet d'ar Sul 15 a viz Meurzh e Terrug. Heuliadenn ar sizhun : Yael Kervern, lezanvet Youlmouth, diwar-benn he videoioù ASMR war Youtube Kronikoù : Ali lenn : Ce que je sais de toi gant Eric Chacour. C'hoarioù war ar skrammoù : Baldur's Gate 3. Keleier : Metig Jakez Vargas (Radio Kerne) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.


C'hwezh an Deiz 05/03/2025

C'hwezh an Deiz 05/03/2025

last year

An teulfilm ‘’Tap da sac’h’’ troet e Colorado, er Stadoù-Unanet, gant Katell Uguen oc'h heuliañ an heñcher Wayne Mockermann Ana Vari Chapalain, eil maerez Kemper e karg eus ar brezhoneg diwar-benn darvoudoù mizvezh ar brezhoneg e kumuniezh kumunioù Kemper Heuliadenn ar sizhun : Yael Kervern, lezanvet Youlmouth, diwar-benn he videoioù ASMR war Youtube Kronikoù Istor Kemper Istor Breizh : Mikel Varion Barzhaz : Mall achap 2 Keleier : Anton Burel Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé


C'hwezh an deiz 04/03/2025

C'hwezh an deiz 04/03/2025

last year

Stéphanie Stoll diwar-benn an afer Fañch en Oriant. (Radio Bro Gwened) Ana-Vari Chapalain, eilvaerez Kemper, e karg eus an ingalded plac'hed-paotred diwar-benn an 8 a viz Meurzh. Heuliadenn ar sizhun : Yael Kervern, lezanvet Youlmouth, diwar-benn he videoioù ASMR war Youtube. Kronikoù : Ouzhpenn ar Vretoned 'zo : kleñved al livioù. Un den er bed : Mileva Maric Einstein. Keleier : Erwan Blanchard (Arvorig Fm) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.


C'hwezh an Deiz 03/03/2025

C'hwezh an Deiz 03/03/2025

last year

Youn Aubry, diwar-benn MerConcept, an embregrezh savet gant François Gabard da grouiñ bigi dre-lienn evit ar rederien·ezed mor. Loeiz Gwegen, diwar-benn e veaj e Kuba gant ar fanfar A bout de souffle Heuliadenn ar sizhun : Yael Kervern, lezanvet Youlmouth, diwar-benn he videoioù ASMR war Youtube Kronikoù 2vn evit kompren : flaer ar fourmaj-laezh War hentoù an antroposen : Serendipity Keleier : Aodren Trehin Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé


C'hwezh an Deiz, 28/02/2025

C'hwezh an Deiz, 28/02/2025

last year

Labourat a reer da gemm mont en-dro ar gevredigezh karget da aozañ Gouelioù Meur Kerne (Loik Philippon, en anv Ti ar Vro Kemper) / Kinnigoù komite-gevelliñ Plogonneg-Llandysul (Yann-Bêr Rivallain) / Georges Thao, pesketaer a vro Fouen (Rodeier) / Mélanie Jouitteau, yezhoniourez evit ar CNRS, diwar-benn an naouegezh artifisiel/ War roudoù an dinozored : an alozored. (Marianne Vaidie). Keleier : Aodren Trehin.


C'hwezh an Deiz 27/02/2025

C'hwezh an Deiz 27/02/2025

last year

Yann Ber Rivalain , eus Kuzul gevellañ Plogoneg – Llandysul, diwar-benn gouel Divi a vo lidet a-benn disul en Arpège e Plogoneg. Annie Ebrel diwar-benn he beaj e Danmark evit treuzkas ar mod da zerc'hel gant ar sevenadur hengounel gant ar c'haner Marsel Gwillou (ur reportaj gant RKB) Heuliadenn ar sizhun : Mélanie Jouitteau, enklaskerez er CNRS, diwar-benn an naouegezh artifisiel Kronikoù Ali lenn ar sizhun : L'étonnant voyage du garçon qui parlait aux girafes gant Lynda Rutledge Debrer buzhug : 1 Keleier : Metig Jakez Vargas Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé


C'hwezh an Deiz 26/02/2025

C'hwezh an Deiz 26/02/2025

last year

Annaick Loizel, heñchourez, diwar-benn an diskouezadeg Eusa, etre mor ha douar, e mirdi breizhek an departamant Aline Chevaucher, kuzulierez en departamant en karg eus ar brezhoneg hag Anaelle ar Pan, kenurzhierez Emglev Bro Douarnenez, diwar-benn an devezh gouestlet d’ar brezhoneg aozet gant departamant Penn-ar-bed. Heuliadenn ar sizhun : Mélanie Jouitteau, enklaskerez er CNRS, diwar-benn an naouegezh artifisiel Kronikoù Istor Kemper, istor Breizh : straed Treuz ha straed an dud jentil Barzhaz : Mall achap 1/2 Keleier : Anton Burel Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé


C'hwezh an deiz 25/02/2025

C'hwezh an deiz 25/02/2025

last year

Mikel ar Roue, genidik eus Triagad diwar-benn kreskiñ live ar mor gant cheñchamant an hin. Rankout a raio annezidi seiz ti kuitaat karter Lehan ha mont da lec'h all, a-raok na vefe debret o ziez gant ar mor. Divizet he deus kumuniezh kumunioù Su ar Vro Vigoudenn prenañ an tiez-se ha distruj anezho evit ober plas d'ar mor. Jeannot Flageul hag Erwan Puillandre diwar-benn diskar ar c'hleuzioù hag an adlodennañ goude an dourioù beuz spontus e Breizh Uhel. Heuliadenn ar sizhun : an naouegezh artifisiel gant Mélanie Jouitteau, enklaskerez er CNRS. Kronikoù : Ouzhpenn ar Vretoned 'zo : aborijened Taiwan Un den er bed : Marie Varvingt Keleier : Metig Jakez Vargas (Radio Kerne) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.


C'hwezh an deiz 24/02/2025

C'hwezh an deiz 24/02/2025

last year

Mathilde Fréour eus mediaoueg Jeanne Nabert e Ponte Kroaz diwar-benn ar priz Du vent dans les BD. Brieg Guervenno diwar-benn e bladenn nevez An noz a vo. Heuliadenn ar sizhun : an naouegezh artifisiel gant Mélanie Jouitteau, enklaskerez er CNRS. Kronikoù : 2 vunutenn evit kompren : Perak hon eus abrantoù ? Yec'hed : Alzheimer (3) Keleier : Erwan Blanchard (Arvorig Fm) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.


C'hwezh an Deiz, Gwener 21 a viz C'hwevrer 2025

C'hwezh an Deiz, Gwener 21 a viz C'hwevrer 2025

last year

Sindrom an dic'hallusted d'en em gompren? Daoust hag eñv ez eus anezhañ? Respont gant Lukian Kergoat, yezhoniour / Peseurt dazont evit ar brezhoneg hag evit hor yaouankiz, peseurt liamm etre an daou, gant Fanny Chauffin / Kentañ lodenn Kampionad ar Bagadoù e Brest (Anton Burel) / Keleier: Aodren Trehin


First Previous Next Last